Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. 1. Doare mat pe fall ma c'hoarvez udb. ; pezh a ren war disoc'h mat pe fall udb. en ur blegenn lakaet. Chañs fall 'm eus bet. Hetiñ chañs vat da ub. Ur c'hoari-chañs : zo diazezet war ar chañs (enebet ouzh ar spered pe ar skiant-prenet). & Trl. estl. Chañs vat dit ! Chañs ha yec'hed dit ! Doue da reiñ dit chañs vat ! 2. Ent strizh Eurvad. Ne 'm eus ket bet a chañs, marteze ho po muioc'h a chañs egedon. Un taol chañs a voe din gallout pakañ an tren-se. Pebezh taol chañs ! Chañs az po diwar ma dorn : degas a rin chañs dit. 3. Trl. estl. Chañs dimp d'ober kement all da vloaz ! : gant ma raimp kement all a-benn bloaz. HS. boul, gras. 4. Tr. adv. Dre chañs : eüruzamant. Dre chañs e c'hallas mont di. Dre chañs n'eus ket c'hoarvezet netra drouk gantañ. 5. C'hoarvezusted udb. Ha dre ma tostae ouzh ar pont e kave dezhañ en doa kalz muioc'h a chañs da gouezhañ eget da dremen dreistañ. II. B. A. 1. Darvoud chañsus, mat. Gant an amzer-mañ ne c'hallimp ket mont war vor nemet ur chañs a vefe. 2. Darvoud a zegouezh mat, a zere d'an-unan. Mont a reas er-maez da welet peseurt chañs a zeufe dezhañ. Klask e chañs. & Tonkadur. Mont war-lerc'h e chañs. DHS. planedenn. 3. Ent strizh Tro da gaout un danvez pried, ub. da vont gantañ. War al leurenn o tañsal e oa ur strollad paotred ha merc'hed o klask o chañs. DHS. fortun. 4. Trl., PEMDEZ Ur chañs eo dit emaon war ma zu mat ! : troienn a reer ganti da c'hourdrouz pe d'ober aon da ub. hep e gastizañ. B. (en e furm lies) 1. Troioù-kaer. Kontañ a rae dimp ar chañsoù en em gave gant an haroz. Chañsoù burzhudus marc'heien an Daol-Grenn. Soñj en doa pegen diduet e oa bet gwechall gant chañsoù souezhus Abrobin. 2. Tr. adv. Chañsoù zo : moarvat.

Skouerioù istorel : 
36
Kuzhat roll ar skouerioù

chañs

1499
Daveenn : LVBCA p46

chañs er c'hoari polod

1499
Daveenn : LVBCA p46, 47, 70, 167 (fuyte, ou chace a l-esteuf)

Vertuzioù an Agnus Dei. / Ez chas brun an c'hurunoù [ec'h argas strak ar gurun], / Ez efas naet ar pec'hedoù, / Ez vir ouzh an tan pep manier, / Skaf ha lestr a cheñch [a sach] a zañjer, / Ez vir [e] pep tu ouzh marv subit, / Droukspered kre a chas kuit, / Ez spont sklaer an adverserien, / Ez rent soulas d'an wreg vrazez, / O tont da c'henel en gwel spes, / Ez ro grasoù, ez vir ouzh [drouk]chañs, / Pa en zouger gant reverañs. / A vent, nepred, na doutet pas, / ken din eo an bihan hag an braz.

1622
Daveenn : Do. p58

dre chañs

1659
Daveenn : LDJM.1 pg d'auanture, fortuitement

chañs

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aduenture

chañs

1659
Daveenn : LDJM.1 pg chance, mal (aduenture)

Na'm [sic] eus ket a chañs

1732
Daveenn : GReg pg fortune (La fortune m'est contraire, ou ne m'est pas favorable.)

c'hoarioù chañs

1732
Daveenn : GReg pg hazard (Jeu de hazard, p.)

dre chañs

1732
Daveenn : GReg pg fortuitement, hazard (Par hazard.)

chañsoù

1732
Daveenn : GReg pg fortune (le hazard, Van., p.)

Chañs vat deoc'h digant Doue.

1732
Daveenn : GReg pg fortune (Dieu vous donne bonne aventure.)

c'hoari chañs

1732
Daveenn : GReg pg hazard (Jeu de hazard.)

chañs vat diouzh

1732
Daveenn : GReg pg aubaine (aubaine, succession inesperée)

chañs vat

1732
Daveenn : GReg pg bondonner (boucher le bondon d'un tonneau)

chañs vat en deus

1732
Daveenn : GReg pg (il a du) bonheur

chañs vat a zo ouzh e heul

1732
Daveenn : GReg pg (il a du) bonheur

chañs vat, deoc'h digant Doue

1732
Daveenn : GReg pg (je vous souhaite toutes sortes de) bonheur(s)

chañs

1732
Daveenn : GReg pg chance (rencontre avantageuse & fortuite), contingence, fortune (le hazard), hazard (Hazard, cas fortuit.)

chañsoù

1732
Daveenn : GReg pg chance (rencontre avantageuse & fortuite), fortune (le hazard, p.)

chañs vat

1732
Daveenn : GReg pg (bonne) chance

Gwir an traoù-se, eme an holl. Alo ! chañs vat d’ar soudarded !

1877
Daveenn : EKG.I. p.162

Ul louarn dispar a zo bet tapet gant chaserien Kerborzh. Be[z]añ zo c’hoazh un toullad ane[zhe] ‘barzh ar c’harter, war a lârer. Chañs vat d’ar chaserien da dapout ane[zhe], ar c’henta[ñ] ar gwella[ñ].

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

diwar taol-chañs

1931
Daveenn : VALL pg aléatoire

klasker-chañs

1931
Daveenn : VALL pg aventurier

chañs

1931
Daveenn : VALL pg aventure

chañs pe dichañs ?

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Hetiñ a reas, en un nebeut komzoù gouezeleg, ha goude e saozneg, chañs vat d'ar gendalc'herien ha d'o menozioù uhel.

1944
Daveenn : EURW.1 p.176

Paneve d'ur chañs, eno [sic, di] e vijen aet, hor beleien a oa deut er-maez ac'hano.

1944
Daveenn : EURW.1 p29

Evit-se am boa ur chañs : kaout un den a-vicher d'am henchañ da gregiñ ober ma deskoni war ar voullerezh [sic, moullerezh] en ur gas en-dro ma studi lezennerezh ; e-lec'h krizañ, evel pa oan o vont d'ar golaj, ma c'halon a zigore, tennañ a raen aesoc'h ma alan.

1944
Daveenn : EURW.1 p78

— « Dal ! » emezañ, en ur reiñ ar c’hrap da Job ; « chañs vat deoc’h ho-taou ! »

1944
Daveenn : ATST p.106

Paour kaezh [Paourkaezh] kegin ! N’he deus ket bet a chañs, rak ur martolod yaouank (mezv-dall e gwirionez) ouzh he c’hlevout o hopal dezhañ : « mezvier brein ! mezvier brein ! » a yeas droug ennañ, a daolas e grabanoù war al labous paour, a blantas tro en e c’houzoug, hag a droc’has dezhañ e ganaouenn e ker berr amzer ha lavarout : ouf!

1944
Daveenn : ATST p.8

Job a gerzhas war-du Landremel ; ur penn teñval a oa staget outañ. Soñjit ! edo o vont da lavarout lakaat ar sukr, ar c’hafe, ar chikore war goch ar butun !… N’en doa ket bet a chañs.

1944
Daveenn : ATST p.110

- ...Un eurvad hep e bar [sic, "he far"] eo hini ar re a zo bet dibabet gant Doue da vezañ disrannet diouzh ar bed, evel m'eo bet ho chañs-c'hwi.

1949
Daveenn : SIZH p.41

Chañs am boa bet c'hoazh da gaout ar rummad a oa deut ganeomp eus ar Fernan Vaz, int-i hag a oa dija barrek war ar vicher.

1985
Daveenn : DGBD p63

Gant ar c'hinnig-se a-berzh ar Gomiseriezh Uhel ez eo anavezet talvoudegezh he studioù hag he labour. Reizh eo e soñjfe klask he chañs.

2015
Daveenn : EHPEA p67

Frealziñ a ra ar stoumerien rak digreskiñ a ra feulster an enebourien, ha dre-se ez eus muioc'h a chañs da gaout plijadur o stourm...

2015
Daveenn : DISENT p51

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial