Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
123
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. (db. an dud) A. Rediañ ub. da c'hortoz a-raok dezhañ kaout pe ober udb. Ar rener en deus e zaveet betek Pask d'ober e droiad enklask. B. 1. Daveiñ ub. da, davet, da gaout ub. all : e gas davetañ. E zaveet en deus davet e dud. Eñ en daveas d'e vignon. & Dre ast. Daveiñ ub. d'udb. : lavaret dezhañ pe goulenn digantañ mont da welet an dra-se. Ho taveiñ a ran da bajenn 22 al levr-se. 2. Ent krenn (en tu gouzañv alies) Envel ub. d'ur garg bnk. Daveet eo bet kelenner d'ar skol-se. Daveet eo bet rener d'ur stal. 3. Daveiñ ub. da aber udb. : e gas da seveniñ ur gefridi. O daveiñ a reas daou-ha-daou da werzhañ marc'hadourezh a di da di. II. V.k.e. (db. an traoù) 1. Kas. Ar re o deus degemeret ar pakad zo pedet da zaveiñ o chekenn ar c'hentañ ar gwellañ. Daveiñ a rin deoc'h un dra bennak eus ma c'horn-bro. 2. Kas (keloù). Bez' emañ da zont warc'hoazh, dave an doare d'ar re all. 3. Lakaat diwezhatoc'h. Daveiñ un emvod. HS. ampellañ, daleañ, dilerc'hiañ. III. V. em. EN EM ZAVEIÑ : klask ditour. Lod anezho en em zave evit spiañ petra a c'hoarvez.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

daveiñ

1732
Référence : GReg pg differer (remettre à un autre tems, prolonger)

hep daveiñ

1732
Référence : GReg pg (sans) differer

davein

1850
Référence : GON.II pg davéein (Différer. Retarder. Remettre à un autre temps. Prolonger).

daveet

1850
Référence : GON.II pg davéein (Différer. Retarder. Remettre à un autre temps. Prolonger. Part.)

Note d'étude

Lenn a reer e GON.II eo ar ger "davéein" eus Bro-Wened.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux