— « C’hoazh ’po, c’hoazh ’po ! » a lavare dezhañ Job. Neuze, pe flastret gant ar pouez a oa war e gof, pe ur c’hwil o kouezhañ eus ar wezenn gozh en e c’henou digor, Lom a greñchas ["grañchas"] e-kreiz figur Job gant ar paz a oa deuet dezhañ. — « Me ’stanko deoc’h ho kenou, Lom gouez. »
Kempennet en devoa e kambr al laezh ur seurt chapelig gant skeudennoù sant Erwan, sant Tual ha sant Jozeb, patrom ar barrez, treset ha livet war ar mogerioù gwenn-raz gant brudetañ arzour ar c'horn-bro, Mabig ar Remon, skarzher[-]seminaloù (ur c'hwil all, pa lavaran, itrik e-leizh ennañ [ ) ], hag a-us d'an aoter - ur c'hozh laouer-doaz - e oa stag ar C'hrist bragezennet emaon o paouez komz dioutañ.
Toto ’oa ur c’hwil ar seurt n’am eus ket kavet nemeur war va hent.
Evit ar pezh a selle ouzh martoloded an div skouadrenn, blejal a rejont e Cherbourg koulz ha biskoazh Hurraaaah !... Vive la Russiiiiiie ! … ha Vive la Frrrannnce ! ken na teue staon ha korzailhenn da vezañ ken kras hag oaled an ifern, rak bep tro ma c’hoarveze d’ar c’hwiled-mañ bezañ a-gevret n’eus forzh pelec’h, ha forzh pegeit amzer, a-greiz-kalon e roent da grediñ ne oa ket stag an eil bro ouzh eben gant ereoù plouz kerc’h.
Boue a dremenas ur pennad mat evit bezañ ur c'hwil hep e bar, met pa voe galvet da bennrener strollad listri ar Mor Kreizdouarek, ha pa gavas tro da ziskouez d'an holl pebezh mailh a oa war e vicher, setu ma c'hwitas ar brabañser war e grog ha leuskel a reas ar Goeben hag ar Breslau da skarañ plaen ha brav etrezek an Dardanelloù.
Hogen, graet e oa bet din un tammig skol en araok [en a-raok]. Bez oa em c’hombod pa loc’has an tren e Berlin, ur beajer-kenwerzh eus Varsovia, ur c’hwil latennet-dreist anezhañ, ha goude ne gomze nemet galleg palefars [palefarzh], ne roe peoc’h ebet din gant ar c’hoant en en doa d’ober pratique de français hervez ma lavare merc’hed ar Yacht-Klub e Stokholm. Hennezh an hini eo a zeskas din penaos ober gant maltouterien Aleksandrovo.
Va faotred, ha ne oant ket c'hoazh boas moarvat da glevout ur seurt c'hwil o voudal en-dro d'o divskouarn, a blegas o fenn, kement hini a oa anezho, o krediñ emichañs edo o vont da stekiñ outo.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
c'hwil-aour