Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
4
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
57
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. 1. Drailhañ ha flastrañ (udb.) gant an dent, dre lusk ar c'harvanoù. Chaokat kig, bara. Chaokat butun. 2. Ent krenn, pemdez Debriñ. Peadra zo er gêr da chaokat. & (impl. da ak.) Ned a ket fall an evañ ganeoc'h ; n'oc'h ket ken kreñv war ar chaokat : n'oc'h ket ken kreñv evit debriñ. Gant dent fall, ar chaokat a vez fall. 3. Trl. skeud. Chaokat mizer : bevañ en dienez. Re vaget eo lod eus an dud ha n'ouzont ket petra eo chaokat mizer. B. Dre skeud. 1. Trl. Chaokat e c'herioù : distagañ e gomzoù en doare ma vez diaes o c'hompren. 2. Komz ur yezh. Chaokat fall a ra galleg ha brezhoneg. 3. Trl. Chaokat e c'henoù : grozmolat. Pa vez en e benn fall e chaok e c'henoù. & Chaokat e ivinoù : bezañ nec'het. Hennezh zo o chaokat e ivinoù ouzh he gortoz da zont. & Chaokat e bater : gouerouzat. C. Dre skeud. 1. Droukkomz eus udb., ub. Ar re ne ouzont nemet chaokat pep labour graet gant ar re all. Chaokat evel-se tud a-feson ! 2. Chaokat brud ub. : e zivrudañ. Hag Elen da chaokat brud Rozali par ma c'hall. HS. dispenn. II. V.k.d. 1. Chaokat war udb. : e zebriñ. En ur chaokat gwashoc'h c'hoazh war e grampouezh. Ar bempvet krampouezhenn emañ bremañ o chaokat warni. 2. Dre skeud. Chaokat a-enep ub., udb. : droukkomz anezhañ. Ar gazetenn ne ehan ket a chaokat a-enep ar veleien. III. V.g. 1. Komz kalz hep degas nemeur a draoù. Ar big ne baouez ket da chaokat. 2. Trl. Chaokat goullo : bezañ hep kaout peadra da zebriñ. Naon du zo deuet din o chaokat goullo abaoe ar mintin-mañ. IV. V. rag. EN EM CHAOKAT. A. V. em. 1. Klemm gant c'hwervoni. Hennezh en em chaok. 2. Nec'hiñ. N'a ket d'en em chaokat 'ta ! B. V. kenem. Gourdrouz an eil egile. Gouzout a rae ne veze ket trec'h p'en em chaokent, e wreg hag eñ. DHS. (en em) chikanañ.

Exemples historiques : 
20
Masquer la liste des exemples

chaokat

1659
Référence : LDJM.1 pg mascher

chaokat

1659
Référence : LDJM.1 pg choquat

an dra-se a zo kalet da chaokañ

1850
Référence : GON.II pg chaoka

chagiñ

1850
Référence : GON.II pg chagein, chaoka

chaokañ

1850
Référence : GON.II pg chagein, chaoka, chaokérez, choka

chaoket

1850
Référence : GON.II pg chaoka

chaokañ

1850
Référence : GON.II pg chaoka, choka

Ne baoueze ket [ar big] da chaokat / Ha da lavaret : -Boed din, boed ! / Boed da Vargod en he c'haoued !- / Hag anez kaout da gorfata / Beg Margod a voa ar frankañ.

1867
Référence : MGK p21-22

Mad a ra, a gav din. Rak bezañ er frankiz, digabestr ha dishual, chaokat kaol pe banez, evel ur penn-chatal, zo gwell eget dibriñ kilheien diouzh ar ber, ha bezañ pennasket etre peder voger.

1867
Référence : MGK p9

E-touez ann ejened a c'haoge [sic, chaoge] sioul o zamm, / Neuze, un ejen kamm / Lavaras evel-henn : — « Mat ar stal betek-henn, / Siwazh ! ar gwashañ zo / Eo al lagadeg brasz : n'en deus ket graet e dro ; / 'Vidout em beus aon na deufe.

1867
Référence : MGK p43

« Pa reas marc'had ouzhin e kavas din gwelet / E oa un tamm brizhdiot, e oa, dioc'h e glevet, / Ne 'c'h ouzon a be vro ; rak chaokat fall a rae / Galleg ha brezhoneg, heñvel oc'h ur gozh vrae »

1867
Référence : MGK p91

Hag ar C’houil kregiñ en e benn-bazh. Mat a reas, rak an den gwenn a deu war-eeun war-zu ennañ ; chaokat a ra ur ger bennak, mes, pe oa hanterskornet gant ar riv, teod Loull ar Bouc’h, en e c’hinou, pe skiant ar C’houil a oa trec’het gant ar spont ; ar pezh a zo gwir eo hini anezho ne ouie petra a c’hoantae egile.

1877
Référence : EKG.I. p.132-133

chaokat

1909
Référence : BROU p. 387

chaogiñ

1931
Référence : VALL pg bavarder

chaokat gerioù

1931
Référence : VALL pg articuler (péniblement)

jaogiñ

1931
Référence : VALL pg bavarder

War leurgêr ar vilajenn e oa bet plantet pevar maen-hir… paper chaket [sic].

1944
Référence : EURW.1 p.151

D'ur mare e oamp un tri c'hardeur bennak ouzh e c'hedal en ur ge[ê]riadenn en ur chaokat korz-sukr a-barzh ma voe gwelet o tont, mallozhioù gantañ war e zougerien.

1985
Référence : DGBD p36

Klasket em eus chaokat greun kumin, e soñj eus ar banne vodka en doa ma saveteet, tra d'ober, ouzhpenn-se n'eo ket atav e veze had kumin ganin em chakod, greun tro-heol a veze aliesoc'h war-hed ma dorn, met ar re-se ne raent netra, nemet ober din lartaat.

1992
Référence : EAZB p. 57

Chom a ran da c'hortoz ouzh ar gouleier neuze en ur chaokat ma ivinoù betek ma c'hellan treuziñ bali Amalias en arouar ha tizhout an tu all.

2015
Référence : EHPEA p181

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux