I. (e deroù un droienn goulenn)
1. (dirak un droienn goulenn)
Troienn a dalvez kement ha "me a garfe gouzout".
C'hwistim perak ? C'hwistim penaos eo deuet a-benn d'ober se ?
HS. daoust.
2. (dirak ha pe hag-eñ)
Daoust.
C'hwistim hag ez afe da gaout hor breudeur ? C'hwistim ha c'hwi a ve ivez o klask an den-se ?
3. (dirak ar rannig-verb e)
Daoust hag-eñ.
C'hwistim e teuot war ho kiz ? C'hwistim e vefe skampet en-dro ?
HS. mechal.
4. Tr. estl.
C'hwistim 'ta, ma Doue ? : na gwir eo ?
II. (e dibenn ul lavared goulenn)
1. Termen a dalvez da ziskouez e tiskreder a-walc'h war ar pezh a lavarer.
Hennezh zo eus Brest, c'hwistim ? Gouzout a rit ho pater, c'hwistim ?
2. Termen a dalvez da ziskouez e karfed gouzout ar pezh eur o paouez geriañ.
Pelec'h 'mañ se, c'hwistim ? : me a garfe gouzout pelec'h emañ se.