c'hoarvezet
c'hoarvezout
Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignouned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed. Er skridoù e welomp pa c'hoarvez gwalleurioù, E klasker evel-se outo pep seurt louzoù. Kavet eo hon hini, n'hor beus nemet gwelet Piv ac'hanomp bremañ en deus gwashañ pec'hed."
Ar re-se e voe kentañ tropelloù mab-den. Ha setu amañ a be loened e c’hoarveze tropelloù Selvanos, seizhvet mab Manos : ar c’hi-gouez (kû), ar bleiz (bledios), al louarn (lovernos), ar broc’h (brokkos), marc’h gouez ar c’hoadoù, an ejen-meur (uros), an ejen moueek (visontos), an ejen hirdal, ar c’harv (karvos), ar c’harv-meur (alkis), an demm (danios), ar yourc’h (iorkos), an arzh (artos), an tourc’h-gouez, ar c’havr (gabros), ar maout-tourc’h (multos), an avank, ar c’had, an alarc’h, ar waz, an houad, ar yar, ar c’hilhog-gouez, ar c’haran (garanoz), ar c’hwibon, ar vran (branos), an erer, ar gup, ar falc’hun, an naer (natir), ar vaot.
Ar bagad-se a c’hoarveze a bevarzek mil penn, kement-ha-kement eus an div reizh den, da lavarout eo seizh mil paotr ha seizh mil plac’h yaouank a oa bet, hervez ar c’hiz emaon o paouez menegiñ, unanet dre lidoù d’o c’heneiled gant o c’herent e frankizennoù ar vro-Wenn, e deiz kentañ an nevez-amzer.
Derkeia a welas petra a oa o c’hoarvezout.
selaouit a c'hoarvezas
selaouit a c'hoarvezas
c'hoarvezet a c'hoarvezfe
c'hoarvezet a c'hoarvezje
c'hoarvezet a c'hoarvezo
c'hoarvezout
c'hoarvezout da
c'hoarvezout gant
petra a c'hoarvez etrezoc'h ?
petra a c'hoarvez ganeoc'h ?
petra a c'hoarvez gantañ ?
Bez' e lavared ne veze ket a grignerezh dindan ar mor, en enep d'ar pezh a c'hoarvez war an douar : e-tal an aodoù e veze gouest marteze ar froudoù-mor da gleuzañ ; en tu-hont da gant metr donder, avat, ne vije ket evit kas da benn ur seurt labour.
An den a lavaras ! — « Hola ! paotred, petra ’c’hoarvez ? » Petra c’hoarvezas ?
— « Petra ’c’hoarvez ganeoc’h hiziv, paotred trist ? »
« Chesus ["Chezuz"] ! emezañ, ur gwalleur a zo c’hoarvezet ! Lom a zo o veuziñ !… »
- Pitiaoul a zo c'hoarvezet ganeoc'h ? a c'houlennas, ur wech bennak, ar breur Alano digant e geneil e-pad ar studi vintin.
Ma c'hoarvezfe ganti mont re bell... A-walc'h !... Vade retro, Satanas !..
Gwashoc'hik e c'hoarvezas, e-pad ar studiadenn a nav eur
N'oar ket petra a c'hoarvez gantañ.
Souezhus ar c'hemm a c'hell c'hoarvezout adarre gant ar mor ur wech ma vezer aet e-biou d'ar beg-douar-se : e pleg-mor Biskaya hor boa bet tro da welout houlennoù ledan o vont war o gorregezh en ur c'hoari gant al lestr, etre beg Finisterre hag hini Sant Visant mor brizhc'hlas drailhet evel ma c'heller kaout en-dro da Vreizh.
Pa c'hoarveze dezhañ, ral a wech, kaout simant dizimplij, e vernie anezhañ aketus, ur sac'h gleb war c'horre, hag ar garrigell neuze troet a-gin warnañ, da virout na vefe disec'het gant an avel pe dirañvet gant ar glav.
Ur wech, e-ser kantren en doare-se, e c'hoarvezas ganto emgavout en ur vanell, en ur c'harter kenwerzhel eus London.
"Petra 'c'hoarvez, kenseurt?" a c'houlenn Koula ouzh unan eus ar reuzeudion en o lifre hag a zo diouzh tro a-dreñv al lietenn ruz.
Ha faltaziañ a c'hellit ar pezh a c'hoarvezje e Bro-Saoz ma vije gwastet eno Trafalguar Square pe Oxford Street gant un nebeud drasterion evel ma vez dismantret gant hon re leurgêr Síntagma pe straed Stadíou ?
Ma c'hoarvezfe ganeoc'h kavout un enebour hag a zalc'hfe da nac'h komz ouzhoc'h e vefe gwasket gant e genseurted, e genlabourerien, an dud a-us dezhañ, ha kement zo...
Da skouer e c'hoarvezas kement-mañ [dastum roudoù bizied ha TDN gant ar polis] goude falc'hadeg ur parkad OGK er Maine-et-Loire e miz Gwengolo 2000 : boulc'het e oa bet un enklask TDN diwar un nebeud takennoù gwad adkavet e-barzh ur park...
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
c'hoarvezus