Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
60
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

v.g. I. Klask, dastum, chaseal c'hwiled. C'hwileta evel al lern, a zebr ar c'hwiled. II. Dre skeud. 1. Mont ha dont war-dro ul lec'h bnk. Hogos bemdez hor beze tro da vont da c'hwileta en-dro d'an draezhenn-se. [1954] Er bloavezh 1907, ne dremene ket ar Maroko evit bezañ baradoz ar gristenien, ha hini ebet, gant ur begad skiant-vat ennañ, n’en divije kredet dont da c’hwileta damdost d’ur gêr er vro-se [...]. 2. Kas an amzer oc'h ober traoù dister, didalvez. Chom a ris ur bloavezh da ziskuizhañ, da lenn, da c'hwileta e pep seurt stumm. 3. Trl. Kas ub. da c'hwileta : e gas diwar-dro. Kit da c'hwileta ! & Mont da c'hwileta : bezañ kaset diwar-dro. Pedet e voe da vont da lec'h all da c'hwileta.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

c'hwileta

1732
Référence : GReg pg haneton (Chercher, & prendre des hanetons.)

c'hwiletet

1732
Référence : GReg pg haneton (Chercher, & prendre des hanetons, pp.)

c'hwileta

1850
Référence : GON.II pg c'houiléta (chercher et prendre des escarbots ou des hannetons, comme font les renards, pour les manger, et les enfants, pour s'en amuser).

c'hwiletet

1850
Référence : GON.II pg c'houiléta (chercher et prendre des escarbots ou des hannetons, comme font les renards, pour les manger, et les enfants, pour s'en amuser. Part.)

Tamm ebet ne zisplije din an diviz-mañ hag a-c’hrad-vat e chomis ur bloavezh da « ziskuizhañ », da lenn, da c’hwileta ha da durlutat e pep seurt stumm, rak kemer a raen ar bed war an tu ma troe.

1954
Référence : VAZA p.75

Er bloavezh 1907, ne dremene ket ar Maroko evit bezañ baradoz ar gristenien, ha hini ebet, gant ur begad skiant[-]vat ennañ, n’en divije kredet dont da c’hwileta damdost d’ur gêr er vro-se : anez-se, e vefe bet dibennet plaen ha brav pe graet e vije bet viloc’h c’hoazh dezhañ o vezañ ne oa ket Marokaniz kanfarded hag a selle gwell verr.

1954
Référence : VAZA p.134

L'Office public de la langue bretonne