Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. H.b. (e prezeg an Iliz katolik dh.) 1. Doug, tech da gaout c'hoant. Ar c'hoantegezh a sank an dud en un islonk a fallagriezh. 2. Ent strizh Doug d'ar c'hoant revel. Sellet ouzh ur vaouez gant c'hoantegezh. II. B. (e prezeg an Iliz katolik dh.) 1. Santad fall a ro c'hoant da gaout tra pe dra. Dizoloet e vo holl c'hoantegezhioù e galon. 2. C'hoantegezhioù (fall) : santad a ro c'hoant da gaout darempredoù rev gant ub. En em lezel da vont d'ar c'hoantegezhioù fall.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

c'hoantegezh da ziskiñ, da sentiñ

1732
Référence : GReg pg docilité

c'hoantegezh

1850
Référence : GON.II.HV pg c'hoañtégez, c'hoañtidigez

Ar re-se [a] oa an dud o doa c’hoant d’en em ruilh er pec’hedoù hudur ha da heuliañ c’hoantegezhioù fall o c’halon, pe d’en em binvidikaat diwar-goust an ilizoù, ar c’houentoù hag an noblañsoù, en u[l] laerezh o leveoù, pe en ur ober an neuz d’o frenañ en ur baeañ anezho an dekved, da hirañ, eus ar pezh a dalvezent.

1877
Référence : EKG.I. p.43-44

Hilliget e voe, eta, c’hoantegezhioù an divroidi gant niver bras ar maouezed yaouank e bagad an Alc’houeder ha gant ar c’haerder anezho.

1923
Référence : SKET p.101

Hag e fell deoc’h penaos ur bugel evel Bilzig, ur paotrig dibreder, a vefe evit harzañ ouzh e c’hoantegezhioù, ouzh e sioù, ouzh e dechoù pe ouzh e heugennoù.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

— Brav [e] vo du-hont, war an traezh, c’hoari gant ar re all ! a c’hwezhe dezhañ, en e skouarn, huanadenn ar c’hoantegezh.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

Ar wezenn dilh, gwezenn binniget, dindani pet rummad a dud o devoa [laosket] o soñjoù da vale, da gerzhet, da redek, da nijal a-dreuz broioù burzhudus o c’hoantegezh steuet gante war o spered, en o c’halon, evel ar gwiad-kevnid war ar bod lann dindan glizhenn lugernus ur vintinvezh.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

Laouen-meurbet Janedig : seblantout a rae dezhi penaos e oa bet krouet ha ganet evit bezañ pinvidik, evit azezañ eus [ouzh] taol gant ar markizezed, evit debriñ meuzioù aozet gant ur mestr-keginer, evit bezañ servijet en pladoù arc’hant gant mitizhien aketus, soupl a gorf hag a spered evit ober he holl c’hoantegezhioù.

1925
Référence : BILZ2 p.152

c'hoantegezhioù

1931
Référence : VALL pg (des) appétit(s ; en mauv. part)

c'hoantegezh

1931
Référence : VALL pg ambition, avidité

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux