Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. ar pezh a weler) 1. Trl. [1927] Gwelet un alberz eus ub., udb. : kaout ur gwel dibad anezhañ. 2. [1927, 1931] Pezh a spurmanter. Gant hirnez ez astennen ma divrec'h war-du an alberz eus an douar-se. 3. [1931] Pezh a verzer. [1931] Kaout an alberz ag udb. : en em rentañ kont eus udb., kaout ur sell a-vras war an elfennoù a ya d'ober an dra-se. [1931] N'eus doare alberz ebet a gement-se. Ne oa nep alberz a c'hoap e plegoù o diweuz. Un alberz trumm a geuz a oa en he daoulagad. II. Dre ast., trl. 1. (db. ar pezh a glever) [1927] Klevet un alberz diouzh ub., udb. : klevet anv anezhañ. 2. Kollet en deus an alberz diouzh e gerentiezh : ne oar ket mui petra eo deuet e gerent da vezañ. 3. [1927] Gouzout un alberz ag ub., udb. : bezañ bet klevet an dra-se, bezañ bet klevet anv eus an den-se c'hoazh. N'ouzon alberz ebet anezhañ. 4. [1985] Reiñ un alberz eus udb. : reiñ ur soñj ha n'eo ket resis-tre, eus ar pezh eo an dra-se. [1985] Lakait ouzhpenn da wir ned eo peurvuiañ ar gartenn a zo en ho kerz, nemet damskeudennoù savet well-wazh gant ur misioner pe un ergerzhour bennak en ur gontañ e gammedoù dre ma 'z ae hag ho po marteze un alberz eus an diaester a vez evit diazezañ un droiad er broioù koadek. Buhez santez Nonn a ro dimp un alberz eus brezhoneg an amzer dremenet. 5. Kemer un alberz eus udb. : dont da gaout un tamm anaoudegezh anezhañ.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

gouzout un alberz diouzh

1927
Daveenn : GERI.Ern pg alberz (entendre parler, trouver une trace de)

klevet un alberz diouzh

1927
Daveenn : GERI.Ern pg alberz (entendre parler, trouver une trace de)

gwelet an alberz eus

1927
Daveenn : GERI.Ern pg alberz (apercevoir)

alberz

1931
Daveenn : VALL pg aperçu

kaout an alberz a

1931
Daveenn : VALL pg apercevoir

n'eus doare alberz ebet a gement-se

1931
Daveenn : VALL pg apercevoir (on ne s'paerçoit pas de cela)

Lakait ouzhpenn da wir ne deo peurvuiañ ar gartenn a zo en ho kerz, nemet damskeudennoù savet well-wazh gant ur misioner pe un ergerzhour bennak en ur gontañ e gammedoù dre ma 'z ae hag ho po marteze un alberzh [alberz] eus an diaester a vez evit diazezañ un droiad er broioù koadek.

1985
Daveenn : DGBD p129

A-drugarez d'an dra-se, pa'z eer tre en iliz hiziv an deiz, e c'haller kaout un alberz reishoc'h eus ar pezh a venne arzourien an amzerioù-hont ober : un egorenn livet-flamm, lirzhin he doare, evit skeudenniñ gwenvidigezh an neñvoù.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 21

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial