Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. 1. (db. an dud hag al loened) Na wel ket dre m'eo nammet e zaoulagad. Un den dall, ar re zall. Deuet e oa hanter zall dre forzh lenn. Bezañ ganet dall, bezañ dall dre zarvoud. Bezañ skoet dall : dont da vezañ dall dre zarvoud. & Trl. Dall-mik, dall-pik, dall-poch, dall-put : dall penn-da-benn. [1878] Kae atav : te ac’h eus bornet ac’hanon-me ; bremaik te ne vezi ket born, dall-put e vezi avat. & Trl. skeud., PEMDEZ Pe e vin dall ! : troienn a reer ganti e dibenn ur frazenn evit kreñvaat ar pezh emeur o paouez disklêriañ. & Trl. Skeiñ evel un den dall : ar muiañ, ar c'hreñvañ ma c'haller. DHS. born. 2. Dre skeud. (db. an dud) N'eo ket spiswel, na gompren ket. Pa gomzer dezho eus traoù o bro ez int dall. Un den dall a spered. HS. sot. 3. Dre ast. (db. an dud) Souezhet-bras. Pa'm boa klevet an dra-se e oan aet dall. & Dre skeud. Bezañ, mont dall gant udb. : bezañ, mont faezh gantañ. Bezañ dall gant al labour : bezañ foulet. Bezañ dall ha mezv evel ar yer e-kerzh an eost : bezañ pennfollet. & BEZAÑ DALL GANT (UB., UDB.): karet kalz. Dre ma oan dall gant ar c'hoant redek. 4. (db. an traezoù lemm) Togn. Dall eo ar gontell-mañ, ne droc'h ket ken. Ur spilhenn dall. DHS. dilemm, tuzum. 5. (db. ar skoulmoù) Diaes da zizober. Ur skoulm dall. HS. krenn. 6. (db. an hentoù hag ar parkeier) Hep hent ebet o vont dioutañ. Un hent bihan dall. Ur park dall. HS. born. 7. A-wechoù Teñval-kenañ. En noz dall. & (db. an amzer) Diroll. Ur barrad arnev dall. II. Adv. 1. (goude un ag.) Ger a dalvez da greñvaat ster an ag. zo dirazañ. Noz du-dall. Mezv-dall. 2. (impl. e-unan) Tre-ha-tre. Pennfolliñ dall a reas.

Exemples historiques : 
52
Masquer la liste des exemples

dall

1499
Référence : LVBCA p49 (aveugle, orbel)

hanter zall

1499
Référence : LVBCA p49, 95 (demy aueugle)

dall

1659
Référence : LDJM.1 pg aueugle

dall

1659
Référence : LDJM.1 pg dal

e-giz da un den dall

1732
Référence : GReg pg aveugle (à l'aveugle, ou, aveuglément)

Skeiñ a ra evel un dall

1732
Référence : GReg pg frapper (Il frappe comme un sourd.)

falz taltous, dall

1732
Référence : GReg pg faucille (efilée)

kontell taltous, dall

1732
Référence : GReg pg (couteau &c) émoussé (par le trenchant)

peuzdall

1732
Référence : GReg pg demi (aveugle, à demi aveugle)

dall

1732
Référence : GReg pg demi (aveugle, à demi aveugle)

evel un den dall

1732
Référence : GReg pg (a yeux) clos

Ned eo ket ker dall e saout.

1732
Référence : GReg pg garde (Il n'a garde de faire cela. En riant, on dit —)

dall

1732
Référence : GReg Rakskrid, pg émoussé (ée)

dall dre natur

1732
Référence : GReg pg aveugle ( franc aveugle, étourdi)

tud dall

1732
Référence : GReg pg dall

deut dall er bed

1732
Référence : GReg pg aveugle (aveugle né)

ganet dall

1732
Référence : GReg pg aveugle (aveugle né)

Sant-Herve a zeuas dall er bed

1732
Référence : GReg pg aveugle (Saint Hervé nâquit aveugle)

dall dre wall

1732
Référence : GReg pg aveugle (aveugle par accident)

dall dre zarvoud

1732
Référence : GReg pg aveugle (aveugle par accident)

Kalz a zud zall a zo er gêr-mañ.

1850
Référence : GON.II pg dall (Il y a beaucoup d'aveugles dans cette ville).

Alaz pegen dall on-me

1850
Référence : GON.II pg allaz

Laouenusoc'h eo an dud zall eget an dud vouzar.

1850
Référence : GON.II pg bouzar (Les aveugles sont plus gais que les sourds).

dall eo ho falz

1850
Référence : GON.II pg fals

straed zall

1850
Référence : GON.II pg heñd (-all), stréat (-zall)

hanter zall

1850
Référence : GON.II p.8, introduction ; "à demi-aveugle"

dall

1850
Référence : GON.II pg dall (Aveugle, [...]. De plus, émoussé, en parlant d'un instrument).

tud zall

1850
Référence : GON.II pg dall (Aveugle, [...]. De plus, émoussé, en parlant d'un instrument).

Dall eo deuet gant ar vrec'h.

1850
Référence : GON.II pg dall (Il est devenu aveugle par la petite-vérole).

"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Ama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."

1867
Référence : MGK p2

Ur c'harv gwallgaset er c'hoad, / Evit tec'het 'raok ar marv / En ur vereuri a voa aet, / Dall gant e spont.

1867
Référence : MGK p42

Un den a skiant gwechall alies a lavare : / Ra vezin-me strobinellet, / Born, kamm, tort, mac'hagnet, / 'Met e vevin zo 'walch, ha pa ven zoken dall !

1867
Référence : MGK p66

« Ha ne oa ur gelenn, pa'z ae e-biou deoc'h / Ar skiant hag ar spered, pa ne oac'h evit loc'h, / Pa n'ho poa mui a vlaz, pa ne glevac'h berad, / Oc'h sklêrijenn an deiz p'oa dall ho taoulagad, / Pa voa pep tra 'vidoc'h evel na vijent ket, / Pa oa ho karr, ho jev dre ar rollec'h chalet, / Pa oa an heol laouen aet diwar ho treuzoù, / Pa n'ho poa perzh er bed, na perzh en ho madoù, / Ha ne oa, lavarit, ha ne oa ur gentel / E tostae ar mare, an amzer da vervel ? »

1867
Référence : MGK p102

Kaset gant e galon ha deut dall e spered, / E skiant a zo ken tev, m'en deus bec'h o welet / Evit piv ez eo graet, hag e tle e ene / Mont, dre istrenn e gorf, da vezañ perlez en Neñv.

1867
Référence : MGK p122

Dre ma taole evezh ouzh ar re ziskiantañ, 'welas, en o zouez, an dud er penn-kentañ. Abeg en doa, m'en tou ! Rak holl, gwitibunan, chomomp bras ha bihan, heñvel ouzh kaouenned, en noz a wel gwellañ, da sellet a-vichez, ha da zispourbellañ ouzh fazioù hon nesañ, ouzh techoù ar re all. Ne welomp ket hor re ; en hor c'heñver omp dall, dall-poch evel gozed ; rak siwazh ! Mar karfemp, hep turiañ don hor park, grizioù fall a gavfemp

1867
Référence : MGK p12

Hag an den paour, er bed-mañ, n’euz forzh peger skiantek eo, hep skoazell Doue a zo dall-put.

1877
Référence : EKG.I. p.2

D’ar mare-se, n’oa ket brav doare an dud war an douar. Doue, droug ennañ o welet pec’hedoù ar vro, a lezas e vugale da ober o fenn o-unan. Dall evel ma’z eo an dud hep skoazell an Aotrou Doue, ne zalejont ket da vont dre an hent fall, fall e pep giz : fall evit traoù ar bed-mañ kerkoulz hag evit traoù ar bed-all.

1877
Référence : EKG.I. p.1

Ar plouz berr a zo evel an tennañ da sort, dall-put, a c’hell lakaat un den kamm el lec’h ma tlefe bezañ un den lijer, hag unan bihan el lec’h ma vije ret kaout unan bras.

1878
Référence : EKG.II p.111

Kae atav : te ac’h eus bornet ac’hanon-me ; bremaik te ne vezi ket born, dall-put e vezi avat.

1878
Référence : EKG.II p.19

Kriz a vefe al lezenn evit ur bugel, [laosk] ha dall evidoc’h-hu, tud a bouez hag a oad ?…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

Gwechall-gozh ar sent a rae burzhudoù kaer-meurbet : yac’haat a raent an dud klañv, eeunañ a raent ar re gamm pe dort, ar gwel a roent d’ar re [z]all, ar c’hleved d’ar re vouzar. Ha bremañ !…

1925
Référence : BILZ2 p.133-134

ganet dall

1931
Référence : VALL pg aveugle

dallat

1931
Référence : VALL pg aveugle

c'hoari bazhig dall

1931
Référence : VALL pg bâton

gwestenn-zall

1931
Référence : VALL pg bride (à oeillères)

ken dall eo na wel ket

1931
Référence : VALL pg assez

karantez dall

1931
Référence : VALL pg amour (désordonné, passion)

Ho pezit truez, ma Doue, /ouzh ar paourkaezh Loeiz, hor roue, / Eñ priñs hael ar banniel gwenn-sin, / Da vezañ kredet reiñ e sin / Da embann seurt reizhadur fall, / Labour diaoulek dioded dall.

1960
Référence : PETO p16-17

Alies eno, leun a zoan ; / E kleven kontañ, goude koan, / Al lazhadeier, muntroù dall, / An distruj kriz, an tanioù-gwall / A strew didruez chas ar preizh / E-touez hon tud, hor broiz keizh.

1960
Référence : PETO p60

Ne ouien ket 'oa tra ken fall / Al le a ris, uhel ma dorn, / Hep youl d'enebiñ, skort ha dall, / Ouzh lusk un nerzh hud ha yen-skorn.

1960
Référence : PETO p27

Keben dall gant ar fallentez ! / Ma c'halon, heuget-holl, a gren. / Kant gwech gwelloc'h ar baourentez / 'Get da vervel[,] lakaat un den.

1960
Référence : PETO p31

Daou solieradur a oa dezhañ, prenestr ebet, un nor hepken a-rez douar, hag a-zioc'h anezhi talbenn ur voger dall dislivet.

2012
Référence : DJHMH p11

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux