Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. (en amzer) A. 1. (gant ur v. er st. kad.) Termen a dalvez da c'heriañ kendalc'h ur stad pe un ober. En e vurev emañ c'hoazh d'an eur-mañ. Re yaouank out c’hoazh evit bleinañ kirri. Bev e oa c'hoazh hevlene. Amañ e vi c'hoazh goude merenn ? Mat e vije ar chupenn-se c'hoazh mar ne vije ket bet saotret. Chom a rafe c'hoazh amañ ganimp m'en defe amzer. ES. ken, mui. 2. (gant ur v. er st. nac'h) Ger a dalvez da verkañ n'eo ket c'hoarvezet an darvoud-mañ-darvoud d'ar mare a reer dave dezhañ. Ne glemmont ket c'hoazh evit ar mare. N'eo ket deuet an deiz c'hoazh d'an eur-mañ. [1877] [E] vab n’en doa ket c’hoazh ugent vloaz achu. 3. Tr. estl. Biskoazh c'hoazh ! : n'eus ket bet gwelet kement all biskoazh. 4. Tr. adv. Evit c'hoazh : evit ar mare. Chomit amañ evit c'hoazh. N'int ket bet amañ evit c'hoazh. B. (en ur frazenn diogeliñ kad. pe en ur goulenn nac'h) 1. Adarre. Bet int du-mañ c'hoazh. C'hoazh e klaskin komz gantañ. N'eo ket bet c'hoazh o terriñ dit da benn, emichañs ? HS. a-nevez. 2. Termen a dalvez d'ober anv eus ur fed, un darvoud bet c'hoarvezet. Eno on bet c'hoazh meur a wezh. C'hoazh em eus displeget an dra-se dezho. N'ho poa ket gwelet ar film-se c'hoazh diagent ? HS. dija. 3. Ouzhpenn. En em lakaat war e zaoulin kant gwezh ha c'hoazh. II. (gant un ak. pe ur rag., gant un ag. pe un adv. en e zerez-uheloc'h pe e-unan gant ur v.) Termen a dalvez da c'heriañ ar c'hreskiñ, an ouzhpennañ. Kemer div bladenn c'hoazh. Kavet o deus teir ouzhpenn c'hoazh. Ur wezh c'hoazh, c'hoazh ur wezh. Un all(ig) c'hoazh, c'hoazh un all(ig). • Yenoc'h eo c’hoazh eget na greden. Dont a ra amañ aliesoc’h c'hoazh eget a-raok. Eno ez eus muioc'h c'hoazh. • Gortozomp c'hoazh. C'hoazh e vo. N'eus netra ken c'hoazh. [1878] Divarc’hañ an nor ! Arabat e oa din en esaat, rak re skuizh ha re zinerzh e oan bremañ evit se. Aesoc’h c’hoazh e oa din mont dreist ar voger. & (en e furm vihanaat) C'hoazhik ho po ? III. A. 1. Ivez. Lesanvet e oa c'hoazh "Bleiz Kernev". Er mintin-se c'hoazh e oant deuet betek du-mañ. [1878] [...] rak, ouc’hpenn m’oa daou soudard azezet warnon, e kleven c’hoazh re all o krial er skalier [...]. 2. (goude pe) Ger a dalvez da verkañ un dibab ouzhpenn. Mont a raint da vale a-hed ar stêr pe er c’hoad pe c’hoazh betek an aod. B. Tr. adv. ( dirak ur v. displ.) HA C'HOAZH. 1. Troienn a dalvez da zegas ur resisadenn ouzhpenn en un displegadenn. N'anavezez ket hennezh ha c'hoazh emañ e dud o telc'her ur stal dilhad en tu all d'ar blasenn ? Ar vaouez-se eo sekretourez an ti-kêr ha c'hoazh eo bet he merc'h er skol gant da c'hoar. 2. Hag ouzhpenn-se. [1877] Ha c’hoazh e ranke ar veleien touiñ war o c’houstiañs sentiñ ouc’h al lezennoù difeiz-se. IV. (evit merkañ un enebadenn, ur strishadenn) A. 1. Ouzhpenn-se. Fardet en deus ur vag vras e-unan, gant ne beut a vizoù c’hoazh. Graet eo he zro ganti ha n'eo ket bet pell c’hoazh ! 2. Ger a dalvez da greñvaat troiennoù zo savet diwar "brav" ha furmoù displeget eus "bezañ" pe diwar an araogenn "da". Brav (e vo) dimp c’hoazh mar bez stalioù digor d'an eur-mañ. C’hoazh e oa brav din pa'm boa gallet chom er gêr. Brav e vez c'hoazh pa c'haller chom hep dispign re a arc'hant. B. Tr. adv. HA C'HOAZH. 1. Ha koulskoude. Fuloret e oa pa oa erruet du-se ha c'hoazh e oan deuet a-benn d'e sioulaat un tamm bennak a-raok. [1877] Aonik evel an dud a zo sammet o c’houstiañs a viltañsoù hag a dorfedoù, Loull ar Bouc’h a oa prennet mat an dorioù en-dro dezhañ, ha c’hoazh ne gouske nemet ul lagad digor. 2. (dirak ul lav. nac'h) Ha daoust da se. Kunujennet e veze gant e vestr ha c'hoazh ne c'halle lavaret netra. E-pad ar mintinvezh on bet war-dro ar c'heflusker-se ha c'hoazh ne'm eus ket echuet gantañ. [1877] Aonik evel an dud a zo sammet o c’houstiañs a viltañsoù hag a dorfedoù, Loull ar Bouc’h a oa prennet mat an dorioù en-dro dezhañ, ha c’hoazh ne gouske nemet ul lagad digor. 3. [1985] Termen a dalvez da c'heriañ an arvar. Gwelet e vo marteze dilun ha c'hoazh n'ouzon ket ha dont a ray. Kas a ray keloù d'e dud ur wezh ar miz ha c'hoazh... : ha c'hoazh n'ouzer ket hag ober a ray. [1878] Nann, traoù evel-se ne vezont graet nemet evit ar brasañ mignoned. Ha c’hoazh... ne vez ket kavet bemdez tud ker kalonek, pe, evit lavaret gwell, ker sot ha c’hwi. [1985] N'eus nemet ar c'hêriadennoù brasañ hag a ve dezho un tammig stabilded (ha c'hoazh !). V. (en ur goulenn, evit merkañ ez eus ankounac'haet tra pe dra) Petra eo anv an den-se c'hoazh ? Pelec'h edo da vreur o chom c'hoazh ? EVEZH. : peurliesañ e lakaer c’hoazh e dibenn al lavarennoù.

