Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Evn bras hirc'harek, e c'houzoug hir ha gwevn, tremeniat, eus ar genad Ciconia. 2. C'hwibon wenn : hirc'hareg e anv spesad Ciconia ciconia, e bigos ruz hag e zivaskell gwenn ha du ; ned eo ket evit c'hwitellat ha trouzal a ra en ur stlakal e bigos. & C'hwibon zu : hirc'hareg e anv spesad Ciconia negra a vez o neizhiañ er c'hoadoù.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

c'hwibon

1850
Référence : GON.II.HV pg c'houibon

Ar re-se e voe kentañ tropelloù mab-den. Ha setu amañ a be loened e c’hoarveze tropelloù Selvanos, seizhvet mab Manos : ar c’hi-gouez (kû), ar bleiz (bledios), al louarn (lovernos), ar broc’h (brokkos), marc’h gouez ar c’hoadoù, an ejen-meur (uros), an ejen moueek (visontos), an ejen hirdal, ar c’harv (karvos), ar c’harv-meur (alkis), an demm (danios), ar yourc’h (iorkos), an arzh (artos), an tourc’h-gouez, ar c’havr (gabros), ar maout-tourc’h (multos), an avank, ar c’had, an alarc’h, ar waz, an houad, ar yar, ar c’hilhog-gouez, ar c’haran (garanoz), ar c’hwibon, ar vran (branos), an erer, ar gup, ar falc’hun, an naer (natir), ar vaot.

1923
Référence : SKET p.55

Brini a goage er c’hoadoù ; skraved-mor ha gwennelied a gelc’hiate a-us d’ar geotegoù ha d’an heizegoù ; c’hwiboned, divaskellet-ledan, a vargede en aer ; evned-preizh a nije a-denn-askell dindan tor ar goabrenn.

1923
Référence : SKET p.120

"c’hwibon" gg.

1923
Référence : SKET p.181, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Cigogne".

Da greiznoz an doue Kênos, aet e c’hwibon, a oa diskennet el logell dre doull-moged an doenn.

1924
Référence : SKET.II p.7

Keñveriañ ar c’hwiboned o tigas bugaligoù er c’hredennoù-pobl bremañ, Rev. arch. 1902, p. 379 (Alzas, Alamagn)

1924
Référence : SKET.II p.7

Evel ur gwiñver e skrimpe en uhelañ gwez, ha neuze, skoachet e-mesk glasvez o c’hernoù, e heulie dre e sell an erered hag ar guped o nijal, ar garaned, ar c’hwiboned hag an elerc’h o vont hag o tont, ar gwazi gouez o tremen hag o tistremen.

1924
Référence : SKET.II p.18

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux