I.
1. Obererezh debriñ.
N'eus ket a zebr d'an traoù-se : ne c'haller ket o debriñ.
2. Pred.
Pa vo echu an debr bras.
3. Trl.
Bezañ debr-debr : bezañ o tebriñ.
Atav e vezont debr-debr, kac'h-kac'h.
II. Dre skeud.
1. Tabut.
Bremañ n'eus ken nemet an debr hag an dag etre an dud.
DHS. diemglev, rendael.
2. Kunuj.
Debr-spered : den a vez ingal o reiñ nec'h d'ar re all.