1. [1732, 1850, 1867, 1898, 1944, 1980, 1985] Den a chase loened evit o fakañ pe o lazhañ.
[1732] Chaseer. [1732] Chaseerien. [1732] Chaseour.
[1850] Chaseour. [1850] Chasour. [1850] Chaser. [1850] Chaseer. [1850] Chaseerien.
[1867] Ar vaot zo dastumet e sac'h ar chaseer. [1867] Evit ur chaseer, ne oa ket fall an dervezh / Kaout ur c'harv hag ur garvez.
[1898] Ul louarn dispar a zo bet tapet gant chaserien Kerborzh. [1898] Chañs vat d'ar chaserien da dapout anezhe, ar c'hentañ ar gwellañ.
[1944] An aotrou Brunner avat a rede noz-deiz dre ar skol, evel ur chaseour war-lerc'h ar c'had, o klask tapout unan bennak e fazi.
[1985] Pa vez chaseourien o paol[l]eviat en o c'hayakoù, war ar mor sioul, e teu dezho chom a-sav alies, ha sked trellus an heol a vez distaolet en o daoulagad evel gant ur melezour. [1985] Ac'hano eo e teu ar pep brasañ eus al legumaj a vez ezhomm anezho evit ar gegin ; kig ha pesked avat a zeu diwar labour chaseerien pe besketerien gopret gant hor c'hompagnunezh.
HS. hemolc'her.
2. Dre heveleb.
[1944] Den a glask kavout pe adkavout udb.
[1944] Arvarus e oa e kavjen-me netra goude ur « chaseour-dornskridoù » ken fri-lemm ha Frañsez Vallée.
DHS. dastumer, enklasker, imbourc'her
HS. furcher
&
Trl.
PEMDEZ
[1980] Chaseour skeudennoù : luc'hskeudenner.
[1980] Be[z]' vo din, a soñj ar chaseour skeudennoù
Référence :
GON.II.HV
pg chaséer (chasseur, celui qui chasse ou qui aime à chasser ; giboyeur)
chasour
1850
Référence :
GON.II.HV
pg chaséer (chasseur, celui qui chasse ou qui aime à chasser ; giboyeur. en Corn. chaséour et chasour), chasour (voyez "chaser" [sic]).
chaseerien
chaséerien
1850
Référence :
GON.II.HV
pg chaséer (chasseur, celui qui chasse ou qui aime à chasser ; giboyeur. Pl.)
chaseour
chaséour
1850
Référence :
GON.II
pg chaséer (chasseur, celui qui chasse ou qui aime à chasser ; giboyeur. en Corn. chaséour et chasour).
Ar chaseer o tont, o welet an disgri, / A lavar gant skañvbenn : — « Piv en deus va laeret ? »
Ar chaseer o tont, o welet ann disgri, / A lavar gant skanbenn : — « Piou en deuz va laeret ? »
1867
Référence :
MGK
p48
Ar vaot zo dastumet e sac'h ar chaseer.
1867
Référence :
MGK
p48
Gant ur chaseer[,] skoet marv, / Ur c'harv / Hag ur garvez en e gichen, / Pilet o-daou en ur dremen, / A oa eno war al leton / Pleget o fenn, mik o c'halon.
Gant eur chaseer skoet maro, / Eur c'haro / Hag eur garvez enn he gichen, / Pilet ho daou enn eur dremen, / A voa eno war al letoun / Pleget ho fenn, mik ho c'haloun.
1867
Référence :
MGK
p96-97
Evit ur chaseer ne oa fall an dervezh / Kaout ur c'harv hag ur garvez.
Evit eur chaseer ne voa fall ann dervez / Kaout eur c'haro hag eur garvez.
1867
Référence :
MGK
p97
Marteze an tennoù fuzuilh a denne ar chaseerien a zigase da soñj dezhañ eus a verzherenti e genvreudeur.
Marteze an tennou fuzil a denne ar chaseerien a zigase da sonj d’ezhan euz a verzerenti he genvreudeur.
1877
Référence :
EKG.I.
p.55
Hogen Yann Pennorz n’en deus ket a c’hoant da vezañ diskaret eus a veg tour Berven evel ma tiskar ar chaseer ar vran-louet eus a veg ar wezenn-faou.
Hogen Ian Pennors n’en deuz ket a c’hoant da veza diskaret euz a vek tour Berven evel ma tiskar ar chaseer ar vran louet euz a vek ar vezen fao.
1878
Référence :
EKG.II
p.126
Ul louarn dispar a zo bet tapet gant chaserien Kerborzh. Be[z]añ zo c’hoazh un toullad ane[zhe] ‘barzh ar c’harter, war a lârer. Chañs vat d’ar chaserien da dapout ane[zhe], ar c’henta[ñ] ar gwella[ñ].
Eul louarn dispar a zo bet tapet gant chaserien Kerbors. Bean zo c’hoaz eun toullad ané ‘barz ar c’harter, war a larer. Chanz vad d’ar chaserien da dapout ané, ar c’henta ar gwella.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
Daoust da doull an nor bezañ hanter zismantret abaoe keid-all, ha bezañ kuzhet mat gant ar spern hag an drez, an hini a garfe furchal, a gavfe c’hoazh al liv anezhañ ; ha, me ’zo sur, a-benn disul all, ouzhpenn ur chaseour kurius a yelo di da welout.
Daoust da doull an nor bezañ hanterzismantret abaoe keid-all, ha bezañ kuzhet mat gant ar spern hag an drez, an hini a garfe furchal, a gavfe c’hoazh al liv anezhañ ; ha, me ’zo sur, a-benn disul all, ouzhpenn ur chaseour kurius a yelo di da welout.
1944
Référence :
ATST
p.44-45
— « Ar chase a zo digor, Job, abaoe disul ; gouzout a rit ? » Job ha Lom a savas eus o foz dañjerus. En hent, daou chaseour a dremenas.
1944
Référence :
ATST
p.78
An aotrou Brunner avat a rede noz-deiz dre ar skol, evel ur chaseour war-lerc'h ar c'had, o klask tapout unan bennak e fazi.
An Aotrou Brunner avat a rede noz-deiz dre ar Skol, evel eur chaseour war-lerc'h ar c'had, o klask tapout unan bennak e fazi.
1944
Référence :
EURW.1
p50
Arvarus e oa e kavjen-me netra goude ur « chaseour-dornskridoù » ken fri-lemm ha Frañsez Vallée.
Arvarus e oa e kavjen-me netra goude eur « chaseour-dournskridou » ken frilemm ha Frañsez Vallée.
1944
Référence :
EURW.1
p.93
Be' vo din, a soñj ar chaseour skeudennoù
1980
Référence :
BREM
Niv. 1, p. 3
Ac'hano eo e teu ar pep brasañ eus al legumaj a vez ezhomm anezho evit ar gegin ; kig ha pesked avat a zeu diwar labour chaseerien pe besketerien[sic] gopret gant hor c'hompagnunezh.
1985
Référence :
DGBD
p42
Pa vez chaseourien o paol[l]eviat en o c'hayakoù, war ar mor sioul, e teu dezho chom a-sav alies, ha sked trellus an heol a vez distaolet en o daoulagad evel gant ur melezour.