1. Bomm mouezh taolet gant ur c'holen ki peur c'hi o chilpat.
HS. harzhadenn.
2. Bomm mouezh taolet gant ul louarn.
Chilpadennoù skiltrus al lem o c'hedona.
Ne vije ket bet ret bezañ kement-se war evezh, rak ne voe klevet netra nemet chilpadenn skiltrus al louarn o redet war-lerc’h ar c’had pe al lapin, hag hopadenn kañvaouus ar gaouenn war-dro maner Kervengi.
Ne viche ket bet red beza kement-se var evez, rak ne oue klevet netra nemed chilpadenn skiltruz al louarn o reded varlerc’h ar c’had pe al lapin, hag houpadenn kanvaouuz ar gaouenn var dro maner Kermenguy
1878
Référence :
EKG.II
p.11-12
Lakait war se ar vouezh putañ, trenkañ, a zo tu da glevout ; ur gomz tagnous, rok, evel ur chilpadenn ; setu eno poltred ar barzh brudet, a zalc’he d’an ampoent banniel ar Werz vrezhonek, an uhelañ.
Lakait war se ar vouez puta, trenka, a zo tu da glevout ; eur gomz tagnous, rok, evel eur chilpadenn ; setu eno poltred ar barz brudet, a zalc’he d’an ampoent banniel ar Werz vrezonek, an uhela.