I.
V.g.
1. [1732, 1931] Peurgas udb. da benn vat hep diheñchañ diwar ar meno-se pe diwar an ober-se.
Akuitañ da baeañ. Ha c'hoazh n'akuitont ket.
2. [1732] Tennañ digant ur merour ur mad bet feurmet dezhañ.
[1732] Pa akuiter un douar e renker derc'hel kont eus ar gwellaennoù mat ha ret da ober d'an hini er posede a-berzh-vat hag e lealded diagent.
3. AKUITAÑ GANT UDB. : kaout e walc'h gant udb., tremen gant udb.
Gant se ez akuiti ! Akuitañ a ran gant frouezh ar c'hoadoù da derriñ ma naon.
4. AKUITAÑ HEP UB., UDB. : tremen heptañ.
Ne zeufe ket al labourer a-benn d'akuitañ hep an evned, na gant aour na gant binvioù.
5. [1931] Degouezhout mat.
II.
V.k.e.
1. KOZH
[1622] Dasprenañ.
[1622] Dre e verit omp akuitet.
Pa oac'h sujed a Egipt, eñ ho akuitas. Akuitañ an torfed.
2. Peurbaeañ dle (ub.).
Akuitañ ur re.
3. [1732, 1904, 1931] Embann dre ur varnedigezh n'eo ket kablus an tamallad hag e lezel da vont didamall.
[1732] Akuitet. [1732] Akuitañ ur re.
III.
V. em.
EN EM AKUITAÑ.
1. [1732, 1904] Ober diouzh ar pezh zo dleet d'an-unan ober.
[1732] En em akuitañ en e zever. [1732] En em akuitañ eus e ouestl.
Pep den hervez e stad a rank en em akuitañ.
2. Dasprenañ ar pezh zo bet graet gant an den.
Ober pinijenn evit en em akuitañ.
3. (dirak un ak.)
Ober war-dro, seveniñ.
Tad sant Yann ar badezour oc'h en em akuitañ dirak Doue ag e garg a veleg. En em akuitañ ervat eus ar vreuriezh. Hi a venn m' en em akuito pep unan ag e zeverioù hervez e stad.