chaoket
Hag ar C’houil kregiñ en e benn-bazh. Mat a reas, rak an den gwenn a deu war-eeun war-zu ennañ ; chaokat a ra ur ger bennak, mes, pe oa hanterskornet gant ar riv, teod Loull ar Bouc’h, en e c’hinou, pe skiant ar C’houil a oa trec’het gant ar spont ; ar pezh a zo gwir eo hini anezho ne ouie petra a c’hoantae egile.
Dont a reas d'e dro war vourzh ar C'hleber besadmiral Haiti hag ouzh e heul pennrener e strollad-gourc'hemenn, ur pikol pezh morian gant un tog chasgeu war e gokenn, hag eñ fardet gant Doue 'oar pet galoñs ha klaoutenn hanter weñvet an aour anezho, ha chaokat didruez a rae ar ramz en ur skopañ druz a bep eil kammed ma rae war ar pont.
Ar peurliesañ, ne ouie ket ar sonerien e pe stumm diverrañ o amzer : hemañ a glaske ober yalc’h dre droc’hañ blev ha lemel barv, henhont a droe war ar vicher gere pe gemener, met an darn vuiañ, dreist-holl ar re goshañ, ne raent nemet morvitellat, pe chaokat ha butunat dibaouez en ur drailhañ kaojoù a bep sort, re gamm ha re dort, dic’horzailhet ganto kant ha mil gwech.
D'ur mare e oamp un tri c'hardeur bennak ouzh e c'hedal en ur ge[ê]riadenn en ur chaokat korz-sukr a-barzh ma voe gwelet o tont, mallozhioù gantañ war e zougerien.
Klasket em eus chaokat greun kumin, e soñj eus ar banne vodka en doa ma saveteet, tra d'ober, ouzhpenn-se n'eo ket atav e veze had kumin ganin em chakod, greun tro-heol a veze aliesoc'h war-hed ma dorn, met ar re-se ne raent netra, nemet ober din lartaat.
Chom a ran da c'hortoz ouzh ar gouleier neuze en ur chaokat ma ivinoù betek ma c'hellan treuziñ bali Amalias en arouar ha tizhout an tu all.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
chaokell