Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. [1927, 1985] A seven ar pezh a embreg gant ampartiz. [1985] Da greisteiz hanter e vez merenn, hogen ne bad ket pell ar predoù, servijet ma vezer buan gant mevelien akuit niverus. Un den akuit e forzh peseurt micher. Ur brezelour akuit en emgannoù. Ur skrivagner akuit. Dre ast. Un dorn akuit. Stlepel udb. gant un dorn akuit. 2. [1927] BEZAÑ AKUIT DA (OBER UDB.): bezañ gouest d'ober udb. Bezañ akuit da labourat. & (db. ar vugale) Bezañ akuit da vale : mont e-unan. 3. BEZAÑ AKUIT WAR (UDB.) : bezañ barrek war udb. Bezañ akuit war e vicher. Bezañ akuitoc'h war ur yezh eget war unan all. Bezañ akuit-mat gant udb. : gouzout mat dioutañ. Akuit-mat eo gant an afer-se. HS. ampart, gouiziek, gourdon. II. Impl. da ak. Trl. OBER AN AKUIT : dereout (ouzh udb.).

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Dizaon, eeun, gwirion, leal, karantezus, azaouezus ouzh dremm-den ken ma n’houljent flemmañ ur c’har dezho pe ur c’heneil dre ober pe dre c’her, kehelus d’an doueed, doujus d’an anaon, leun a boell hag a veiz, oberiat, akuit en emgannoù, ampart el labourioù-peoc’h, evel-se ez oant pa lavaran !

1923
Daveenn : SKET p.121

akuit

1923
Daveenn : SKET p.153, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "habile, exercé; capable (de)".

akuit

1927
Daveenn : GERI.Ern pg akwit (enfant qui marche seul)

akuit da ober

1927
Daveenn : GERI.Ern pg akwit (capable de faire)

akuit-mat gant

1927
Daveenn : GERI.Ern pg akwit (qui connait bien son affaire)

Da greisteiz hanter e vez merenn, hogen ne bad ket pell ar predoù, servijet ma vezer buan gant mevelien akuit niverus.

1985
Daveenn : DGBD p11

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial