[1904] Tra a vez ingal war spered ub., en devez c'hoant seveniñ dalc'hmat.
Albac'henn ar vuhez. E albac'henn a oa reiñ d'e vugale un deskadurezh a zoare. Albac'henn ar skrivagnerien zo skrivañ en ur yezh flour. Lod zo o albac'henn gant an arzoù, darn all gant ar sportoù.
&
Trl. (er st. nac'h)
N'eus (mui) ken albac'henn : n'eus ket a breder all ken.
Lazhañ ! N'eus mui ken albac'henn. N'en deus ken albac'henn nemet war-dro bokedoù.
&
Trl.
KEMER ALBAC'HENN GANT UB., UDB. : bezañ prederiet bras gant ub., udb.
Ne veze ket ret dezhañ mont di evit diskouez dezho an albac'henn a gemere gantañ. N'eus bet biskoazh den ebet hag en deus kemeret kement a albac'henn gant hor yezh.
&
KEMER ALBAC'HENN D'OBER UDB. : bezañ aketus bras d'e ober.
Albac'henn a gemeront da c'houarn o bro.
&
Trl.
LAKAAT (HOLL) E ALBAC'HENN, E ALBAC'HENN (A-BEZH) DA OBER UDB. : lakaat ar brasañ evezh, nerzh, da seveniñ an dra-se.
Lakaet en doa e albac'henn da sevel ar bravañ ti ma c'halle. Lakaet en doa holl e albac'henn da gempenn ar c'hornad. Lakait hoc'h albac'henn da sevel labourioù dispar evit hor pobl.
&
LAKAAT E ALBAC'HENN GANT UDB. : ober e vrasañ preder gant an dra-se.
Lakaat e albac'henn gant ar brezhoneg.
fuloriñ a rae diwar-benn bugale mouget, ne ouied ket pere, ha krennarded mac'hagnet, met echu oa ar brezel pell a oa ha forzh penaos hi ne oa bet morse d'an tachennoù-emgann, ha ken taer e teue da vezañ diwar an albac'hennoù-se ma oa bet sinet diouzhtu gant ar medisin ar baberenn evit he c'has da Sant Mewen.