Vertuzioù an Agnus Dei. / Ez chas brun an c'hurunoù [ec'h argas strak ar gurun], / Ez efas naet ar pec'hedoù, / Ez vir ouzh an tan pep manier, / Skaf ha lestr a cheñch [a sach] a zañjer, / Ez vir [e] pep tu ouzh marv subit, / Droukspered kre a chas kuit, / Ez spont sklaer an adverserien, / Ez rent soulas d'an wreg vrazez, / O tont da c'henel en gwel spes, / Ez ro grasoù, ez vir ouzh [drouk]chañs, / Pa en zouger gant reverañs. / A vent, nepred, na doutet pas, / ken din eo an bihan hag an braz.
diwar taol-chañs
klasker-chañs
chañs
chañs pe dichañs ?
Paour kaezh [Paourkaezh] kegin ! N’he deus ket bet a chañs, rak ur martolod yaouank (mezv-dall e gwirionez) ouzh he c’hlevout o hopal dezhañ : « mezvier brein ! mezvier brein ! » a yeas droug ennañ, a daolas e grabanoù war al labous paour, a blantas tro en e c’houzoug, hag a droc’has dezhañ e ganaouenn e ker berr amzer ha lavarout : ouf!
— « Dal ! » emezañ, en ur reiñ ar c’hrap da Job ; « chañs vat deoc’h ho-taou ! »
Job a gerzhas war-du Landremel ; ur penn teñval a oa staget outañ. Soñjit ! edo o vont da lavarout lakaat ar sukr, ar c’hafe, ar chikore war goch ar butun !… N’en doa ket bet a chañs.
- ...Un eurvad hep e bar [sic, "he far"] eo hini ar re a zo bet dibabet gant Doue da vezañ disrannet diouzh ar bed, evel m'eo bet ho chañs-c'hwi.
Chañs am boa bet c'hoazh da gaout ar rummad a oa deut ganeomp eus ar Fernan Vaz, int-i hag a oa dija barrek war ar vicher.
Gant ar c'hinnig-se a-berzh ar Gomiseriezh Uhel ez eo anavezet talvoudegezh he studioù hag he labour. Reizh eo e soñjfe klask he chañs.
Frealziñ a ra ar stoumerien rak digreskiñ a ra feulster an enebourien, ha dre-se ez eus muioc'h a chañs da gaout plijadur o stourm...
Mots précédents
Mots suivants
chañsañ