[1659, 1699, 1732, 1850, 1867, 1927, 1931] Stumm eus ar gm. s. a-raok an ak. "l" o lizherenn-dal.
I.
A. (dirak un ak. pe ur rag. am. heuliet gant ur rn. disk. pe gant ur ger pe un droienn spizañ ; dirak un ag. en e zerez uhelañ ; dirak un niv. pet. ; dirak un niv. peg. dezhañ un dalvoudegezh petvediñ).
[1732, 1850] Termen a dalvez da lakaat war ziskouez un den, ul loen pe un dra digemmet gant ar c'homzer diouzh elfennoù all e rummad.
[1732] Al levr-mañ a zo din-me.
[1850] Argudus eo al louzaouenn-se.
B. (hep ger na troienn spizañ goude an ak.)
1. (goude ur frazenn degas)
Termen a dalvez da envel un den, ul loen, un dra meneget a-raok.
2. [1659, 1699, 1732, 1850, 1867] Termen a lakaer dirak anvioù-kadarn a denn da dud, da loened, da draoù zo dibar e pep degouezh pe en degouezh-mañ-degouezh.
[1659] Al lein. [1659] Dre al laez. [1659] Al loued. [1659] Al lagad. [1699] Kanveoù da zerc'hel al liamm war ar stern.
[1732] Lein al leurc'he.
[1850] Al lagad. [1850] Kalz a araskl a sav eus al lin-se. [1867] Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed.
Sklêrijenn al loar.
3. (dirak anvioù-kadarn lies pe stroll a denn d'ur rummad tud, loened pe draoù, dirak ar rag. am. holl)
[1732, 1850] Ger a dalvez da lakaat ur gevrennad war ziskouez.
[1732] Reizh al lizherennoù eus a ul lañgaj.
[1850] Al listri. [1850] Al ludu.
4. (dirak un ak. unan, a denn d'ur rummad tud, loened pe draoù, en un droienn sonnet prl.)
[1931] Ger a dalvez da lakaat ur rummad war ziskouez.
[1931] Dre al laezh.
5. [1732] Ger a dalvez da lakaat ur c'heal, un darvoud pe un obererezh war ziskouez.
[1732] Akustumiñ dioc'h al lipouzerezh.
II.
1. (dirak ar ger "letanant", ha kement zo, heuliet gant un anv kadarn pe gant un anv den divoutin)
Ger a dalvez da lakaat un den war ziskouez, pa reer meneg anezhañ.
2. ( dirak an anvioù tiegezh en o furm lies)
Ger a dalvez da lakaat ur rummad tud war ziskouez pa reer anv anezhañ.
3. PEMDEZ
III.
(dirak un av., heuliet gant un ak. hollek, lies pe stroll, pe e-unan)
Ger a dalvez da lakaat un obererezh dre vras war ziskouez.
Al lammat gant ar berchenn.
IV.
(dirak ar raganvioù niveriñ, pe dirak re (3))
Ger a dalvez da lakaat ur stroll elfennoù war ziskouez.
V.
(dirak un ak. pe un niv. peg.)
Termen a dalvez da lakaat un niver, ur c'hementad a-geñver gant un unanenn, un niver daveiñ.
VI.
(dirak un ag. pe un adv. en e zerez plaen)
1. Ger a dalvez da lakaat ur perzh fizikel, speredel pe vuhezel war ziskouez.
Al laosk.
&
2. Ger a dalvez da lakaat war ziskouez ur rann heverk eus un draezenn, ur benveg, h.a.
Skeiñ gant al lemm (eus ur c'hleze da skouer).
3. (goude anvioù-kadarn zo)
Ger a dalvez da lakaat war ziskouez perzh ur blaz, ur c'hwezh, h.a.
C'hwezh al lipous.
4. (goude araogennoù zo, dirak un ag., un adv.)
Ger a dalvez da lakaat dibarder ur perzh war ziskouez.
VII.
(dirak un ag. pe un adv. en e zerez uhelañ)
Ger a dalvez da lakaat war ziskouez an elfenn pe ar stroll elfennoù zo war derez uhelañ ur skeul geñveriañ.
Al levenez ar vrasañ : ar brasañ levenez.
EVEZH.
Graet e vez gant "al" dirak "l" pa reer gant "an" dirak "n", "t", "d", "h" hag ar vogalennoù, ha gant "ar" dirak al lizherennoù-tal all.
Daveenn :
Har.
pg an, da, derc'hel, kanveou, lien, stern, war (Templons pour tenir la toile sur le metier)
techet d'al leoù-Doue
tec'het d'a leou-Doue
1699
Daveenn :
Har.
pg an
akustumiñ dioc'h al lipouzerezh
accustumi diouc'h al lipousérez
1732
Daveenn :
GReg
pg affriander
reizh al lizherennoù eus a ul lañgaj
reiz al lizerénnou eus a ul langaich
1732
Daveenn :
GReg
pg alphabet
lein al leurc'he
leign el leurhe
1732
Daveenn :
GReg
pg aire
al levr-mañ a zo din-me
al levr-mâ a so din-me
1732
Daveenn :
GReg
pg a
al ludu
1850
Daveenn :
GON.II
pg al (la cendre).
Adalek ar goueled betek al lein.
Adaleg ar gwéled bétég al lein.
1850
Daveenn :
GON.II
pg adâl (De fond en comble, du haut en bas).
al
1850
Daveenn :
GON.II
pg al (article défini).
al lagad
1850
Daveenn :
GON.II
pg al (l'œil).
al lenn
1850
Daveenn :
GON.II
pg al (l'étang).
al listri
1850
Daveenn :
GON.II
pg al (les vaisseaux).
al loar
1850
Daveenn :
GON.II
pg al (la lune).
argudus eo al louzaouenn-se
arguduz eo al louzaouen-zé
1850
Daveenn :
GON.II
pg arguduz
Kalz a araskl a sav eus al lin-se.
Kalz a arag a zâv eûz al lin-zé.
1850
Daveenn :
GON.II
pg arak (Il s'élève beaucoup de duvet ou de fétus de ce lin).
Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?
Aotrou, eme 'l louarn, re vraz eo ho morc'hed, C'houi a zo kalz re vad ; n'ho pezet poan spered; rak, m'her goulenn ama, pioù zo 'vit lakaat E ve d'hoc'h-hu pec'hed dibri meur [a] benn dañvad ? Kredi a rann zo-ken e voe d'ezho enor Kaout enn ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlie, dre 'nn hent-se, mont da glask he zeñved. Ha perak ve truez oc'h eur wenn dud ker kriz, N'ho deuz evit hor ren ken stur 'met ho diviz ?
1867
Daveenn :
MGK
p25
al
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg al (le, la, les, devant l-)
dre al laezh
dre al laez
1931
Daveenn :
VALL
pg au
— « Pelec’h eo chomet al Lom-se ? » emezañ dezhañ e-unan. « Me ’zo sur emañ er gêr o lavarout d’e c’hoarezed ar c’hontrol eus ar pezh am eus anzavet. »
1944
Daveenn :
ATST
p.71
Notennoù studi
S.o. fichenn "an".
Lenn a reer e geriadur ar Gonideg ne vez graet gant "al" nemet dirak ar gerioù a zeraou gant al lizherenn "l".
Etimologiezh
Emdroet eo stumm ar ger-mell strizh "al" diwar "an" e krennvrezhoneg. D'ar mare-se e oa troet "an" da vont da "al" a-raok an anvioù-kadarn a gomañse gant "l". Diwar ar XVIIvet kantved eo deuet an implij-se da vezañ kalz stankoc'h.