ur c'hant
ur c'hant pistol
an niver a gant
C. Cant
Unan ha kant
Ganto vo graet stignoù, d'ho pakañ 'zruilhajoù, lasoù-rikl d'ho mougañ, e berr : kant ha kant tra, a vo, war an diskar, ho toan hag ho klac'har, a vezo, marteze, kiriek eus ho marv. Tec'hit eta a-fo, diouzh ar gaoued, ar ber ! Gwelloc'h oufec'h d'ober, mar fell deoc'h va c'hrediñ, eme ar wennili, eo dibriñ 'n had kanab.
Kerkent ha ma lavar ar beleg ar c’homzoù kentañ-mañ eus an oferenn : "Introibo ad altare Dei", kant ha kant mouezh all a sav dudius ha kalonek war-zu an eñv en ur ganañ kantik an oferenn a ganed er mareoù-se : Ofromp da Zoue ar sakrifis, Ne zo netra a ger kaer priz Eget Jezuz krusifiet En oferenn reprezantet.
Evel a lavaras ar c’horonal a c’hoarvezas : pevar-c’hant soudard a chomas e Plougerne da ziwall ar person "intru", ha bemdez, d’o gwelet ha da c’houzout penaos ez ae an traoù, e teue eus a Lesneven ur c’hant pe ur c’hant hanter all hag a ranked da vevañ ivez kerkoulz hag ar re a chome er bourk.
Ho kabiten, va faotr, a garie [gare] ac’hanoc’h a-greiz e galon : roet en deus deoc’h e holl [b]eadra. Setu ar paper. Tri-c’hant skoed a zo er yalc’h-mañ : pep a gant da wragez an daou vartolod, kant all da Izabel evit he sikour da sevel he bugale, hag ar gwenneien all a [z]euio eus peñse ar c’hober a vo dit.
E kant doare disheñvel o gwelen-i, lod o lammat hag o c'hourlammat, darn all o c'hoari penn-tourtig, o c'hoari brañsigellig ispilhet a-zibouez o lost ouzh skoultroù ar gwez, darn all c'hoazh o korolliñ pe en o fuch, a-zevri o klask laou an eil d'egile, dre ma tispourbellent o daoulagad brizh ha ma krizent o gourrennoù damruz ha blevek.
kant penn, kant meno
kant lur tost-da-vat
Goude lein e voe un dalc'h all, gant an hevelep re, nemet e oa deut ouzhpenn un aotrou sec'h ha treut, livitennet, toket-uhel, heñvel ouzh ur pastor protestant, ul lunedoù aour war e fri ; hemañ 'oa deut a-ratozh-kaer eus Dublin, kêr-benn Iwerzhon, da zigas salud e vro, ha da bediñ brogarourien Vreizh da zont d'ur c'hendalc'h hollgeltiek a oad oc'h aozañ eno a-benn bloavezh ar c'hant.
Un eur hanter e padas ar cholori. Un eur hanter ; soñjit ! Peadra da lakaat ar voereb kozh da vervel en he gwele, kant gwech ha mil gwech.
Chann he doa gwelet dek gwech muioc’h a draoù eget Mari, Mari kant gwech muioc’h eget Madalen, ha Madalen ’ta !… ha, sur, hini ebet anezho n’he doa klevet ur c’hard eus an tri-c’hant mil dra he doa klevet Katell.
E[-]sell e oa emichañs da virout an traoù talvoudus-se pe d’o c’has d’e gerent er gêr ; met pa gavas tro da bakañ hanter-kant lur digant ur segond-mestr evit unan anezho, e stagas raktal d’aozañ ur c’hant ouzhpenn hag o gwerzhañ a reas holl ken ker all.
A-dost ’vat, kant poan ha kant all hor boe da c’houzañv a-drugarez dezho.
Ar peurliesañ, ne ouie ket ar sonerien e pe stumm diverrañ o amzer : hemañ a glaske ober yalc’h dre droc’hañ blev ha lemel barv, henhont a droe war ar vicher gere pe gemener, met an darn vuiañ, dreist-holl ar re goshañ, ne raent nemet morvitellat, pe chaokat ha butunat dibaouez en ur drailhañ kaojoù a bep sort, re gamm ha re dort, dic’horzailhet ganto kant ha mil gwech.
C’hwec’h kant lur er bloaz a ranke diyalc’hañ ar re binvidikañ hag a rae kerkoulz tinell hag ar veleien, hor c’helennerien, gant jistr ha gwin da bep pred, kement ha ma kare da bep hini.
Met kant bro, kant giz !... ne oa ket da dortañ, tu ebet ne voe kavet d’ober e Cherbourg evel e Reval, ha da herzhel enep pep gwir ouzh al listri-kenwerzh hag ar bigi all da zouariñ er porzh pe da vont ales[h]ont pa garjent.
A zo gwir, emezon, hogen ma plegfes, azen, d’ober un tammig krennañ d’az tivskouarn ha da zeskiñ un draig bennak diwar-benn an arzourien-se, kant ha mil gwech gwelloc’h e teufe ganit !
D'ar mare ma veven du-hont ne oa ket c'hoazh tapet ganti he c'hant vloaz, daouzek vloaz a vanke c'hoazh evit se.
Re bolzioù an nev vras peurgetket a oa manet tost pevar-ugent dre gant diouto dindan gwisponadoù livaj nevesoc'h.
Mots précédents
Mots suivants
kant