I.
(db. ar pezh a weler)
1. Trl.
[1927] Gwelet un alberz eus ub., udb. : kaout ur gwel dibad anezhañ.
2. [1927, 1931] Pezh a spurmanter.
Gant hirnez ez astennen ma divrec'h war-du an alberz eus an douar-se.
3. [1931] Pezh a verzer.
[1931] Kaout an alberz ag udb. : en em rentañ kont eus udb., kaout ur sell a-vras war an elfennoù a ya d'ober an dra-se.
[1931] N'eus doare alberz ebet a gement-se.
Ne oa nep alberz a c'hoap e plegoù o diweuz. Un alberz trumm a geuz a oa en he daoulagad.
II.
Dre ast., trl.
1. (db. ar pezh a glever)
[1927] Klevet un alberz diouzh ub., udb. : klevet anv anezhañ.
2. Kollet en deus an alberz diouzh e gerentiezh : ne oar ket mui petra eo deuet e gerent da vezañ.
3. [1927] Gouzout un alberz ag ub., udb. : bezañ bet klevet an dra-se, bezañ bet klevet anv eus an den-se c'hoazh.
N'ouzon alberz ebet anezhañ.
4. [1985] Reiñ un alberz eus udb. : reiñ ur soñj ha n'eo ket resis-tre, eus ar pezh eo an dra-se.
[1985] Lakait ouzhpenn da wir ned eo peurvuiañ ar gartenn a zo en ho kerz, nemet damskeudennoù savet well-wazh gant ur misioner pe un ergerzhour bennak en ur gontañ e gammedoù dre ma 'z ae hag ho po marteze un alberz eus an diaester a vez evit diazezañ un droiad er broioù koadek.
Buhez santez Nonn a ro dimp un alberz eus brezhoneg an amzer dremenet.
5. Kemer un alberz eus udb. : dont da gaout un tamm anaoudegezh anezhañ.
Référence :
VALL
pg apercevoir (on ne s'paerçoit pas de cela)
Lakait ouzhpenn da wir ne deo peurvuiañ ar gartenn a zo en ho kerz, nemet damskeudennoù savet well-wazh gant ur misioner pe un ergerzhour bennak en ur gontañ e gammedoù dre ma 'z ae hag ho po marteze un alberzh [alberz] eus an diaester a vez evit diazezañ un droiad er broioù koadek.
1985
Référence :
DGBD
p129
A-drugarez d'an dra-se, pa'z eer tre en iliz hiziv an deiz, e c'haller kaout un alberz reishoc'h eus ar pezh a venne arzourien an amzerioù-hont ober : un egorenn livet-flamm, lirzhin he doare, evit skeudenniñ gwenvidigezh an neñvoù.