Garv e oa ar vouezh-se, ha ken garv all an archerien, pikoloù kanfarded o dilhad glas-mor gant klaoutennoù arc’hant ouzh o skoaz, hag a rae dimp – un daou-c’hant bennak a dud – diskenn a-dizh eus kirri an tren alaman, ha raktal e voemp leviet gant herr war-du an ti-hent-houarn, rak bez’ oa a bep tu dimp ur regennad soudarded gant fuzuilhoù, baionetezennoù, sabrinier ha pistolennoù, evel pa vijemp bet holl, paotred, merc’hed ha bugale, ur bagad torfedourien da gas d’ar marv kerkent ha paket.
Hogen, ha pa chomfen daou[-]c’hant vloaz war an douar biken, Soaz Sapeur, ne viot ankounac’haet gant ar bugel a voe gwechall, n’eo ket hepken ho mab-bihan, met ho teñzor, ho roue, ha koulz eo din lavarout ho Toue…
Mots précédents
Mots suivants
daou-c'hantvet