I.
Pa vez anv eus tud.
1. [1499, 1732, 1904, 1944] Emglev etre daou du pe meur a hini da-heul divizoù kenetreze.
[1732] Ober un akord asambles.
[1732] Ar re a oa bet sichet a sortias a gêr dre akord, gant kement a c'hallzont da gas ganto. [1732] Neb a ra un akord etre. [1732] Akord graet entre ar Pab Leon dekvet en anv, hag ar Roue Frañsez kentañ en anv, war fed ar pourvez d'ar benefisoù. [1732] Ar re o deus divizet, graet un akord, kenetrezo.
2. [1904] Divroc'hadenn.
3. [1944] Asant.
&
[1944] En akord gant : gant asant.
[1944] Plijout a rae dezhañ ar c'hezeg, ha kazi sur en dije 'n em c'hraet ul lec'h en arme, panevet e tegouezhas d'e dad mervel e 1859, ha Glaoda, « mab henañ intañvez » a voe, en akord gant al lezenn neuze, disoudardet, ha lavaret dezhañ distreiñ d'ar gêr.
4. Tr.
[1732, 1904] BEZAÑ AKORD GANT UB. : bezañ ali gant an den-se.
II.
Pa vez anv eus traoù.
1. Stad ma tegouezh mat un dra gant unan all, kendoniezh.
2. SONEREZH
[1732] Heson, klotad.
[1732] Un akord a vuzik. [1732] Akord a vouezhioù. [1732] Dispoz un akord. [1732] Dispenn un akord a vouezhioù.
Référence :
GReg
pg accommodement, accord, capitulation, composition, concert (accord), concordat (convention), confédération (alliance entre des Princes, ou des Etats)
bezañ akord gant ar re all
beza accord gand ar reall
1732
Référence :
GReg
pg accord
ar re a oa bet sichet a sortias a gêr dre akord, gant kement a c'hallzont da gas ganto
ar re a voa bet sichet a sortias a guear dre accord, gant qement a alzont da gaçz gandho
1732
Référence :
GReg
pg (les assiegez sortirent de la place par capitulation, vie &) bague(s sauves)
akord
accord
1732
Référence :
GReg
pg accommodement, accord, alliance, capitulation), composition (capitulation), concert (accord), concordat (convention), confédération (alliance entre des Princes, ou des Etats)
ar re o deus divizet, graet un akord, kenetrezo
ar re o deus diviset, graet un accord, qen-èntrezo
1732
Référence :
GReg
pg (les) confederez
ober un accord
1732
Référence :
GReg
pg convenir (faire une convention)
graet o deus kenetrezo un diviz, un akord, hervez pehini.
great o deus qen-èntrezo un divis, un accord, hervez pehiny.
Plijout a rae dezhañ ar c'hezeg, ha kazi sur en dije 'n em c'hraet ul lec'h en arme, panevet e tegouezhas d'e dad mervel e 1859, ha Glaoda, « mab henañ intañvez » a voe, en akord gant al lezenn neuze, disoudardet, ha lavaret dezhañ distreiñ d'ar gêr.
P[l]ijout a rae d'ezañ ar c'hezeg, ha kazi sur en dije 'n em c'hraet eul lec'h en arme, panevet e tigouezas d'e dad mervel e 1859, ha Gloada [sic], « mab hena intañvez » a voe, en akord gant al lezenn neuze, disoudardet, ha lavaret d'ezañ distrei d'ar gêr.
1944
Référence :
EURW.1
p10
Akord e oamp hon-daou na oamp ket Fransizien, mes Breizhad ha Frank-kontad.
Akord e oamp hon daou na oamp ket Fransizien, mes Breizad ha Frank-Kontad.