Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. 1. (db. al loened) Termen a ya da envel an amprevaned eus an urzhad Coleoptere pa vez lakaet ur spizer war e lerc'h. C'hwil-derv. C'hwil-kornek. C'hwilig-Doue. & C'hwil-krug. II. Dre skeud. (db. an dud) 1. Den lemm a spered, douget da farsal pe da c'hoari troioù-kamm. [1954] Mabig ar Remon, skarzher-siminaloù (ur c'hwil all, pa lavaran, itrik e-leizh ennañ [...]). [1954] Toto ’oa ur c’hwil ar seurt na'm eus ket kavet nemeur war va hent. HS. ibil, labous. 2. Den pe loen barrek. Hennezh zo ur c'hi mat : da gerc'hat ar saout ez eo ur c'hwil. Hennezh zo ur c'hwil da gontañ traoù fentus. Ur c'hwil eo war e vicher. HS. mailh. 3. Trl. Bezañ krog ar c'hwil en ub. : krog an dichañs ennañ. Pa vez krog ar c'hwil en unan bennak e vez pell o tiskregiñ. 4. Dizoare Kourzh. III. Dre heveleb., pemdez. Nijerez, biñsaskell, h.a. Ne ouient ket re vat peseurt c'hwil a oa o trouzal a-uc'h dezho.

Exemples historiques : 
17
Masquer la liste des exemples

c'hwil

1499
Référence : LVBCA p48 (escherbot)

c'hwil

1659
Référence : LDJM.1 pg huill

c'hwiled

1732
Référence : GReg pg escarbot (sorte d'insecte)

c'hwil

1732
Référence : GReg pg escarbot (sorte d'insecte)

c'hwil

1732
Référence : GReg pg escarbot (sorte d'insecte)

c'hwiled

1732
Référence : GReg pg escarbot (sorte d'insecte)

c'hwil

1850
Référence : GON.II pg c'houîl (c'est le nom sous lequel on désigne toutes les espèces d'escarbots ou de scarabées. hanneton, insecte ailé).

Bloavezh c'hwiled, bloavezh ed.

1850
Référence : GON.II pg c'houîl (année de hannetons, année de blé).

Dibenn eo evel ur c'hwil.

1850
Référence : GON.II pg dibenn (Il est étourdi comme un hanneton).

c'hwiled

1850
Référence : GON.II pg c'houîl (c'est le nom sous lequel on désigne toutes les espèces d'escarbots ou de scarabées. hanneton, insecte ailé. Pl.)

— « C’hoazh ’po, c’hoazh ’po ! » a lavare dezhañ Job. Neuze, pe flastret gant ar pouez a oa war e gof, pe ur c’hwil o kouezhañ eus ar wezenn gozh en e c’henou digor, Lom a greñchas ["grañchas"] e-kreiz figur Job gant ar paz a oa deuet dezhañ. — « Me ’stanko deoc’h ho kenou, Lom gouez. »

1944
Référence : ATST p.21

Kempennet en devoa e kambr al laezh ur seurt chapelig gant skeudennoù sant Erwan, sant Tual ha sant Jozeb, patrom ar barrez, treset ha livet war ar mogerioù gwenn-raz gant brudetañ arzour ar c'horn-bro, Mabig ar Remon, skarzher[-]seminaloù (ur c'hwil all, pa lavaran, itrik e-leizh ennañ [ ) ], hag a-us d'an aoter - ur c'hozh laouer-doaz - e oa stag ar C'hrist bragezennet emaon o paouez komz dioutañ.

1954
Référence : VAZA p.22

Met un devezh beure-mat, o vezañ ma krede dezhi ne oan ket c'hoazh divorfilet, e stagas da zivizout evel-hen gant Mari-Von ar Bras, hor c'hannerez : "Ya, emezi, pa vo galvet ar c'hwil-mañ da berson, neuze 'vat, Mari-Von, ez aio kaol er soubenn, rak evel-just mont a rin gantañ da vatezh".

1954
Référence : VAZA p.64

Evit ar pezh a selle ouzh martoloded an div skouadrenn, blejal a rejont e Cherbourg koulz ha biskoazh Hurraaaah !... Vive la Russiiiiiie ! … ha Vive la Frrrannnce ! ken na teue staon ha korzailhenn da vezañ ken kras hag oaled an ifern, rak bep tro ma c’hoarveze d’ar c’hwiled-mañ bezañ a-gevret n’eus forzh pelec’h, ha forzh pegeit amzer, a-greiz-kalon e roent da grediñ ne oa ket stag an eil bro ouzh eben gant ereoù plouz kerc’h.

1954
Référence : VAZA p.188-189

Toto ’oa ur c’hwil ar seurt n’am eus ket kavet nemeur war va hent.

1954
Référence : VAZA p.176

Boue a dremenas ur pennad mat evit bezañ ur c'hwil hep e bar, met pa voe galvet da bennrener strollad listri ar Mor Kreizdouarek, ha pa gavas tro da ziskouez d'an holl pebezh mailh a oa war e vicher, setu ma c'hwitas ar brabañser war e grog ha leuskel a reas ar Goeben hag ar Breslau da skarañ plaen ha brav etrezek an Dardanelloù.

1954
Référence : VAZA p.113, notenn 1

Va faotred, ha ne oant ket c'hoazh boas moarvat da glevout ur seurt c'hwil o voudal en-dro d'o divskouarn, a blegas o fenn, kement hini a oa anezho, o krediñ emichañs edo o vont da stekiñ outo.

1985
Référence : DGBD p56

L'Office public de la langue bretonne