Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (e deroù un droienn goulenn) 1. (dirak un droienn goulenn) Troienn a dalvez kement ha "me a garfe gouzout". C'hwistim perak ? C'hwistim penaos eo deuet a-benn d'ober se ? HS. daoust. 2. (dirak ha pe hag-eñ) Daoust. C'hwistim hag ez afe da gaout hor breudeur ? C'hwistim ha c'hwi a ve ivez o klask an den-se ? 3. (dirak ar rannig-verb e) Daoust hag-eñ. C'hwistim e teuot war ho kiz ? C'hwistim e vefe skampet en-dro ? [1954] Daoust ha gout’ ouie zoken petra 'c’hoarie ganti, pe c’hwistim hag akuit a-walc’h e oa war e vicher ? HS. mechal. 4. Tr. estl. C'hwistim 'ta, ma Doue ? : na gwir eo ? II. (e dibenn ul lavared goulenn) 1. Termen a dalvez da ziskouez e tiskreder a-walc'h war ar pezh a lavarer. Hennezh zo eus Brest, c'hwistim ? Gouzout a rit ho pater, c'hwistim ? 2. Termen a dalvez da ziskouez e karfed gouzout ar pezh eur o paouez geriañ. Pelec'h 'mañ se, c'hwistim ? : me a garfe gouzout pelec'h emañ se.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Daoust ha gout’ ouie zoken petra 'c’hoarie ganti, pe c’hwistim hag akuit awalc’h [a-walc’h] e oa war e vicher ?

1954
Daveenn : VAZA p.39

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial