Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
3
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
57
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.g. I. (db. an darvoudoù) 1. Dont da wir. An droug a c'hoarvez buan. An eneb eo a c'hoarvez. Petra zo c'hoarvezet amañ ? Petra a c'hoarvez etrezoc'h ? C'hoarvezout a ra e vez fall ar gwin. & Trl. C'hoarvezet a c'hoarvezo, c'hoarvezet pe c'hoarvezo : ne vern petra a c'hoarvezo. 2. (gant un ak.) C'HOARVEZOUT GANT UB. : dont da wir e buhez ub. Tro e vreur a c'hoarvezas gantañ. HS. degouezhout, erruout. & Petra a c'hoarvez gantañ ? : petra zo abeg d'e emzalc'h ? 3. (dirak un av.) C'HOARVEZOUT DA, GANT UB. : dont da vezañ el lec'h da ober udb., da gaout udb., h.a. C'hoarvezout a ray dezhañ lavaret an dra-se hep gouzout dezhañ un deiz pe zeiz. C'hoarvezet e oa gantañ gouelañ. HS. degouezhout. II. 1. (db. elfennoù ar strolladoù, an teskadoù) C'HOARVEZOUT A, EUS : bezañ graet gant. Ar bagad-se a c'hoarveze a zaou vil den. Kement-se a c'hoarvez a zaou dra. Pep poelladenn a c'hoarvez eus ur gartenn hag ur pennad skrid. 2. C'HOARVEZOUT E : bezañ graet gant. Ar menezioù-se a c'hoarvez e div steudad.

Exemples historiques : 
73
Masquer la liste des exemples

c'hoarvout

1499
Référence : LVBCA p47 (auenir)

c'hoarvezout a ra

1659
Référence : LDJM.1 pg arriuer

c'hoariout

1659
Référence : LDJM.1 pg oariout

c'hoarvezout

1659
Référence : LDJM.1 pg aduenir, arriuer

ar pezh a c'hoari alies a wech

1732
Référence : GReg pg frequent-e

c'hoarvezout a ra penaos…

1732
Référence : GReg pg (s')agir

ma c'hoarvez ganin mervel

1732
Référence : GReg avenir (s'il avient que je meure)

ac'hano e c'hoare, penaos

1732
Référence : GReg pg (il s') ensuit (de là, que)

en abeg deoc'h eo c'hoarvezet an droug-se

1732
Référence : GReg pg (vous avez été la) cause (de ce mal)

c'hoarvezet

1732
Référence : GReg pg (s')agir, arriver (par hasard), avenir

ma c'hoarvez ganen mervel

1732
Référence : GReg avenir (s'il avient que je meure)

Ar profed Gwinklan, ginidik eus a gontaj Goueloù, en devoa diouganet e-tro - evel ma lavar e-unan - ar bloaz daou-c'hant ha daou-ugent goude ginivelezh hon Salver, kement cheñchamant, ha kement tra a zo bet c'hoarvezet abaoe, e Breizh-Arvorig hag e Breizh-Veur.

1732
Référence : GReg pg Guinclan (Guinclan (dont j'ai vû les prédictions en rimes bretonnes à l'Abbaïe de Landevenecq entre les mains du R. P. Dom Loüis le Pelletier.) étoit natif de la Comte de Goëlo en Bretagne Armorique, & predît environ l'an de grace 240 (comme il dit lui même.) ce qui est arrivé dans les deux Bretagnes.)

ar pezh a c'hoare peurliesañ

1732
Référence : GReg pg frequent-e

c'hoarvezout

1732
Référence : GReg pg (s')agir, arriver (par hasard), avenir (arriver, parlant de l'évenement que les choses peuvent avoir)

c'hoarvezout

1850
Référence : GON.II pg darvézout, darvout, c'hoarvézout, c'hoarvout

en amzer-se e c'hoarvezas un naonegezh vras

1850
Référence : GON.II pg enn

En amzer ur barner, pa c’hourc’hemenne ar varnerien, c’hoarvezas naonegezh er vro.

