1. [1732, 1850, 1927] Alter.
An alfo zo ur merk anat a derzhienn.
[1732] N'emañ ket an den-se hep alfo. [1732] Kaout alfo.
Taget e voent gant an alfo hag e varvjont dizale. Kaout alfo. Bezañ, mont en alfo.
&
Trl.
(impl. gant ar gm. a.)
Bezañ aet un alfo ennañ : bezañ aet en alter.
Diouganet e voe gant merc'hed, aet enno un alfo, e vefe hep dale pell distrujet ar gêr.
HS. ambren.
2. Dre skeud.
Birvidigezh vras degaset gant ar from, ar youloù.
&
(impl. gant ar gm. a.)
Sant Pêr en un alfo a garantez en em daol er mor evit mont da gaout Jezuz.
Hervez ar vrud a rede, ne oa ket houmañ oc’h ober lentigoù, rak krog e oa dija da vezañ dalc’het gant ar c’hleñved elfoù [sic, elfo] ne oa mezeg ebet evit kavout anv dezhañ.
1954
Référence :
VAZA
p.188
Note d'étude
Lenn a reer e geriadur ar Gonideg e vez graet gant ar ger-mañ e bro-gKerne.