Exemples historiques : 
174
Masquer la liste des exemples

c'hoazh

1499
Référence : LVBCA p47 (encore)

ned eo c'hoazh

1499
Référence : LVBCA p36, 47, 149 (non pas encores)

15. Ha neuze pan o devoe lavaret an oratored ez oa un dra imposibl ez c'hallze Doue bezañ den, nag ez c'hallze gouzañv poan ar bed nag ivez ar marv, ez prouvas dezhe ar werc'hez penaos ar Jentiled c'hoazh ho devoa a-ziaraok lavaret an dra-se, rak Platon hag ar Sibiled oz devoa lavaret ez vize eürus an doue diouzh ar c'hrec'h a vihe krusifiet er groaz.

1576
Référence : Cath p13

[«]C'hoazh ne zlefen ket krediñ dit dre mui rezon [o w-] gwelet nad out nemet ur wreg frajil[.»]

1576
Référence : Cath p10

M. Petra eo urzh ? D. Ur Sakramant lekaet en Iliz, pe dre hini e resev ar veleien puisañs ha galloud da gonsakriñ korf hor Salver binniget, absolv ar re pere zo roet dezhe en karg, hag ober an traoù all pere a goñsern evit polis an Iliz, pe en tra ez eo ret obeisañ dezhe, pan vent c'hoazh tud a zrouk vuhez.

1622
Référence : Do. p48

M. An Tad hag-eñ zo Doue ? D. Ya. M. Ar Mab hag-eñ zo Doue ? D. Ya. M. Ar Spered sant[el] hag-eñ zo Doue ? D. Ya. M. Hag I zo tri Doue ? D. Nann, rak pegement bennak c'hoazh e vent tri ferson, an tri ferson-se evit-se nend int nemet un Doue, hepmuiken.

1622
Référence : Do. p14

M. Na pe evit tra c'hoazh ?

1622
Référence : Do. p8

M. Na pe evit tra c'hoazh ? D. Palamour maz ro hon salver binniget kalz a vadaoù hag a c'hrasoù en vertuz a'n sin-mañ pa en grer gant un gwir feiz.

1622
Référence : Do. p8

c'hoazh

1659
Référence : LDJM.1 pg hoaz

c'hoazh

1659
Référence : LDJM.1 pg derechef, c'hoaz

ne'm eus ket studiet c'hoazh

1659
Référence : LDJM.1 pg (ie n'ay) encore (estudié)

ned eo ket despailh c'hoazh

1659
Référence : LDJM.1 pg (il ne) tarde (pas encore)

[M.] Petra ez eo Urzh ? D. Bezañ ez eo ur sakramant lakaet en Iliz, pe dre hini e resev ar veleien ar galloud da goñsakriñ korf hon Salver binniget Jezus, da absolv ar re pere zo roet dezho e garg, ha da ober an traoù all pere a goñsern polis an Iliz, pe en dra eo ret sentiñ outo, pa vent c'hoazh tud a zrouk vuhez.

1677
Référence : Do. p49

ned eo ket ealet c'hoazh an dañvadez-se

1732
Référence : GReg pg agneler

Fresk-bev eo c'hoazh em penn [sic, fenn] ar soñj eus an istor-se.

1732
Référence : GReg pg frais (J'ai encore la memoire toute fraîche de cette histoire.)

c'hoazh

1732
Référence : GReg pg derechef, encore (ou encor), encore (deplus, davantage)

c'hoazh

1732
Référence : GReg pg encore (ou encor)

n'am eus gwelet netra c'hoazh

1732
Référence : GReg pg (je n'ai) encore (rien vû)

bevañ a raio c'hoazh un nebeud amzer

1732
Référence : GReg pg (il vivra) encore (quelque tems)

bezañ ez eus c'hoazh

1732
Référence : GReg pg (il y a) encore

Ned eo ket goude lein, divogediñ a ra c'hoazh ar siminal.

1732
Référence : GReg pg fumer (On n'a pas dîné, la cheminée fume encore.)

David pa ne edo c'hoazh nemet ur c'hrennbaotrig, a lazhas ar jeant Goliath gant un taol baltram.

1732
Référence : GReg pg fronde (David tua Goliath avec une fronde.)

Ned eo ket taolet c'hoazh e c'hrom gantañ.

1732
Référence : GReg pg gourme (Ce poulain, cet enfant, ce jeune homme n'a pas encore jetté sa gourme.)

David petra bennak n'edo nemed ur c'hrennbaotrig c'hoazh, ha memesamant ur c'hornandonig e-skoaz ar jeant Goliath, a zeuas couscoude a-benn da lazhañ gant un taol baltram, ar pikol - felpenn – lakepod bras-se.

1732
Référence : GReg pg geant (David, lorsqu'il n'étoit encore que d'une taille fort mediocre, & un nain en comparaison de Goliath, vint à bout de tuer ce geant, d'un coup de fronde.)

meur a sod a zo c'hoazh war an douar

1732
Référence : GReg pg (Jean) bête (est mort ; mais il a bien laissé des heritiers)

c'hoazh ur wech

1732
Référence : GReg pg (encore un) coup

n'eo ket c'hoazh dilaezh ar vuoc'h zu

1850
Référence : GON.II pg dilez

N'int ket c'hoazh dinec'h.

1850
Référence : GON.II pg dinec'h (Ils ne sont pas encore sans inquiétude).

Dirann eo c'hoazh an douaroù-se.

1850
Référence : GON.II pg dirann (Ces terres sont encore indivises).

N'eo ket c'hoazh dirañvet ar c'hanab.

1850
Référence : GON.II pg dirañva (On n'a pas encore égrené le chanvre).

diskae eo c'hoazh ar park

1850
Référence : GON.II pg diskaé

na ziskorn ket c'hoazh

1850
Référence : GON.II pg diskourna

dizanv eo c'hoazh ar bugel-se

1850
Référence : GON.II pg dishanô, dishanv

pegen disleber eo, e weler c'hoazh disleberoc'h egetañ

1850
Référence : GON.II pg disléber

n'eo ket dislivet c'hoazh

1850
Référence : GON.II pg disliva

n'eo ket c'hoazh disternet ho lien

1850
Référence : GON.II pg disterna, distarna

n'eo ket distro c'hoazh

1850
Référence : GON.II pg distrô

n'o zennit ket eus an neizh, distuc'h int c'hoazh

1850
Référence : GON.II pg distuc'h

n'eo ket c'hoazh divabouz he bugel

1850
Référence : GON.II pg divabouz

n'eo ket c'hoazh divailhuret

1850
Référence : GON.II pg divaluri

divarv eo c'hoazh an den yaouank-se

1850
Référence : GON.II pg divarv

na zivasit ket c'hoazh ar marc'h

1850
Référence : GON.II pg divasa

N'eo ket c'hoazh divoas eus a gement-se.

1850
Référence : GON.II pg divoaz (Il n'est pas encore désaccoutumé de cela).

n'em eus graet c'hoazh nemet e zivrazañ

1850
Référence : GON.II pg divrasa

N'eo ket c'hoazh diwanet an ed.

1850
Référence : GON.II pg diwana ou dioana ou dic'hoana (Le blé n'est pas encore germé).

diwern eo c'hoazh al lestr

1850
Référence : GON.II pg diwern

n'eo ket c'hoazh dizoaniet

1850
Référence : GON.II pg dizoania

n'emañ ket c'hoazh e-barzh

1850
Référence : GON.II pg ébarz, é-barz

ne'm eus ket c'hoazh enkavet va gwin

1850
Référence : GON.II.HV pg eñkava

n'eo ket c'hoazh endrammet ar park bras

1850
Référence : GON.II pg eñdramma

n'eo ket c'hoazh eok an avaloù

1850
Référence : GON.II pg éok, éog

ne'm eus ket c'hoazh eostet va dilhad

1850
Référence : GON.II pg éosta, éosti

n'on ket c'hoazh faezh

1850
Référence : GON.II pg faez, féaz

na anavezit ket c'hoazh e fallagriezh

1850
Référence : GON.II pg fallagriez

N'eo ket c'hoazh finvezet an amzer.

1850
Référence : GON.II.HV pg finvéza (Le temps n'est pas encore expiré.)

buan e vale c'hoazh gant e flac'hioù

1850
Référence : GON.II pg flac'h

c'hoazh

1850
Référence : GON.II pg c'hoac'h, c'hoaz

c'hoazh

1850
Référence : GON.II pg c'hoac'h, c'hoaz

n'am eus gwelet netra c'hoazh

1850
Référence : GON.II pg c'hoaz

bevañ a raio c'hoazh pell

1850
Référence : GON.II pg c'hoaz

C'hoazh ur berv pe zaou, hag e vezo poazh.

