v.k.e.
1. [1659, 1732, 1850, 1904, 1927] Goleiñ (udb.) gant ul livadenn aour.
[1732] Alaouriñ stern un daolenn.
&
Trl. skeud.
Alaouriñ an neudenn da ub. : fougasiñ ub. dreist-penn.
N'en doa ket alaouret an neudenn din.
2. Dre ast.
Reiñ ul liv alaouret (d'udb.).
Al lann a alaoure an diribinoù.
Référence :
GON.II
pg alaouri (Dorer, garnir ou couvrir d'or).
alaouriñ
aleurein
1904
Référence :
DBFV
pg. aleuradur (dorer)
Gwenn evel bleñchoù-gwrizioù edo neuze ar blev anezhañ. Dre-se e felle d’an doueed diouganiñ e furnez. Gant ar mizioù ez ejont war alaouriñ, ken na voent deut a-liv hag a-sked gant blev e dad hag e vamm (2).
Gwenn evel blenchou-gwriziou edo neuze ar bleo anezan. Dre-ze e felle d’an doueed diougani e furnez. Gand ar miziou ez ejont war alaouri, ken na voent deut a liou hag a sked gant bleo e dad hag e vamm (2).
1924
Référence :
SKET.II
p.7
Buhez Bilzig a zo bet sklaerijennet, holl alaouret gant an aezhenn [g]uñv ar garantez a c’hwezhas abred war e galon a vugel paour hag emzivad.
Buhe Bilzig a zo bet sklerijennet, holl alaouret gant an êzenn kunv [sic, "guñv"] ar garante a c’houezas abret war e galon a vugel paour hag emzivad.