I.
Doar./Stn.
1. [1927, 1985] A seven ar pezh a embreg gant ampartiz.
[1985] Da greisteiz hanter e vez merenn, hogen ne bad ket pell ar predoù, servijet ma vezer buan gant mevelien akuit niverus.
Un den akuit e forzh peseurt micher. Ur brezelour akuit en emgannoù. Ur skrivagner akuit.
Dre ast.
Un dorn akuit. Stlepel udb. gant un dorn akuit.
2. [1927] BEZAÑ AKUIT DA (OBER UDB.): bezañ gouest d'ober udb.
Bezañ akuit da labourat.
&
(db. ar vugale)
Bezañ akuit da vale : mont e-unan.
3. BEZAÑ AKUIT WAR (UDB.) : bezañ barrek war udb.
Bezañ akuit war e vicher. Bezañ akuitoc'h war ur yezh eget war unan all.
Bezañ akuit-mat gant udb. : gouzout mat dioutañ.
Akuit-mat eo gant an afer-se.
HS. ampart, gouiziek, gourdon.
II.
Impl. da ak.
Trl.
OBER AN AKUIT : dereout (ouzh udb.).
Dizaon, eeun, gwirion, leal, karantezus, azaouezus ouzh dremm-den ken ma n’houljent flemmañ ur c’har dezho pe ur c’heneil dre ober pe dre c’her, kehelus d’an doueed, doujus d’an anaon, leun a boell hag a veiz, oberiat, akuit en emgannoù, ampart el labourioù-peoc’h, evel-se ez oant pa lavaran !
Dizaon, eeun, gwirion, leal, karantezus, azaouezus ouz dremm-den ken ma n’houljent flemma eur c’har d’ezo pe eur c’heneil dre ober pe dre c’her, kehelus d’an doueed, doujus d’an anaon, leun a boell hag a veiz, oberiad, akuit en emgannou, ampart el labouriou-peoc’h, evel-se ez oant pa lavaran !
1923
Référence :
SKET
p.121
akuit
1923
Référence :
SKET
p.153, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "habile, exercé; capable (de)".
akuit
akwit
1927
Référence :
GERI.Ern
pg akwit (enfant qui marche seul)
akuit da ober
akwit da ober
1927
Référence :
GERI.Ern
pg akwit (capable de faire)
akuit-mat gant
akwit mat gant
1927
Référence :
GERI.Ern
pg akwit (qui connait bien son affaire)
Da greisteiz hanter e vez merenn, hogen ne bad ket pell ar predoù, servijet ma vezer buan gant mevelien akuit niverus.