1850
Référence : GON.II pg bérô (Encore un bouillon ou deux, et il sera cuit).

Ed kaer hoc’h eus ; hogen va hini a zo c’hoazh kaeroc’h.

1850
Référence : GON.II p.68

Ho ti a zo bras, va hini a zo c’hoazh brasoc’h.

1850
Référence : GON.II p.67

Ur skoed hoc’h eus ezhomm c’hoazh, hag ho pezo a-walc’h

1850
Référence : GON.II p.83, livre second, « Il vous faut un écu encore, et vous aurez assez ».

Un dra bennak a zo c'hoazh.

1850
Référence : GON.II p.92, livre second, « Il y a encore quelque chose ».

Bevañ a raio c'hoazh pell.

1850
Référence : GON.II p.92, livre second, « Il vivra encore longtemps ».

Roit c'hoazh ur skoed din, hag en bezo a-walc'h.

1850
Référence : GON.II p.94, livre second, « Donnez-moi encore un écu, et j’aurai assez ».

c'hoazh

1850
Référence : GON.II p.57, Table des Conjonctions simples, "encore".

Antronoz ar gouelioù e vez c'hoazh mezv.

1850
Référence : GON.II pg trônôz (Le lendemain des fêtes, il est encore ivre.)

Livirit c'hoazh an dra-mañ dezho.

1850
Référence : GON.II p.94, livre second, « Dites-leur encore ceci ».

Anav eo c'hoazh.

1850
Référence : GON.II pg anaf (Il est encore reconnaissable.)

Kemennet en deus c'hoazh din, eme Ruth, en em unaniñ gant ar vederien, betek ma vezo medet e holl ed.

1850
Référence : GON.II.HV p.103, Buez Ruth.

anaf eo c'hoazh

1850
Référence : GON.II pg anaf

Araskl eo ho lin, lakait-eñ c'hoazh en dour.

1850
Référence : GON.II pg araskl (Votre lin n'est pas roui, remettez-le dans l'eau).

Ra vevo va mamm pell c'hoazh !

1850
Référence : GON.II p.81, "Que ma mère vive encore longtemps !"

Peger gouiziek bennak oc'h, e kavfet c'hoazh gouiziekoc'h evidoc'h.

1850
Référence : GON.II p.77 (Quelque savant que vous soyez, vous trouverez encore plus savant que vous).

n'eo ket deuet c'hoazh an arreval eus ar milin

1850
Référence : GON.II pg arréval

C'hwi a gouske c'hoazh, pa on bet en ho ti.

1850
Référence : GON.II p.79

An ti-hont a zo c’hoazh pell.

1850
Référence : GON.II p.69

N'eo ket c'hoazh debrus an avaloù-mañ.

1850
Référence : GON.II pg debrus (Ces pommes-ci ne sont pas encore mangeables).

N'eo ket deiz c'hoazh.

1850
Référence : GON.II.HV pg deiz, déz (Il n'est pas encore jour).

N'eo ket c'hoazh deliet ar gwez.

1850
Référence : GON.II pg delia (Les arbres n'ont pas encore poussé des feuilles).

Delt eo c'hoazh al lien.

1850
Référence : GON.II pg delt (La toile est encore humide).

N'eo ket tremenet c'hoazh an deogerien dre amañ.

1850
Référence : GON.II pg déoger (Les dîmeurs n'ont point encore passé par ici).

Na'm eus ket bet c'hoazh va deroù-mat.

1850
Référence : GON.II pg dérou-mâd (Je n'ai pas encore reçu d'étrennes, je n'ai pas encore vendu de la journée).

Diaoz eo c'hoazh.

1850
Référence : GON.II.HV pg diaoz (Il est encore informe).

n'eo ket c'hoazh dibouloudennet an douar

1850
Référence : GON.II pg dibouloudenna

n'eo ket c'hoazh didarzhet ar bleuñv

1850
Référence : GON.II pg didarza

n'eo ket c'hoazh diennet al laezh

1850
Référence : GON.II pg dienna

n'eo ket c'hoazh digludet ar yer

1850
Référence : GON.II pg digluda

n'en deus graet c'hoazh nemet an digoc'henn

1850
Référence : GON.II pg digoc'hen

ne deu ket c'hoazh an dour da zigreskiñ

1850
Référence : GON.II.HV pg digreski

n'eo ket dihun c'hoazh

1850
Référence : GON.II pg dihun

N'eo ket c'hoazh dic'heotet an ed.

1850
Référence : GON.II pg dic'héota

n'eo ket c'hoazh dilastret va lestr

1850
Référence : GON.II pg dilastra

Setu an amzer bremañ ! Nep piv bennak a oar goulenn en ur derriñ d'an dud o fenn, nep zo kasaus, a deu a ya 'bep-eil da glemm ha da ouelañ, en devezo gwalc'h e galon, enor, madoù diouzh m'eo mac'hom ; ha mard eo gwe livenn e gein e pako c'hoazh silzig d'e lein. Evit ar re a zo tud vat, tud kalonek da labourat, tud hag a dalv e vent meulet ha mui c'hoazh e vent gopret, ar re-se paour, paour a vevo, ha, paour gant an naon a varvo ma ne skrampont, evel aered. Skrampat, neb a garo skrampat !

1867
Référence : MGK p23

Un neizh eostig 'oa e vaner ; bemnoz, bemdez e kaned eno ; pa dave an tad e save mouezh ar vugale, ha klevet a ran c'hoazh unan eus e verc'hed o kanañ ker flour : "Peger kaer eo Kerzaoulaz, Pa zeu an noz da guzhat, Er gwez pa vez an delioù glas, Pa vez skedus ar stered ! "

1867
Référence : MGK Rakskrid VIII

Goude m'o doe al loened, an eil egile tamallet, tad-iou o c'hasas en o zro, e-c'hiz ma oant, laouen d'o bro, gant pep a visac'h war o skoaz, a zo, bete vremañ, abaoe chomet c'hoazh.

1867
Référence : MGK p12

Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou. Diwar nij e tiskenn e liorzh un tiig-soul oa eno e-kichen, o krediñ evit mat oa er wech-mañ diouti distag he gwallstropad, pa deu ur c'hozh tamm paotr, dezhañ pemp pe c'hwec'h vloaz - d'an oad-se ur bugel ne oar pe zroug ra c'hoazh - da sinklañ eeun outi ur maen gant e vatalm.

1867
Référence : MGK p20

labourat tenn da greskiñ mad an holl; ha petra c'hoazh ?

1867
Référence : MGK Rakskrid XII

"Evit ar pezh a sell ouzh an doare-skrivañ, emezañ c'hoazh, graet am eus evel ma karis, o vezañ n'eo ket deuet c'hoazh a-benn da c'honit war ar re all an hini gwellañ, me lavar hini an aotrou ar Gonideg"

1867
Référence : MGK Rakskrid IX

Evit gwir Per ar C’houilh ne anaveze ket Loull ar Bouc’h er stad ma edo ; ma en divije graet, oa bet tristoc’h c’hoazh e zoare, rak ar c’hemener-se a oa unan eus an dud gwellañ a oa er vro, evitañ da vezañ kemener.

1877
Référence : EKG.I. p.133

Kemeret madoù an Iliz, evitañ da vezañ un torfed eus ar re vrasañ, rak ouc’hpenn ma’z oa ul laeroñsi, a ioa c’hoazh ur "sakrilaj" ; n’oa ket diaes dezho, rak an Iliz n’he deus nag archerien na soudarded da zifenn he zra.

1877
Référence : EKG.I. p.2

Heuilh a ranke e pep giz hag e pep tra ali ar c’houarnamant, mat pe fall, evel ma vije e vije. Ha c’hoazh e ranke ar veleien touiñ war o c’houstiañs sentiñ ouc’h al lezennoù difeiz-se.

1877
Référence : EKG.I. p.4

Un dervezh, war-dro teir eur goude kreisteiz, an Aotrou de Kermenguy a c’halvas d’e gaout, d’e gambr, el lec’h n’oa nemetañ e-unan, e vab n’en doa ket c’hoazh ugent vloaz achu.

1877
Référence : EKG.I. p.19

Klask a rejont an digor, ha ne voe ket diaes dezho her c’haout, rak an nor n’oa prennet nemet gant ul liked koad, ha c’hoazh, allas ! he frenn a yoa e lost er-maez eus ar porzh, ha n’oa nemet chachañ warnezhañ evit digeriñ.

1877
Référence : EKG.I. p.38

Achu an oferenn ; mes a-raok mont an eil diouc’h egile, a-raok en em zispartiañ, an dud kalonek a gan c’hoazh ar c’hantik-mañ evit trugarekaat Doue eus e vadelezhoù en o c’heñver : Meulomp Doue bep eur, / Eñ a ra hon holl [v]oneur. [...]

1877
Référence : EKG.I. p.100-101

Aonik evel an dud a zo sammet o c’houstiañs a viltañsoù hag a dorfedoù, Loull ar Bouc’h a oa prennet mat an dorioù en-dro dezhañ, ha c’hoazh ne gouske nemet ul lagad digor.

1877
Référence : EKG.I. p.118

Ma n’eus nemet da wreg ha da vugale o viret ouzhit, kae en hent, Jaouen, eme Vari-Jann Kerebel, n’he doa lavaret ger ebet c’hoazh, kae en hent. Doue ne zilezo biken tud an hini a zo marv oc’h ober ar mad

1877
Référence : EKG.I. p.215-216

Digas deomp pep a vanne all c’hoazh, Prat, a-raok mont en hent, ha diwall da lavaret da Ester on bet amañ fenoz.

1877
Référence : EKG.I. p.221

Ne zaleas ket da zislonkañ an dour en doa evet, digeriñ a reas e zaoulagad hag e chomas mantret o welet en e gichen an Aotrou Breton ha Filip Kerangevenn, en doa c’hoant da lazhañ n’oa ket un hantereur c’hoazh.

1877
Référence : EKG.I. p.306

Polidor a yoa aet kuit, mes me a chome atav en dour : ha krediñ a c’hellit n’oa ket tomm din, rak e miz Meurzh e vez c’hoazh yen an amzer.

1878
Référence : EKG.II p.29

A-benn ur pennad ez ejont kuit, adarre dre vali maner Keraouell. Me ne greden ket tec’het c’hoazh : aon am boa na vije chomet da guzhet ar penn[e]g a yoa bet o kerc’hat Polidor.

1878
Référence : EKG.II p.29-30

Ha piv a c’hell touiñ din-me n’emaout ket o lavaret gevier, oc’h esa ober goap achanomp ? Ni a zo bet tizhet c’hoazh gant gaouiaded eveldout, mes ne vezimp ken.

1878
Référence : EKG.II p.150

Kaer a yoa, ne greden ket tennañ va alan, rak, ouc’hpenn m’oa daou soudard azezet warnon, e kleven c’hoazh re all o krial er skalier, ha n’oan ket evit harpañ ouc’h outo holl, hag an Aotrou de Kerbalanek [sic] en doa c’hoant e vije staget ouc’h beg an tour ar riblennad lian du.

1878
Référence : EKG.II p.130

Eus a bep tu e tle dont tud d’hor c’haout : ret e ve ivez ’ta kas d’an nebeutañ dek den e kevridi evit lakaat unan hepken war bep hent, ha c’hoazh marteze n’en em gavo ket war an hent mat.

1878
Référence : EKG.II p.108

Mard oa bet a-raok c’hoarzh e-touez ar soudarded, bremañ ez eus muioc’h c’hoazh. — Ha n’oa ket farsus ivez gwelet ur soudard kaotet e varv dezhañ a yod gant ur vaouez ?

1878
Référence : EKG.II p.71

Nann, traoù evel-se ne vezont graet nemet evit ar brasañ mignoned. Ha c’hoazh... ne vez ket kavet bemdez tud ker kalonek, pe, evit lavaret gwell, ker sot ha c’hwi.

1878
Référence : EKG.II p.67

Antronoz vintin, war-dro eizh eur, goude bezañ lavaret an oferenn, edo an daou veleg, Paol Inizan hag Anna Roue, e wreg, o-fevar er solier, o tiviz diwar-benn ar pezh a yoa c’hoarvezet er vro, ha diwar-benn ar pezh a c’helle c’hoarvezout c’hoazh.

1878
Référence : EKG.II p.59

Netra ne respontas din. N’em boa ket a c’hoant d’en em zoaniañ re ; skeiñ a ris adarre ur wech, hag ur wech all c’hoazh, atav gant kros va fuzuilh, hag atav ne roed respont ebet din.

1878
Référence : EKG.II p.39

Divarc’hañ an nor ! Arabat e oa din en esaat, rak re skuizh ha re zinerzh e oan bremañ evit se. Aesoc’h c’hoazh e oa din mont dreist ar voger.

1878
Référence : EKG.II p.40

— N’eo ket a-walc’h kement-mañ, eme ar c’habiten, pa wele n’oa ket an daou veleg evit ober droug ebet dezhañ, c’hoazh a vank deomp.

1878
Référence : EKG.II p.166-167

En Bro-Saoz, n’eus ket c’hoazh gwall bell, / Ur relijiuz, den santel / A vije meur a wech bep miz / Kaset da ober katekiz.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

E-tal din c'hoazh e zo ur beleg breton eus a Vro-Leon, an Ao. Kerjean, person Lambaol-Gwimilio, ur gavadenn evidon hag a dalv aour !

1903
Référence : MBJJ p25

Ha tezviñ a ra ar yer ? Ne dozvont ket c'hoazh; dizale e tozvint

1909
Référence : BROU p. 230

An tri namm ma vez labezet ganto brud-vat ar Vroad Illur n’oa ket anezho c’hoazh.

1923
Référence : SKET p.69

Bev c’hoazh eo Kadra ha Daga, nemet n’o gwelot mui. Galvet int gant an doueed pell diouzoc’h, hag ez in-me d’o ambroug.

1923
Référence : SKET p.104

Neuze n’oa ket anv c’hoazh a laeradennoù, a beilhadegoù chatal, a skrapadennoù merc’hed, a emgannoù etre gwazed kenwad ha kenvro, a vrezelioù diwar orged, direizhvennad, droukyoul, gwallc’hoant d’an emvrud, d’ar preizh, d’ar pennoù troc’het, pa na glaske den en em uhelaat dreist ar re all.

1923
Référence : SKET p.68

Kement-se holl ha kant ha kant a draoù all c’hoazh, evel o degouezhioù , o c’hoarioù, o zroioù gant al loened a veve war o zro, ha dreist-holl o divizadennoù gant an dourgi hag avank kozh an aven, a zo don e koun pep unan.

1923
Référence : SKET p.40

Pa guiteis, ez yaouank c’hoazh, bro al Lingoned da heul mab uhelwad Albiorix, ez oa eus an tiad-tud-se, a-gevret gant an tad, c’hwezek paotr e barr o oad a dalveze kement ha kant war an emgannlec’h pe er guzuliadeg, c’hwec’h plac’h ha tregont hogos holl yaouank, gant tost da hanter-kant a vugale.

1923
Référence : SKET p.21

C’hoazh e tigouezh ez afe hini pe hini ez trumm diwar ar bed-mañ, en ur gas kuit gantañ kement en doa desket drezañ e-unan, ha kement a oa bet desket dezhañ gant e c’hourdadoù.

1923
Référence : SKET p.20

Marzhioù all am eus gwelet c’hoazh en Ejipt a vo dezrevellet ganin diwezhatoc’h diwar o fenn dre ar munud, mar bez youl an doueed, rak ur vro eo eus ar marzhusañ ha disheñvel e pep tra diouzh ar re all.

1923
Référence : SKET p.17

Argadennoù loened ferv a bep doare a renked dizarbenn, ha pobladoù-tud o tennañ d’ar gouennoù estren pe renavi, ar Sitoned, ar Skaled, an Ambroned, al Luged (Lugi), ar Veneted (Veneti), an Deutoned (Teutones), ar C’hutoned (Gutones), ar Semnoned (Semnones), ha meur a hini all c’hoazh a zo bet ankounac’haet an anvioù anezho a-benn hiziv.

1923
Référence : SKET p.139

Hec’h adgwelout a rae, ha hi heñvel ouzh m’edo gwechall, ha kaeroc’h c’hoazh.

1923
Référence : SKET p.74

Ha, war-lerc’h houmañ, e teuas meur a hini all a gadarneas c’hoazh ar stal.

1923
Référence : SKET p.101-102

Goude e teue tro c’hoari al logodennig. Boz war voz uhel uheloc’h c’hoazh ar vugale a save o daouarn.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

Dilezomp amañ ar bugelig heuliet ganeomp adalek e c’hinivelezh betek an deiz a hiriv ; bugelig eo c’hoazh Bilzig.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1126 (Miz Du 1924).

Ne vefe ket kavet ur billig arem en holl dier ar bourk, ur c’horn-boud bennak ne lavaran ket. Ha c’hoazh, emaint er bagoù, evit kornañ pa vez brum.

1925
Référence : BILZ2 p.164

Ma vije bet Yann e benn e-unan evit diskenn war Roc’h Ledan, moarvat Bilzig hag e zaou vartolod o dije bet klevet kanañ gwerz ar skouarnadoù, ha marteze un draig bennak all c’hoazh ouzhpenn.

1925
Référence : BILZ2 p.142

Bremañ c’hoazh — kant vloaz tremenet a zo abaoe an eured — bremañ c’hoazh e talc’her koun eus jalivari itron yaouank Kervarker.

1925
Référence : BILZ2 p.165

blaz kaout c'hoazh

1927
Référence : Geri.ern pg blaz

c'hoazh

1927
Référence : Geri.Ern pg abret

abred on c'hoazh

1927
Référence : Geri.Ern pg abret

n'on ket deuet c'hoazh da'm yezh

1931
Référence : VALL pg assiette

seul vui seul c'hoazh

1931
Référence : VALL pg avoir

Souezhusoc'h eo c'hoazh traonienn Mor an Hanternoz. Dizoloet ez eus bet eno, n'eus ket gwall bell, ur steudad fozioù, a zo bet studiet gant ar Saozon da gentañ, ha neuze gant ar C'hallaoued ivez.

1943
Référence : TNKN p28

— « An abardaez a zo o tont, Job, mes an noz a zo pell c’hoazh. »

1944
Référence : ATST p.18

Bez' o devoa danvez e kêrioù a zo hiriv c'hoazh perc'hennet gant hiniennoù eus o diskennidi.

1944
Référence : EURW.1 p9

Mes e ti ma zad e teue c'hoazh ur bern tud all, devezhourien ha devezhourezed.

1944
Référence : EURW.1 p19

Ha koulskoude, ar re-mañ a oa peizanted, da welout, ha re c'hros c'hoazh, gant togoù plat, chupennoù berr, bouteier didach ; mar bijent bet tud ar c'hêrioù, n'em bije ket kavet drol na ouijent ket a vrezhoneg mes ar re-mañ a oa reuzeudik a-walc'h, holl en teirvet pañsion, paouroc'h e oant, sur-mat, eget ar vrezhonegerien.

1944
Référence : EURW.1 p34-35

(…) : ha hi a strakal en he daouarn, ha raktal a-ziadreñv ur rideoz voulouz, en em ziskouezas ur plac’h, hag unan all war he seulioù, hag un deirvet, ha kalz a re all c’hoazh, reoù vras ha reoù vihan, reoù dreut ha reoù lart, reoù goant ha reoù vil.

1944
Référence : EURW.1 p.90

Ne oa c’hoazh nemet plantenn vresk, met « gant poan hag amzer a-benn a bep tra e teuer… ».

1944
Référence : EURW.1 p.201-202

An hent bras a ya di n’en deus nemet dek rahouenn a ledander, ha c’hoazh an hanter anezho a zo goloet gant letonenn ar c’hostezioù.

1944
Référence : ATST p.9-10

— « C’hoazh ’po, c’hoazh ’po ! » a lavare dezhañ Job. Neuze, pe flastret gant ar pouez a oa war e gof, pe ur c’hwil o kouezhañ eus ar wezenn gozh en e c’henou digor, Lom a greñchas ["grañchas"] e-kreiz figur Job gant ar paz a oa deuet dezhañ. — « Me ’stanko deoc’h ho kenou, Lom gouez. »

1944
Référence : ATST p.21

An daou di a oa savet an eil e-kichen egile, ar pezh a oa un dra fall ; an dorioù a zegouezhe eeun-hag-eeun an eil dirak eben, ar pezh a oa falloc’h c’hoazh.

1944
Référence : ATST p.26

« Ha, c’hoazh, e votoù sul [Sul] ne oant ket div barez ; evit an troad kleiz e oant bet graet o div. »

1944
Référence : ATST p.59

« Job », emezi, « an dic’harzh n’eo ket, sur, boulc’het start, rak ho falz a oa chomet war gorre an armel. It eta d’ar waremm hiziv ha boulc’hit an dic’harzh evit mat ! Ha, dreist-holl, na lavarit ket gevier d’ho mamm, rak ar mammoù a zo finoc’h c’hoazh eget o bugale, hag, abred pe ziwezhat e teuont atav da c’houzout ar wirionez ! »

1944
Référence : ATST p.68

C’HWEZEKVET PENNAD Un afer falloc’h c’hoazh — « Un afer fall… fall !… » a lavare Lom, dre ma kerzhe a-hed ar stêr, eus Kiouidig da Benn-ar-Pont.

1944
Référence : ATST p.99

Herri a hope er c’hraou, goude ma oant aet kuit : — « Biskoazh kemend-all ! biskoazh kemend-all ! Unan o reiñ al l[ê]renn d’ar yer, hag an hini all o sachañ hardi war lost va femoc’h !… Ha va nized c’hoazh !… Gwelet em eus viltañsoù war an douar, mes biskoazh n’em eus graet anaoudegezh gant amprevaned evel ar re-mañ.

1944
Référence : ATST p.131

Amezeg hemañ, ar breur Francisco, a zistagas etre e zent : - Heug ha doñjer am eus outo !... Hag e skrijas, - Gwad ha kourailhoù tout, emezañ c'hoazh e chuchumuchu.

1949
Référence : SIZH p.41

Deiz bras eo c'hoazh, er-maez, ha tomm, e bleuniadeg limestra ar c'huzh-heol, a-zioc'h torgennoù ar c'hornog.

1949
Référence : SIZH p.65

Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan. Ur meni-gwelva [meni gwelva] a oa eno, ma tizhed gwelout, dre dreuz skramm rouez ha dreinek kasiaenned yaouank, unan eus talbennoù louet ar gouent, ar jardin kloz, kêr Viranda a-bezh gant he zoennoù ruz, ar stêr Ebro, hag ar gompezenn ec'hon-meurbet, glas evit un nebeu[d] amzer c'hoazh, harzet du-hont, pell, gant menezioù Alava, er vro [e]uskarat.

1949
Référence : SIZH p.47

Un toull-bac'h ?... Naren, ur wech c'hoazh ! Ur c'hreñvlec'h, ya ! un dig divrall o wareziñ porzh ar Silvidigezh, ma ra o annez ar gristenien chañsus, bet dibabet gant Doue.

1949
Référence : SIZH p.48

Poan en deus : hogen muioc'h c'hoazh a joa gouez en e gig. Didalvez eo outañ pinijenn ar skourjez.

1949
Référence : SIZH p.51

Tri c'hard eur e oa c'hoazh da c'hortoz kent serriñ dor an iliz.

1949
Référence : SIZH p.64

Emaoc'h c'hoazh, o Gaid Kêrlennou, / Gant ho kozh parabolennoù ? / Goût penaos e leinimp pelloc'h / Eget komz eus lern ve gwelloc'h.

1960
Référence : PETO p29

Ya ! Pep badiziant amañ 'ra / Ha kement eureud c'hoazh ouzhpenn. / Er barrez-mañ ned oc'h netra / Daoust d'ho stol aour ha kamz wenn.

1960
Référence : PETO p30

N'eo ket peurvarv c'hoazh nerzh diabarzh an douar war ar frailh-se, ha dislonkadennoù kreñv a-walc'h a zo bet c'hoazh e Menez Kameroun e 1909 hag e 1922.

1985
Référence : DGBD p22

N'eus nemet ar c'heriadennoù brasañ hag a ve dezho un tammig stabilded (ha c'hoazh !).

1985
Référence : DGBD p128

Ne chomis nemet pemp miz el lec'h-se koulskoude, rak war-dro miz Ebrel e tremenas dre eno un den hag am boa bet digarez da welout eno ur wech bennak c'hoazh, rak un dastumad fosilenned dezhañ a oa du-hont.

1985
Référence : DGBD p5

P'emaomp ganti ez eo an harz-debriñ pe, taeroc'h c'hoazh, an harz-evañ, an doareoù feulsañ a c'hall ur stourmer difeuls ober outañ e-unan.

2015
Référence : DISENT p65

Pe c'hoazh laoskel un den d'o diwall [an otoioù].

2015
Référence : DISENT p85

"Petra a welo hon daoulagad c'hoazh ?" a lavar outi-hi.

2015
Référence : EHPEA p11

Peotramant c'hoazh e c'hall hoc'h enebourien cheñch er c'houlz diwezhañ o implij-amzer pe o mod da vezañ gwarezet.

2015
Référence : DISENT p80

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux