Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

Adv. ha rag. am. I. Adv. A. 1. (goude un anv hollek, lies pe stroll pe e-unan gant ur v.) [1904, 1909, 1931, 1985, 2015] A-vordilh, a gementadoù bras. Kaout arc'hant a-leizh. Fallagriezh a-leizh. Klevet a ran klemmoù a-leizh. Lavaroù mat a-leizh. Kerc'h ha gwinizh a-leizh. Kezeg a oa a-leizh. A-leizh e teuent d'e gavout. [1985] Ar mizvezhioù-se o devoa degaset din levenezioù a-leizh. [2015] Pinvidigezhioù a-leizh a zo amañ. & [1909] Traoù a-leizh : a-walc'h pe re a draoù. 2. (gant ur v.) Kalz. En em chalañ a reer a-leizh evito. N'anavezan ket a-leizh kêr Roazhon. Er gêr e komze a-leizh. HS. e-leizh. 3. (gant un ag. en e zerez uheloc'h, uhelañ) A-galz. Brav eo an ti-mañ met kaeroc'h a-leizh e kavan an ti all. An danvez-mañ zo a-leizh gwelloc'h tra eget an hini hor boa prenet a-raok. B. 1. (gant ur v.) [1904] Frank. Ar vamm a zigoro a-leizh he armelioù. 2. (dirak un ak. degaset gant ar gm. s. pe gant ur g. perc'h.) Leun (a). Daeroù a oa a-leizh o daoulagad. Gwad a zislonke a-leizh e c'henoù. Bez' e oa tud a-leizh an hent. 3. Tr. adv. A-leizh dorn : leizh an daouarn. Teuler arc'hant a-leizh dorn. & A-leizh kof : leizh ar c'hof. Debriñ a-leizh kof. & A-leizh genoù : leizh ar genoù. C'hoarzhin a-leizh genoù. & A-leizh korzenn : a-bouez-penn. Kanañ, youc'hal a-leizh korzenn. II. Rag. am. (dirak un anv hollek, lies pe stroll degaset gant an ar. a) Kalz (a), un niver bras (a). A-leizh a dud a oa deuet eno. A-leizh a sent en em denne er c'hoadoù. HS. e-leizh, leizh, paot. ES. nebeut.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

a-leizh

1904
Référence : DBFV pg aleih (mieux que aleh ; adv., abondamment, beaucoup ; [ouvrir une porte] toute grande)

a-leizh

1904
Référence : DBFV pg aleih (adv., abondamment, beaucoup ; [ouvrir une porte] toute grande)

traoù a-leizh

1909
Référence : BROU p. 232 (on dit quelquesfois traou aleiz pour signifier assez, trop)

O vezañ e c’hoarveze eus ar bagad seizh mil a diadoù yaouank, tad, mamm hag ur bugel nevez-vet da bep-hini, ne rejod ket a diez bras kilviziet-start, ezhomm d’o sevel pilprennoù mentek, amzer, labour ha strivadoù a-leizh.

1923
Référence : SKET p.96

Brezel gant ar Saozon, soudarded ’leizh ar c’hazarn, soudarded en-dro d’ar c’hanolioù.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("ar Zaozon" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845).

Anez da se ?… Bara, na kig na krampouezh ne vo ket war blankenn e di, hag en tier an dud a vor peurvuiañ enne a-leizh a vugale, hir ha lemm o dent.

1925
Référence : BILZ2 p.104

a-leizh

1931
Référence : VALL pg abondant

Gwasket e oa un tammig va c'halon em c'hreiz : edon o kuitaat ar vro d'ur mare ma oa bet ur blijadur evidon tremen e Roazon pemp miz kentañ ar bloaz-se ; evel skiantour, evel broadelour, hag evel mignon, o devoa ar mizvezhioù-se degaset din levenezioù a-leizh.

1985
Référence : DGBD p9

Pinvidigezhioù a-leizh a zo amañ e-barzh da virout en diogel.

2015
Référence : EHPEA p50

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux