Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Da grediñ eo, sur a-walc'h. Dimezet e oa emichañs, daoust ma ne oa gwalenn ebet war e viz. An avel e oa, emichañs, a rae d'ar vag souzañ. Er c'hogn e oa ur c'hozhiad, an tad emichañs. [1944] Koulskoude, e krede din e oa ar c’hizhier loened fin, mes e pep gouenn e vez kavet, emichañs, loened sotoc’h eget ar re all, hag, e feson, hemañ a oa unan anezho. [1954] Setu pelec'h e teskas emichañs an tu d'aozañ boued aotronez. [1954] Emichañs, ne oa ket torret d'he c'hoant ober ganin un den a iliz, met biskoazh ne fellas dezhi bountañ warnon da gerzhout war tu pe du, ha morse zoken ne zistagas ur ger war ar c'hraf-se. DHS. marteze, moarvat. 2. Dre ast. (e deroù ul lav. prl.) Termen a dalvez kement ha "spi am eus". Emichañs e vo brav hiziv. Emichañs e c'halli dont d'an eured. 3. (e dibenn ul lav., evit disteuler un evezhiadenn) « Diwall, ar gouloù zo ruz ! » - « Me a oar bleinañ, emichañs ! ». HS. evelkent.

Skouerioù istorel : 
30
Kuzhat roll ar skouerioù

'mechañs

1499
Daveenn : LVBCA p141 (idem)

'mechañs

1659
Daveenn : LDJM.1 pg peut estre

'mechañs

1732
Daveenn : GReg pg apparence

emichañs

1732
Daveenn : GReg pg apparence

Na reot ket droug d'ho preur 'mechañs.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg méchañz (vous ne ferez pas mal à votre frère, je suppose).

— Klevet hoc’h eus, emichañs, petra zo c’hoarvezet, en noz tremenet, en Hent Don, war-dro Santez Berc’hed ? — Ya, klevet em eus oc’h eus merzheriet kalz tud dinoaz.

1850
Daveenn : GON.II p.170

mechañs

1850
Daveenn : GON.II.HV pg méchañz (peut-être. probablement. je suppose).

Ganto n'edo al louarn, emichañs, dre 'n abeg / Ne gare ar re vras ha ne oa ket losteg.

1867
Daveenn : MGK p104

Da Lun e rankont bezañ mezv adarre, abalamour ma’z oant bet mezv en dervezh a-raok, mechañs.

1877
Daveenn : EKG.I. p.63-64

Te, mechañs, ac’h eus soñjet e kement-se a-raok dont d’am c’haout ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.216

Pa ouzoc’h zoken e hanv, e tleit gouzout ivez mechañs e pe gorn eus an ti emañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.223

Me a garfe ka[out]t ur re votoù neve[z]. Evel-se a lâre enni hec’h-unan, Maria Gwazioù deus Lannuon. E-lec’h mont da brenañ, e ti ur bot[a]ouer, e kavas [a]ezetoc’h ha gwelloc’h marc’had, emichañs, trokañ he re gozh ouzh re neve[z] an intañvez Damany, hep gouzout da houmañ.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

emichañs

1931
Daveenn : VALL pg apparemment (sans doute)

Goude ma ne vije ket diarvar an evezhiadennoù-se - ha n'int ket, e gwirionez - n'ez eus tra ebet evit bezañ, a priori, a-enep da seurt ledadoù-head kozh, o vezañ ma oa heñvel, emichañs, an hin a rene e-pad ar skornidigezhioù kentwürmek ouzh an hini a oa o ren e-pad ar skornidigezh würmek.

1943
Daveenn : TNKN p35

« Gwelout a ran, Lom. Petra an tanfoeltr eo an dra-se ? Emichañs n’oc’h ket aonik, Lom ? »

1944
Daveenn : ATST p.128

Ar voereb. — « Kendalc’hit ! » Job. — « Gant an istor ? » Ar voereb. — « Istor an teñzor. » Job ha Lom a chomas berr. Ne ouient ket hiroc’h eus istor an teñzor. Klask a rejont un dra bennak da lavarout : emichañs e teuio ar voereb da gousket.

1944
Daveenn : ATST p.47

Koulskoude, e krede din e oa ar c’hizhier loened fin, mes e pep gouenn e vez kavet, emichañs, loened sotoc’h eget ar re all, hag, e feson, hemañ a oa unan anezho.

1944
Daveenn : ATST p.63

— « Marteze e vo satanazet ivez Troboa, Kervetouz, Penn-aod, Pennavern hag ar c’hêrioù all ! » — « O ! emichañs n’eo ket evel ar vosenn ! » — « O ! emichañs n’eo ket evel ar vosenn ! »

1944
Daveenn : ATST p.81

Er c'hogn e oa ur paotr kozh blev gwenn, an tad emichañs.

1944
Daveenn : EURW.1 p38

Ne vezez ket morse o tañsal ar « jota » e « La Zamorrana »? Anaout a rez « La Zamorrana » [']michañs, en tu-all d'ar pont war an Ebro. Dont a ri di ganin.

1949
Daveenn : SIZH p.50

Tonket e oan ’ta, hervez ma krede din, da vezañ un dro bennak ur skrivagner… e galleg, ha bremañ pa ’z oan bachelour penn-kil-ha-troad ’spi am boa, daoust da zienez va zad paour ha Soaz Sapeur, da vezañ, n’eo ket emichañs un Aotrouig kouezhet eus lost ar c’harr, met evel ma lavare rener kloerdi Landreger, « un den a-zoare ».

1954
Daveenn : VAZA p.71

N'eo ket abalamour ma 'z oa douget da wiskañ ar sent, na dre ma plije dezhañ kanañ ar gousperoù e brezhoneg penn-da-benn, met o vezañ ma verve [sic] faltazi, ha marteze fentigell e-leizh en e gokenn, o vezañ ma 'z eo bet un aozer gwerzioù, gwell [gwall] dister emichañs, met da vihanañ un damskeud, ur raktres eus un arzour.

1954
Daveenn : VAZA p.24

Graet o devoa kement-se, emichañs, evit dougen bri d’ar Vikel Vras ha d’an Aotrou 'n Eskob, hag e gwirionez, deut’ oa ganto rak, kerkoulz hag em hini-me, bez’oa, din da welout, levenez e-leizh e kalon an den santel.

1954
Daveenn : VAZA p.34

Rak p'az po graet da dreuz er bed-mañ, ne blijfe ket dit emichañs klevout teodoù fall o vegata : gallout a ra hennezh c'hoari bremañ e Aotrou, goude m'en devoa e dad-laer graet gaou ouzh ur bern tud.

1954
Daveenn : VAZA p.63

Emichañs, ne oa ket torret d'he c'hoant ober ganin un den a iliz, met biskoazh ne fellas dezhi bountañ warnon da gerzhout war tu pe du, ha morse zoken ne zistagas ur ger war ar c'hraf-se.

1954
Daveenn : VAZA p.64

Setu pelec'h e teskas emichañs an tu d'aozañ boued aotrounez.

1954
Daveenn : VAZA p.12

Met eus ar vestl am boa d'evañ / Ne chom, 'mechañs, nep berad ken.

1960
Daveenn : PETO p42

Va faotred, ha ne oant ket c'hoazh boas moarvat da glevout ur seurt c'hwil o voudal en-dro d'o divskouarn, a blegas o fenn, kement hini a oa anezho, o krediñ emichañs edo o vont da stekiñ outo.

1985
Daveenn : DGBD p56

"Emichañs emañ ar gwir ganeoc'h", a lavaras en diwezh ; hag e savas.

2012
Daveenn : DJHMH p34

"Herr labour zo warni moarvat." "Emichañs." Tevel a ra un herradig ha sellout ouzhin.

2015
Daveenn : EHPEA p29

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial