Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1732, 1850, 1927] Alter. An alfo zo ur merk anat a derzhienn. [1732] N'emañ ket an den-se hep alfo. [1732] Kaout alfo. Taget e voent gant an alfo hag e varvjont dizale. Kaout alfo. Bezañ, mont en alfo. & Trl. (impl. gant ar gm. a.) Bezañ aet un alfo ennañ : bezañ aet en alter. Diouganet e voe gant merc'hed, aet enno un alfo, e vefe hep dale pell distrujet ar gêr. HS. ambren. 2. Dre skeud. Birvidigezh vras degaset gant ar from, ar youloù. & (impl. gant ar gm. a.) Sant Pêr en un alfo a garantez en em daol er mor evit mont da gaout Jezuz.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

alfo

1732
Daveenn : GReg pg ardeur (délire)

alfo

1732
Daveenn : GReg pg delire (réverie d'un malade. Cor.)

N'emañ ket an den-se hep alter, hep alfo, hep elfo

1732
Daveenn : GReg pg (ce malade n'est pas sans) délire

kaout alfo, elfo

1732
Daveenn : GReg pg (avoir du) délire (être en délire)

alfo

1732
Daveenn : GReg pg ardeur (délire), delire (réverie d'un malade. Cor.)

alfo

1850
Daveenn : GON.II pg alter, alfô (Délire. Transport. Rêverie), ambren.

alfo

1927
Daveenn : GERI.Ern pg alfo (délire d'un malade)

Hervez ar vrud a rede, ne oa ket houmañ oc’h ober lentigoù, rak krog e oa dija da vezañ dalc’het gant ar c’hleñved elfoù [sic, elfo] ne oa mezeg ebet evit kavout anv dezhañ.

1954
Daveenn : VAZA p.188

Notennoù studi

Lenn a reer e geriadur ar Gonideg e vez graet gant ar ger-mañ e bro-gKerne.

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg