Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Obererezh chaokat. & (impl. da stn.) Butun chaok : butun da chaokat. 2. Komzoù. Chaok a vefe diwar hor penn. [1877] Klevet a-walc’h a rae trouz ar fuzuilhoù ha chaok ar soudarded [...]. & Trl. Lezel e chaok : tevel. [1878] Lez da chaok, eme ar c’habiten, ha lavar deomp hag ar re-mañ eo ar re ac’h eus diskuliet deomp. & (impl. da anv unan) Doare komzoù. Ur chaok hag ur cholori ken skiltrus ha youc'herezh paotred ar Sabad. DHS. babouz, brozenn, fistilh, flap, gwrac'herezh, storlok.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Klevet a-walc’h a rae trouz ar fuzuilhoù ha chaok ar soudarded ; mes petra a rae an traoù-se dezhi ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.194

Antronoz vintin, da beder eur, oa chaok ha glabous dre vourk Plougerne. Petra a yoa ’ta a nevez ? N’oa netra a nevez nemet m’oa deuet, en dro-mañ, ur strollad mat a soudarded da Blougerne.

1877
Daveenn : EKG.I. p.234

— Lez da chaok, eme ar c’habiten, ha lavar deomp hag ar re-mañ eo ar re ac’h eus diskuliet deomp.

1878
Daveenn : EKG.II p.168

chaok

1909
Daveenn : BROU p. 387 (mastication; action de machonner, de murmurer entre les dents)

chaok

1931
Daveenn : VALL pg babil

chaok

1931
Daveenn : VALL pg bavardage

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial