Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1904] Tra a vez ingal war spered ub., en devez c'hoant seveniñ dalc'hmat. Albac'henn ar vuhez. E albac'henn a oa reiñ d'e vugale un deskadurezh a zoare. Albac'henn ar skrivagnerien zo skrivañ en ur yezh flour. Lod zo o albac'henn gant an arzoù, darn all gant ar sportoù. & Trl. (er st. nac'h) N'eus (mui) ken albac'henn : n'eus ket a breder all ken. Lazhañ ! N'eus mui ken albac'henn. N'en deus ken albac'henn nemet war-dro bokedoù. & Trl. KEMER ALBAC'HENN GANT UB., UDB. : bezañ prederiet bras gant ub., udb. Ne veze ket ret dezhañ mont di evit diskouez dezho an albac'henn a gemere gantañ. N'eus bet biskoazh den ebet hag en deus kemeret kement a albac'henn gant hor yezh. & KEMER ALBAC'HENN D'OBER UDB. : bezañ aketus bras d'e ober. Albac'henn a gemeront da c'houarn o bro. & Trl. LAKAAT (HOLL) E ALBAC'HENN, E ALBAC'HENN (A-BEZH) DA OBER UDB. : lakaat ar brasañ evezh, nerzh, da seveniñ an dra-se. Lakaet en doa e albac'henn da sevel ar bravañ ti ma c'halle. Lakaet en doa holl e albac'henn da gempenn ar c'hornad. Lakait hoc'h albac'henn da sevel labourioù dispar evit hor pobl. & LAKAAT E ALBAC'HENN GANT UDB. : ober e vrasañ preder gant an dra-se. Lakaat e albac'henn gant ar brezhoneg.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

albac'henn

1904
Daveenn : DBFV pg albahen (manie, Ch. ms)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial