Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
9
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Ag. peg. 1. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus) Niver zo par da bemp gwech dek. Hanter-kant den, hanter-kant devezh. Aet eo dreist e hanter-kant vloaz. Un hanter-kant lur : war-dro hanter-kant lur. 2. Trl. Un hanter-kant vloaz den : un den hanter-kant vloaz dezhañ. Un hanter-kant vloaz den bnk. eo : un den war-dro hanter-kant vloaz eo. II. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll) Niver zo par da bemp gwech dek. Un hanter-kant bennak a dud : war-dro hanter-kant a dud. III. Niv. peg. 1. (goude ur g. niv. bihanoc'h pe bar da nav, heuliet gant ha) Termen a lakaer unanennoù dirazañ, a dalvez da sevel anvioù-gwan niveriñ, raganvioù niveriñ pe adverboù niveriñ zo etre hanter-kant ha tri-ugent. Unan ha hanter-kant. Div skol ha hanter-kant. 2. (dirak mil, milion ha miliard) Termen a dalvez da sevel miliadoù, milionadoù, miliardoù. Hanter-kant mil den. IV. Impl. da ak. Niveron. 1. Niver anterin a zeu da heul nav ha daou-ugent. An niver hanter-kant. 2. Anv a roer d'an heuliad arouezennoù 50 a reer gantañ evit skrivañ an niver anterin a zeu da heul nav ha daou-ugent. HS. pemont. EVEZH. : kemm. blot. goude hanter-kant rag. peg.

Exemples historiques : 
41
Masquer la liste des exemples

unan ha hanter-kant

1499
Référence : LVBCA p94, 95, 108, 201 (cinquante vng)

hanter-kant

1499
Référence : LVBCA p95, 108 (cinquante)

en bloaz mil pemp kant hanter-kant nemet unan

1549
Référence : ISYK.I p112

Neuze ez voe digaset a divers proviñsoù hanter-kant orator, pere a eksede an holl re arall mortel e pep siañs monden, maz teuzo[nt] da c'houlenn pe da fin ez oant galvet a gen pell ha divers broioù da Aleksandri.

1576
Référence : Cath p11

« Hanter-kant orateur az eus asamblet a-enep ur werc'hez ha prometet [az eus] dezhe madoù hag enoroù bras, mar oz devez ar viktoar. »

1576
Référence : Cath p13

hanter-kant

1659
Référence : LDJM.1 pg cinquante, antercant

ur gourhed, a gonter pemp troatad, ha daouzek gourhed, hanter-c'hant troatad hed

1732
Référence : GReg pg (une) brasse (se compte 5 pieds, 15 brasses, 50 pieds)

ar sekred da ober kanolioù a zo bet kavet gant ur Flamank er bloaz trizek-kant pevar hag hanter-c'hant ; pe e-tro ar bloaz trizek kant ha pevar-ugent

1732
Référence : GReg pg artillerie

Lestr ar patriarch Noe (o kontañ dre bep ilinad un troadad-hanter) en devoa pevar-c'hant hag hanter-kant troadad hed, pemzek troadad ha tri-ugent a ledander, pemp troadad ha daou-ugent a uhelded ; hag ar prenest anezhañ en devoa un troadad hanter.

1732
Référence : GReg pg arche (de Noë)

kant hag hanter-c'hant mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (K. Cent cinquante mil)

hanter-kant

1732
Référence : GReg pg chiffre (L. Cinquante)

hanter-c'hant mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (L. Cinquante mil)

kant hag hanter-c'hant

1732
Référence : GReg pg chiffre (Y. Cent cinquante)

kant hag hanter-c'hant mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (Y. Cent cinquante mil)

un hanter-kant

1732
Référence : GReg pg cinquantaine

un hanter-kant bennak

1732
Référence : GReg pg cinquantaine

hanter-kant

1732
Référence : GReg pg cinquante

ar bloazioù navet ha daou-ugent, c'hwec'hvet hag hanter-kant, ha trede ha tri-ugent, a zo, hervez an astrolojianed, ar re dañjerusañ da dremen ; abalamour ma vezer neuze oajetoc'h

1732
Référence : GReg pg climacterique (les années 49. 56 & 63. sont les plus dangereuses ; selon les Astrologues ; parce que l'on est plus avancé en âge)

Arc'h ar patriarch Noe he devoa tri-c'hant ilinad a hed, hanter-c'hant a ledander, tregont a uhelded; hag ar prenestr anezhi he devoa un ilinad.

1732
Référence : GReg pg (l'arche de Noé avait 300 coudées de long, 50 de large & 30 de haut; & sa fenêtre étoit d'une coudée)

un hanter-kant

1850
Référence : GON.II pg hañter (-kañt)

kant hag hag hanter-kant

1850
Référence : GON.II p.24, livre premier, "cent cinquante (cent et demi-cent)".

Div hag hanter-kant

1850
Référence : GON.II p.24, livre premier, "cinquante-deux".

Daou hag hanter-kant

1850
Référence : GON.II

Unan hag hanter-kant

1850
Référence : GON.II p.24, livre premier, "cinquante-un (un et demi-cent)."

Hanter-kant

1850
Référence : GON.II p.24, livre premier, "cinquante (demi-cent)".

hanter-kant

1850
Référence : GON.II pg hañter-(kañt)

hanter-kant ti a zo bet devet

1850
Référence : GON.II pg hañter (-kañt)

E-touez kant bourc'hiz diot 'vez hanter-kant diskiant ; / E-touez an dieien ne oa nemet unan, / Ul lastez aotrou tieg, brabañser ha mondian, / Yae da chom war ar maez da zeskiñ d'ar re all / Ne oant nemet tud kleuk, ezen, pennoù chatal ; / Ne c'houient labourat : palat, arat, hadañ, / C'hwennat, mediñ, endramm, dornañ, kakuadañ.

1867
Référence : MGK p88

Edomp o vont a-biou Sante-Kroaz — e galleg Sainte-Croix, — pa en em gavas ganeomp, war an hent, un den oadet a hanter-kant vloaz, pe war-dro, kamm ha tort e fri, hag ul lagad luch en e benn.

1877
Référence : EKG.I. p.67

A-barzh nemeur ec’h en em gavas en hon touez Olier Conseil, eus a Sant-Nouga, hag a lavaras deomp en doa graet Canclaux, gant e soudarded, bandennoù a zaou-ugent pe hanter-kant den, hag a c’haloupe ar vro en u[l] laerezh kement a gavent, hag en ur gregiñ en dud evit o c’has d’ar prizon pa droe en o fenn.

1878
Référence : EKG.II p.16

N’oa ket eizh dervezh m’oan aet eus ar gêr, hag em boa gwelet kement a draoù, ma kave din e oa hanter-kant vloaz abaoe m’oan aet eus a di va zad.

1878
Référence : EKG.II p.32

Un den, Rousseau e hanv, bet martolod, a zo bet kavet e gorf marv war an hent, entre Plouezeg hag an Traezh, en parrouz Keriti. Skoet e oa bet, war ar greder, gant un taol-gwad deut de[zh]añ gant ar yenien. Oajet e oa a seizh vla ha hanter-kant. Doue da vo gant e ine.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Hogen, abaoe, ez eus bet savet gant rouanez hag uhelidi Keltia annezlec’hioù ec’honoc’h c'hoazh, da skouer ti Kotuatos an Arverniad, ennañ hanter-kant kambr a-zor-da-zor, pe hini Eposterovidos, al Lingon, ennañ pevar-ugent kambr, hep komz eus hirdi ar "biturix" Ambikatus, a-stroll ennañ kant hanter-kant a gambroù.

1923
Référence : SKET p.130-131

Pa guiteis, ez yaouank c’hoazh, bro al Lingoned da heul mab uhelwad Albiorix, ez oa eus an tiad-tud-se, a-gevret gant an tad, c’hwezek paotr e barr o oad a dalveze kement ha kant war an emgannlec’h pe er guzuliadeg, c’hwec’h plac’h ha tregont hogos holl yaouank, gant tost da hanter-kant a vugale.

1923
Référence : SKET p.21

Ar brud a oa en em skignet penaos an aotrou marc’heg, fritet gantañ e drantell e Roazhon pe e Pariz, en devoa ranket dont da c’houlenn repu digant e vamm ; darn all a lavare penaos ar marc’heg, erru un tamm en oad, tremenet gantañ e hanter-kant vloaz, a oa deuet da Gervarker da ziskuizhañ, evit disternañ, evit erbediñ an nebeud peadra a oa manet gantañ war-lerc’h ar c’hartoù hag ar merc’hed.

1925
Référence : BILZ2 p.152

emañ o ren e hanter-kant vloaz

1931
Référence : VALL pg (il est dans sa cinquantième) année

E lec'hioù a zo n'eus ket ouzhpenn hanter-kant metr eus an eil ribl d'egile. E-tal Ploveilh, uheloc'h eget al lodenn skeudennet amañ.

1943
Référence : TNKN p15

Netra tridusoc'h eget arvestiñ ouzh hanter-kant koublad sonerien o tiskenn diouzh leurgêr Sant-Mikael da dapout ar blasenn nasional, lec'h e oa savet ur chafod pleñch.

1944
Référence : EURW.1 p.188

Mat, an ti-se a zo bet satanazet ha marteze zoken, ar re gozh o deus dalc’het soñj : hanter-kant vloaz ’zo e teuas Satanaz e-unan da chom e-barzh an ti. Gwelomp penaos.

1944
Référence : ATST p.10

Ouzhpenn hanter-kant a zo ezhomm evit labourat en un doare dereat.

1985
Référence : DGBD p44

Ma digarezit m'hen lavaran deoc'h Aotrou C'haritos, met penaos ne c'hell ket ho tud diogeliñ an urzh war dregont metr karrez gant hanter-kant draster?

2015
Référence : EHPEA p27

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux