Ar wech-mañ ’vat ne golljen nozelenn ebet ha den ne gavje tu da ginnig toupennoù ruz pe lietennoù da goantennoù kêr, rak re nebeut amzer ’oa tremenet abaoe lazhadeg miz Genver, an deiz ma reas an Duk-Meur Wladimir Wladimirovitch, eontr an Impalaer, tennañ war vicherourien Sankt-Peterburg a felle dezho klemm d’e niz ouzh o dienez hag ar stad truezus a-walc’h ma vevent enni.
Ne oa ket peursavet Fallières war bont ar Verite goude e weladenn gentañ d’ar Standart ma teuas d’e dro davedomp an Impalaer hag e wreg, un Itron gaer-dreist met allas ur beg faeüs anezhi, ha kerse ’oa ganimp o vezañ n’hor boa spi ebet da barañ hor selloù war an Tzarevitch, Aleksiz Nikolaievitch vihan, hag an Dukezed-Meur, e c’hoarezed.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dulad