Adv. ha stl. isur.
I.
Adv.
1. [1659, 1732, 1904] Gant kalz a boan, ha c'hoazh.
[1659] A-boan kreñv.
[1732] A-boan vras.
An den gloazet ne zianale nemet a-boan. A-boan e c'hall bale.
2. (e-unan pe dirak un islav. degaset gant ar stl. ma)
[1931] Termen a verk ne reer nemet tizhout ar pal d'ar muiañ holl.
A-boan hon eus peadra da vevañ. A-boan ma oar lenn. [1931] Gant ma holl vadoù, a-boan ma c'hallan ober ma zreuz.
3. (db. an niveroù, ar c'hementadoù)
[2012] Termen a verk ne reer nemet tizhout ar c'hementad-mañ-kementad, ar c'houlz-mañ-koulz, d'ar muiañ holl.
Ne oa ket nav eur hanter, met a-boan. A-boan un devezh.
[2012] E welet em boa a-boan ur vunutenn.
4. Trl.
(db. oberoù an dud)
NA VEZAÑ A-BOAN : na vezañ mat. Ne vefe ket a-boan lavaret kement-se dirak an holl dud.
5. (e deroù ur bennlav. heuliet gant un islav. degaset gant ar stl. ma)
Ger a dalvez da verkañ un ere etre daou zarvoud a c'hoarvez an eil diouzhtu war-lerc'h egile.
A-boan en doa sonet ma voe digoret dor an ti dezhañ.
II.
Tr. stl. isur.
1. [1904, 1931, 1944] A-BOAN MA : troienn a dalvez da verkañ un ere etre daou zarvoud a c'hoarvez an eil diouzhtu war-lerc'h egile.
A-boan ma oamp erruet, e teuas un den da gomz ouzhimp.
& Dre verr.
A-boan erruet, e welas un den o tont davetañ.
HS. a-vec'h.
2. [1931] A-BOAN MA (heuliet gant ur verb displeget) : troienn a dalvez da verkañ un diaester.
[1931] Gant va holl vadoù, a-boan ma c'hallan ober va zreuz.
A-boan ma c'hallan kousket gant an trouz zo en noz-mañ.
gant va holl vadoù, a-boan ma c'hallan ober va zreuz
gant va holl vadou a-boan ma c'hellan ober va zreuz
1931
Référence :
VALL
pg affaire (avec tout mon bien, je me tire à peine d'affaire)
« Pet eur eo ? A-boan eizh eur. Gwell e vije bet deoc'h chom da gousket. »
« Pet eur eo ? A boan eiz eur. Gwell e vije bet d'eoc'h chom da gousket. »
1944
Référence :
EURW.1
p80
A-boan m'am boa dibunet dek Ave Maria ma oan kousket-mik.
A boan m'am boa dibunet dek Ave Maria, ma oan kousket mik.
1944
Référence :
EURW.1
p33
A-boan m'hor boa karget hor c'horf ha prest da vont da gousket asambles en ur gwele-kloz a oa bet aozet gant an ostizez vat, e voe klevet ur wetur o ruilhal war an hent skornet hag o chom a-sav dirak dor an ostaleri.
A-boan m'hor boa karget hor c'horf, ha prest da vont da gousket asambles en eur gwele kloz a oa bet aozet gant an ostizez vat, e voe klevet eur wetur o ruilhal war an hent skornet, hag o chom a-sao dirak dor an ostaleri.
1944
Référence :
EURW.1
p38
A-boan ma oa aet Lom d’ar park, ma lavaras Soazig, ar c’hoar yaouankañ : — « O ! sur, Lom n’eo ket aet da zic’harzhañ, rak gwelout a ran e falz war gorre an armel. ».
1944
Référence :
ATST
p.40
Evit kavout d’am goulenn ur respont dereat e vefe ret bezañ gouiziek e kement gouiziegezh, hag a-boan ma ’m eus-me uzet foñs ur bragoù war skiñvier ar skolioù.
1944
Référence :
ATST
p.8
A-boan ma oa degouezhet Lukaz en ti, ma teuas ivez en diabarzh daou baotr eus Lotei, Job ha Lom dre a [sic, "o"] anv badeziant.
1944
Référence :
ATST
p.13
E welet 'm boa a-boan ur vunutenn hogen va blev a savas a-bik war va fenn.