1850
Référence : GON.II p.97, Buez Ruth.

c'hoarvezout

1850
Référence : GON.II pg c'hoarvézout, c'hoarvout

petra a c'hoarvez ?

1850
Référence : GON.II.HV pg c'hoarvézout

ma c'hoarvez kement-se, ez in kuit

1850
Référence : GON.II pg c'hoarvézout

c'hoarvezet

1850
Référence : GON.II pg c'hoarvézout

Kement en deus diouganet a zo c'hoarvezet.

1850
Référence : GON.II pg diougani (Tout ce qu'il a prophétisé est arrivé).

'Dal ma tavas, al laboused, skuizh-marv holl ouzh he c'hlevet, en em lakaas da fistilhañ, evel gwechall tud kêr Droja, pa deue Kasañdr d'o aliañ. Ganto, gant ar re-mañ siwazh ! Hevelep tro a c'hoarvezas. Nouspet labous a voe paket, lod kaouedet, lod all krouget.

1867
Référence : MGK p16

Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignouned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed. Er skridoù e welomp pa c'hoarvez gwalleurioù, E klasker evel-se outo pep seurt louzoù. Kavet eo hon hini, n'hor beus nemet gwelet Piv ac'hanomp bremañ en deus gwashañ pec'hed."

1867
Référence : MGK p24

Evel-se a c'hoarvez, ar re furañ eo a vez tizhet gwellañ gant ar merc'hed, evit deskiñ dezho n'en deus den na fazi.

1867
Référence : MGK p60

Ned eo ket kefiadañ ganto a c'hoarvezas / Nag ivez gant an heiz, ar gwinizh a hadas.

1867
Référence : MGK p90

Gant aon n'ho pe-c'hwi droug, droug a c'hell c'hoarvezout, / N'em bo mui da'm magañ nemet daeloù, hirvoud.

1867
Référence : MGK p18

E Montroulez e voe c’hoant diskar iliz Itron-Varia-ar-Vur, abalamour ma’z oa an iliz brudetañ eus a gêr dre ar mirakloù a c’hoarveze enni.

1877
Référence : EKG.I. p.156

Madoù ar c'houenchoù ha madoù an noblañs a c’hoarvezas ganto ar memes tro.

1877
Référence : EKG.I. p.3

Gwazed Kermabrouz a oa er park o labourat. Pa deujont d’o merenn, Mari-Jann a gontas dezho ar pezh a oa c’hoarvezet diouzh ar mintin.

1877
Référence : EKG.I. p.150

Gant an Aotrou Le Mintier de Saint-Andre e c’hoarvezas ar memes tra evel gant an Aotrou de la Marche.

1877
Référence : EKG.I. p.25

Pehini ac'hanoc'h, ma lennerien, en ur lakaat an tan war un alumetezenn, d'an noz, er devalijenn, na'n neus ket gwelet, o sevel diwar e voest chimikez, evel ur vogedenn lugernus ?... Se a c'hoarvez peurvuiañ pa ve[z] gleb an amzer ha mouest an alumetez.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Ar re-se e voe kentañ tropelloù mab-den. Ha setu amañ a be loened e c’hoarveze tropelloù Selvanos, seizhvet mab Manos : ar c’hi-gouez (kû), ar bleiz (bledios), al louarn (lovernos), ar broc’h (brokkos), marc’h gouez ar c’hoadoù, an ejen-meur (uros), an ejen moueek (visontos), an ejen hirdal, ar c’harv (karvos), ar c’harv-meur (alkis), an demm (danios), ar yourc’h (iorkos), an arzh (artos), an tourc’h-gouez, ar c’havr (gabros), ar maout-tourc’h (multos), an avank, ar c’had, an alarc’h, ar waz, an houad, ar yar, ar c’hilhog-gouez, ar c’haran (garanoz), ar c’hwibon, ar vran (branos), an erer, ar gup, ar falc’hun, an naer (natir), ar vaot.

1923
Référence : SKET p.55

Derkeia a welas petra a oa o c’hoarvezout.

1923
Référence : SKET p.111

Ar bagad-se a c’hoarveze a bevarzek mil penn, kement-ha-kement eus an div reizh den, da lavarout eo seizh mil paotr ha seizh mil plac’h yaouank a oa bet, hervez ar c’hiz emaon o paouez menegiñ, unanet dre lidoù d’o c’heneiled gant o c’herent e frankizennoù ar vro-Wenn, e deiz kentañ an nevez-amzer.

1923
Référence : SKET p.93-94

Tennet e vez karantez an doueed dalc’hmat dre ur vuhez leun a c’hlanded, a eeunded, a gadarnded, hag an neb a vez karet gand an doueed, an neb a vez gwarezet ha skoazellet ganto, a betra en defe dienez ? N’eus dienez ebet evitañ, pa c’hoarvez dezhañ pep tra e kentel !

1923
Référence : SKET p.75

Evit Manos ha Bena, e oar an holl petra a c’hoarvezas ganto.

1923
Référence : SKET p.41

En hevelep doare, Bena, pa c’hoarveze dezhi un enebiezh bennak, a heje kudennoù he fennad-blev melen, a rae un huanadenn, a stoke he dorn ouzh he zal, evel evit e beurzivorenniñ hag, o treiñ ouzh Manos, a selle outañ hag a vousc’hoarzhe.

1923
Référence : SKET p.44

Gwel an div ounner dilezet, ar raoskl flac’het, roudoù ar stourmadenn er riblennad a roas da anaout dezho petra a oa c’hoarvezet.

1923
Référence : SKET p.135

Ha bremañ, setu, e berr gomzoù, ar pezh a c’hoarvezas gant ar re a oa bet kiriek da wallreuz teir merc’h Matidonnos.

1923
Référence : SKET p.117

Er c’hornog, tremenvan an heol eo a c’hoarveze er c’hoadoù.

1924
Référence : SKET.II p.43

Aet int o div d’ar presbital. Tok ! tok ! war an nor, hag ar garabasenn da zigeriñ. — Petra a c’hoarvez ganeoc’h, Marc’harid ?… Petra a fell d’eoc’h ?… — Er gêr emañ an aotrou person, Frañseza ?

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Ar garabasenn, distro eus ’tal al lenn, a [z]euas da gaout he aotrounez : — Petra ’zo c’hoarvezet, Frañseza ? — Al laer ! al laer ! aotrou person.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.866 (Miz Meurzh 1924)

— Jezuz ! petra ’zo c’hoarvezet ganeoc’h-hu ?

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

— Aotrou kure ! aotrou kure ! — Petra, mabig, petra a c’hoarvez ganit ?

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1024 (Gouere-Eost 1924)

selaouit a c'hoarvezas

1927
Référence : GERI.Ern pg a

selaouit a c'hoarvezas

1927
Référence : GERI.Ern pg a4 (écoutez ce qui arriva)

petra a c'hoarvez gantañ ?

1931
Référence : VALL pg arriver, avoir

petra a c'hoarvez etrezoc'h ?

1931
Référence : VALL pg agir (de quoi s'agit-il entre vous)

c'hoarvezout gant

1931
Référence : VALL pg (arriver par) accident

c'hoarvezout da

1931
Référence : VALL pg (arriver par) accident

c'hoarvezout

1931
Référence : VALL pg arriver

c'hoarvezet a c'hoarvezo

1931
Référence : VALL pg advenir (advienne que pourra, quoi qu'il advienne), arriver

c'hoarvezet a c'hoarvezje

1931
Référence : VALL pg advenir (advienne que pourra, quoi qu'il advienne)

c'hoarvezet a c'hoarvezfe

1931
Référence : VALL pg advenir (advienne que pourra, quoi qu'il advienne)

— Uchekon ! paotr. A belec’h e teuez-te ? — Eus a Berroz, mamm. — A Berroz ?… Petra a zo bet c’hoarvezet gant ar Vran ?

1931
Référence : VALL p.175-176

petra a c'hoarvez ganeoc'h ?

1931
Référence : VALL pg agir (de quoi s'agit-il pour vous)

Bez' e lavared ne veze ket a grignerezh dindan ar mor, en enep d'ar pezh a c'hoarvez war an douar : e-tal an aodoù e veze gouest marteze ar froudoù-mor da gleuzañ ; en tu-hont da gant metr donder, avat, ne vije ket evit kas da benn ur seurt labour.

1943
Référence : TNKN p11

Me, petra bennak ma'z on disfizius ouzh an traoù dreistnatur pa n'o c'homprenan ket, a gred e c'hall burzhudoù c'hoarvezout gant an dud o deus feiz a-walc'h.

1944
Référence : EURW.1 p77

An den a lavaras ! — « Hola ! paotred, petra ’c’hoarvez ? » Petra c’hoarvezas ?

1944
Référence : ATST p.130

« Chesus ["Chezuz"] ! emezañ, ur gwalleur a zo c’hoarvezet ! Lom a zo o veuziñ !… »

1944
Référence : ATST p.108

— « Petra ’c’hoarvez ganeoc’h hiziv, paotred trist ? »

1944
Référence : ATST p.29

N'oar ket petra a c'hoarvez gantañ.

1949
Référence : SIZH p.39

- Pitiaoul a zo c'hoarvezet ganeoc'h ? a c'houlennas, ur wech bennak, ar breur Alano digant e geneil e-pad ar studi vintin.

1949
Référence : SIZH p.61

Ma c'hoarvezfe ganti mont re bell... A-walc'h !... Vade retro, Satanas !..

1949
Référence : SIZH p.49

Gwashoc'hik e c'hoarvezas, e-pad ar studiadenn a nav eur

1949
Référence : SIZH p.40

Ha ma c'hoarvezas diskoulm fall, / Din na damallit kement all.

1960
Référence : PETO p75

Souezhus ar c'hemm a c'hell c'hoarvezout adarre gant ar mor ur wech ma vezer aet e-biou d'ar beg-douar-se : e pleg-mor Biskaya hor boa bet tro da welout houlennoù ledan o vont war o gorregezh en ur c'hoari gant al lestr, etre beg Finisterre hag hini Sant Visant mor brizhc'hlas drailhet evel ma c'heller kaout en-dro da Vreizh.

1985
Référence : DGBD p12

Ur wech, e-ser kantren en doare-se, e c'hoarvezas ganto emgavout en ur vanell, en ur c'harter kenwerzhel eus London.

2012
Référence : DJHMH p10

Da skouer e c'hoarvezas kement-mañ [dastum roudoù bizied ha TDN gant ar polis] goude falc'hadeg ur parkad OGK er Maine-et-Loire e miz Gwengolo 2000 : boulc'het e oa bet un enklask TDN diwar un nebeud takennoù gwad adkavet e-barzh ur park...

2015
Référence : DISENT p137

Ma c'hoarvezfe ganeoc'h kavout un enebour hag a zalc'hfe da nac'h komz ouzhoc'h e vefe gwasket gant e genseurted, e genlabourerien, an dud a-us dezhañ, ha kement zo...

2015
Référence : DISENT p106

Ha faltaziañ a c'hellit ar pezh a c'hoarvezje e Bro-Saoz ma vije gwastet eno Trafalguar Square pe Oxford Street gant un nebeud drasterion evel ma vez dismantret gant hon re leurgêr Síntagma pe straed Stadíou ?

2015
Référence : EHPEA p27

"Petra 'c'hoarvez, kenseurt?" a c'houlenn Koula ouzh unan eus ar reuzeudion en o lifre hag a zo diouzh tro a-dreñv al lietenn ruz.

2015
Référence : EHPEA p18

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux