Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

Ar wech-mañ ’vat ne golljen nozelenn ebet ha den ne gavje tu da ginnig toupennoù ruz pe lietennoù da goantennoù kêr, rak re nebeut amzer ’oa tremenet abaoe lazhadeg miz Genver, an deiz ma reas an Duk-Meur Wladimir Wladimirovitch, eontr an Impalaer, tennañ war vicherourien Sankt-Peterburg a felle dezho klemm d’e niz ouzh o dienez hag ar stad truezus a-walc’h ma vevent enni.

1954
Référence : VAZA p.157

Ne oa ket peursavet Fallières war bont ar Verite goude e weladenn gentañ d’ar Standart ma teuas d’e dro davedomp an Impalaer hag e wreg, un Itron gaer-dreist met allas ur beg faeüs anezhi, ha kerse ’oa ganimp o vezañ n’hor boa spi ebet da barañ hor selloù war an Tzarevitch, Aleksiz Nikolaievitch vihan, hag an Dukezed-Meur, e c’hoarezed.

1954
Référence : VAZA p.158

An deiz war-lerc’h, bez’ voe war vourzh hol lestr ur sonadeg eus ar c’haerañ : lakaet e voemp bet e stumm ur pikol houarn marc’h e-keñver da Fallières ha da Nikolaz Aleksandrovitch, hag un tammig en adreñv dezho un torkad Duked-Veur ha jeneraled.

1954
Référence : VAZA p.158

L'Office public de la langue bretonne