1. Ag. pet.
Anv-gwan a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver dek.
Here eo an dekvet miz eus ar bloaz. Ar Pab Klemant Dekvet. An dekvet embannadur.
2. Rag. pet.
Raganv a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver dek.
[1878] Hennezh a voe an dekvet da vont d’an traoñ, hag hennezh na deuio ken da gemeret Yann Pennorz evit an diaoul.
3. Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan petvediñ, raganvioù petvedin, zo brasoc'h eget nav ha tri-ugent.
An dekvet bag ha pevar-ugent a zeuas tre er porzh.
Tonerr-de-tonerr, eme un all, un tamm kaporal e oa hennezh, a gav din, an diaoul e-unan a rank bezañ war hor lerc’h ! Hennezh a voe an dekvet da vont d’an traoñ, hag hennezh na deuio ken da gemeret Yann Pennorz evit an diaoul.
Tonerr-de-tonerr, eme eun-all, eun tamm kaporal oa hennez, a gaf dign, an diaoul he-unan a rank beza var hor lerc’h ! Hennez oue an dekved da vont d’an traon, hag hennez na deuio ken da gemeret Ian Pennors evit an diaoul.