Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

Eus ul lec'h a c'haller gwelet, diskouez prl. ha zo pell pe belloc'h diouzh ar c'homzer. Nepell alehont. Alehont e weler ar mor pa vez sklaer an amzer. [1954] Tapet am eus pleg koulskoude warlene e-kerzh an hañv da dennañ aleshont ar pep gwashañ, met Doue ha me a oar pet bragoù am eus difindaonet [...]. & Trl. Ac'hanen hag alehont : eus lec'hiennoù a bep seurt. Dastum a ra keleier ac'hanen hag alehont.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

— « War al lenn 'shont, va mamm n'ema. »

1867
Référence : MGK p134

Bastard ac’hann ! bastard alese ! skouarnad ac’hann, taol-troad aleshont.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

Tapet am eus pleg koulskoude warlene e-kerzh an hañv da dennañ aleshont ar pep gwashañ, met Doue ha me a oar pet bragoù am eus difindaonet, ha gwelloc'h eo ganin tevel war ar skrapadennoù, ar c'hignadennoù ha dreist-holl war an drein em daouarn.

1954
Référence : VAZA p.11

Ne chomjomp ket da lugudenniñ nemet diouzh ret e Jameston hag aleshont e krogas hon daou lestr da vordeiñ a-gevret war-du Havana, e Kuba, nad eo ket un enezenn met baradoz an douar, baradoz ar c'hwezh-vat, ar bleunioù, ar frouezh, ar segalennoù hag ivez ar merc'hed koant be goantoc'h, rak gwech ebet e-keit ma vevis eno n'eo degouezhet din kejañ gant ur vaouez divalav.

1954
Référence : VAZA p.96

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux