Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Formes fléchies : 
123
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.g. Mont war an daoulin. Daoulinañ evit pediñ. Ne c'hallan ket daoulinañ ken, gant ar remm. [1499, 1659, 1732, 1850, 1877, 1923, 1931, 1944, 1949, 1960] [1877] An Aotrou de la Marche, savet el lestr, a drugarekaas an dud kalonek o doa hen digaset betek eno, hag a lavaras dezho daoulinañ ma roje dezho e vennozh. [1923] Pleget o divhar a-raok e taoulinent el letonenn hag, o c’houzougañ, e sellent ouzh an neñv e stumm azeulerien. [1944] Goude bezañ daoulinet dirak Patronez Arvor, lakaet pep a oferenn ha leinet en ostaleri, e kemerjomp adarre an hent hag e tigouezhjomp e Gwened d'an noz. [1949] Daoulinañ a reas ar breur Arturo, war ur gador-bediñ, da lavarout, e trugarekadenn, un dizenez eus e chapeled. [1960] Daoulinañ a reont o-daou e-tal ar person hag ec'h en em laka ar c'hure d'e nouennañ hag ar vatezh da respont d’ar pedennoù. HS. penndaoulinañ. II. V. em. ROUEZ. [1878] EN EM ZAOULINAÑ. [1878] Doue a roio nerzh deomp. En em daoulinomp hon-div da c’houlenn sklêrijenn ha kalon digantañ.

Exemples historiques : 
22
Masquer la liste des exemples

daoulinañ

1499
Référence : LVBCA p50 (agenoyller)

daoulinañ

1499
Référence : LVBCA p50 (engenoillir)

daoulinañ

1659
Référence : LDJM.1 pg agenouiller

daoulinañ

1732
Référence : GReg pg (s') agenouiller

daoulinet

1732
Référence : GReg pg (s') agenouiller, fléchir (Fléchir les genoux, pp.)

daoulinañ

1732
Référence : GReg pg fléchir (Fléchir les genoux.)

bezañ daoulinet

1732
Référence : GReg pg genou (Être à genoux.)

daoulinet

1850
Référence : GON.II pg daoulina (S'agenouiller, se mettre sur les deux genoux. Part.)

Dirak Doue hepken eo ret daoulinañ.

1850
Référence : GON.II pg daoulina (Il n'est nécessaire de s'agenouiller que devant Dieu).

daoulinañ

1850
Référence : GON.II pg daoulina (S'agenouiller, se mettre sur les deux genoux), stoui, stouvi

Kerkent ha ma voe klevet ar c’homzoù kentañ eus ar son-se, kabiten ar soudarded, a-c’haoliad war e varc’h, ur blumachenn wenn, glas ha ruz war gern e dok, a grias a-bouez e benn : Daoulinit holl !

1877
Référence : EKG.I. p.178

An Aotrou de la Marche, savet el lestr, a drugarekaas an dud kalonek o doa hen digaset betek eno, hag a lavaras dezho daoulinañ ma roje dezho e vennozh.

1877
Référence : EKG.I. p.24

Doue a roio nerzh deomp. En em daoulinomp hon-div da c’houlenn sklêrijenn ha kalon digantañ.

1878
Référence : EKG.II p.255

Pleget o divhar a-raok e taoulinent el letonenn hag, o c’houzougañ, e sellent ouzh an neñv e stumm azeulerien.

1923
Référence : SKET p.60

An troioù-saludiñ all, e-touez Kelted Iwerzhon, ez oa : — 1° sevel ha menel war-sav pa zigoueze un den enorus ; — 2° sevel ar glin pe ar vorzhed p’edod azezet ; ur merk azaouez hennezh ha n’oa ket kerkoulz ha sevel en e sav ; — 3° reiñ ur pok, pe peurliesañ tri a bokoù, war ar jod ; — 4° pennlinañ pe daoulinañ.

1924
Référence : SKET.II p.36, Notenn 1.

daoulinañ

1931
Référence : VALL pg agenouiller

Goude bezañ daoulinet dirak Patronez Arvor, lakaet pep a oferenn ha leinet en ostaleri, e kemerjomp adarre an hent hag e tigouezhjomp e Gwened d'an noz.

1944
Référence : EURW.1 p73

Ober a reas an Aotrou Bouder ur sach war ma divskouarn, ha lakaat a reas war ma fenn « ar boned azen » gant gourc'hemenn din mont da zaoulinañ dirak e vurev en abardaez.

1944
Référence : EURW.1 p21

Daoulinañ a reas ar breur Arturo, war ur gador-bediñ, da lavarout, e trugarekadenn, un dizenez eus e chapeled.

1949
Référence : SIZH p.63

Ruz betek e gilpenn, tenn e anal, daoulinet en deus e-kreiz leurenn ar chapel, troet e gein d'an aoter, e zremm ouzh tu an Tad-Mestr hag an daou Dad-Rener.

1949
Référence : SIZH p.59

Daoulinañ a ra e-tal ar person hag e laka e skouarn ouz e vrusk, da c'hoût hag-eñ ez eus buhez ennañ.

1960
Référence : PETO p79

Daoulinañ a reont o-daou e-tal ar person hag ec'h en em laka ar c'hure d'e nouennañ hag ar vatezh da respont d’ar pedennoù.

1960
Référence : PETO p81

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux