Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

[1659, 1699, 1732, 1850, 1867, 1927, 1931] Stumm eus ar gm. s. a-raok an ak. "l" o lizherenn-dal. I. A. (dirak un ak. pe ur rag. am. heuliet gant ur rn. disk. pe gant ur ger pe un droienn spizañ ; dirak un ag. en e zerez uhelañ ; dirak un niv. pet. ; dirak un niv. peg. dezhañ un dalvoudegezh petvediñ). [1732, 1850] Termen a dalvez da lakaat war ziskouez un den, ul loen pe un dra digemmet gant ar c'homzer diouzh elfennoù all e rummad. [1732] Al levr-mañ a zo din-me. [1850] Argudus eo al louzaouenn-se. B. (hep ger na troienn spizañ goude an ak.) 1. (goude ur frazenn degas) Termen a dalvez da envel un den, ul loen, un dra meneget a-raok. 2. [1659, 1699, 1732, 1850, 1867] Termen a lakaer dirak anvioù-kadarn a denn da dud, da loened, da draoù zo dibar e pep degouezh pe en degouezh-mañ-degouezh. [1659] Al lein. [1659] Dre al laez. [1659] Al loued. [1659] Al lagad. [1699] Kanveoù da zerc'hel al liamm war ar stern. [1732] Lein al leurc'he. [1850] Al lagad. [1850] Kalz a araskl a sav eus al lin-se. [1867] Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed. Sklêrijenn al loar. 3. (dirak anvioù-kadarn lies pe stroll a denn d'ur rummad tud, loened pe draoù, dirak ar rag. am. holl) [1732, 1850] Ger a dalvez da lakaat ur gevrennad war ziskouez. [1732] Reizh al lizherennoù eus a ul lañgaj. [1850] Al listri. [1850] Al ludu. 4. (dirak un ak. unan, a denn d'ur rummad tud, loened pe draoù, en un droienn sonnet prl.) [1931] Ger a dalvez da lakaat ur rummad war ziskouez. [1931] Dre al laezh. 5. [1732] Ger a dalvez da lakaat ur c'heal, un darvoud pe un obererezh war ziskouez. [1732] Akustumiñ dioc'h al lipouzerezh. II. 1. (dirak ar ger "letanant", ha kement zo, heuliet gant un anv kadarn pe gant un anv den divoutin) Ger a dalvez da lakaat un den war ziskouez, pa reer meneg anezhañ. 2. ( dirak an anvioù tiegezh en o furm lies) Ger a dalvez da lakaat ur rummad tud war ziskouez pa reer anv anezhañ. 3. PEMDEZ III. (dirak un av., heuliet gant un ak. hollek, lies pe stroll, pe e-unan) Ger a dalvez da lakaat un obererezh dre vras war ziskouez. Al lammat gant ar berchenn. IV. (dirak ar raganvioù niveriñ, pe dirak re (3)) Ger a dalvez da lakaat ur stroll elfennoù war ziskouez. V. (dirak un ak. pe un niv. peg.) Termen a dalvez da lakaat un niver, ur c'hementad a-geñver gant un unanenn, un niver daveiñ. VI. (dirak un ag. pe un adv. en e zerez plaen) 1. Ger a dalvez da lakaat ur perzh fizikel, speredel pe vuhezel war ziskouez. Al laosk. & 2. Ger a dalvez da lakaat war ziskouez ur rann heverk eus un draezenn, ur benveg, h.a. Skeiñ gant al lemm (eus ur c'hleze da skouer). 3. (goude anvioù-kadarn zo) Ger a dalvez da lakaat war ziskouez perzh ur blaz, ur c'hwezh, h.a. C'hwezh al lipous. 4. (goude araogennoù zo, dirak un ag., un adv.) Ger a dalvez da lakaat dibarder ur perzh war ziskouez. VII. (dirak un ag. pe un adv. en e zerez uhelañ) Ger a dalvez da lakaat war ziskouez an elfenn pe ar stroll elfennoù zo war derez uhelañ ur skeul geñveriañ. Al levenez ar vrasañ : ar brasañ levenez. EVEZH. Graet e vez gant "al" dirak "l" pa reer gant "an" dirak "n", "t", "d", "h" hag ar vogalennoù, ha gant "ar" dirak al lizherennoù-tal all.

Exemples historiques : 
23
Masquer la liste des exemples

al lein

1659
Référence : LDJM.1 pg (le) disner

al loued

1659
Référence : LDJM.1 pg moisissure

dre al laez

1659
Référence : LDJM.1 pg (par en) haut

al lagad

1699
Référence : Har. pg an

kanveoù da zerc'hel al lian war ar stern

1699
Référence : Har. pg an, da, derc'hel, kanveou, lien, stern, war (Templons pour tenir la toile sur le metier)

techet d'al leoù-Doue

1699
Référence : Har. pg an

akustumiñ dioc'h al lipouzerezh

1732
Référence : GReg pg affriander

reizh al lizherennoù eus a ul lañgaj

1732
Référence : GReg pg alphabet

lein al leurc'he

1732
Référence : GReg pg aire

al levr-mañ a zo din-me

1732
Référence : GReg pg a

al ludu

1850
Référence : GON.II pg al (la cendre).

Adalek ar goueled betek al lein.

1850
Référence : GON.II pg adâl (De fond en comble, du haut en bas).

al

1850
Référence : GON.II pg al (article défini).

al lagad

1850
Référence : GON.II pg al (l'œil).

al lenn

1850
Référence : GON.II pg al (l'étang).

al listri

1850
Référence : GON.II pg al (les vaisseaux).

al loar

1850
Référence : GON.II pg al (la lune).

argudus eo al louzaouenn-se

1850
Référence : GON.II pg arguduz

Kalz a araskl a sav eus al lin-se.

1850
Référence : GON.II pg arak (Il s'élève beaucoup de duvet ou de fétus de ce lin).

Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?

1867
Référence : MGK p25

al

1927
Référence : GERI.Ern pg al (le, la, les, devant l-)

dre al laezh

1931
Référence : VALL pg au

— « Pelec’h eo chomet al Lom-se ? » emezañ dezhañ e-unan. « Me ’zo sur emañ er gêr o lavarout d’e c’hoarezed ar c’hontrol eus ar pezh am eus anzavet. »

1944
Référence : ATST p.71

Note d'étude

S.o. fichenn "an". Lenn a reer e geriadur ar Gonideg ne vez graet gant "al" nemet dirak ar gerioù a zeraou gant al lizherenn "l".

Étymologie

Emdroet eo stumm ar ger-mell strizh "al" diwar "an" e krennvrezhoneg. D'ar mare-se e oa troet "an" da vont da "al" a-raok an anvioù-kadarn a gomañse gant "l". Diwar ar XVIIvet kantved eo deuet an implij-se da vezañ kalz stankoc'h.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux