Pa gomz ar gouarnamant eus demokratelezh... e tap ar Vretoned taolioù penn-bazh.
N'eus ket ezhomm da vont pelloc'h evit an "demokratelezh veur" a vevomp enni. Ganti n'eo ket gwall vrav an traoù dija: tud fuzuilhet da vare ar Gumun hag er fozelloù e 1917, lod all lazhet en trevadennoù (aloubadeg Aljeria, Setif, Madagaskar, ar meuriad Bamileke e Kameroun...) hag an trevadennoù mod nevez (lazhadeg ar Rwanda, brezel al lennoù bras, bombezadegoù Iran, Serbia pe Afganistan).
Skramm demokratelezhioù ar C'hornôg a skoach fall a-walc'h penaos e vez sunet pinvidigezhioù an Douar, penaos e vez graet brezel dizehan d'ar re baour en Hanternoz koulz hag er C'hreisteiz, penaos e vez dalc'het groñs d'ar galloud gant ul lodenn vihan a dud binvidik.
E-ser framm "demokratelezh ar marc'had" e c'hoarvezont, da lâret eo da geñver un urzh ekonomikel, sokial ha bonreizhel pell a-walc'h diouzh mennozh an demokratelezh wir e-lec'h ma vefe meret ar galloud gant ar bobl hag e servij mad an holl, evel m'hon eus displeget kentoc'h.
Memestra eo gwelloc'h ar brizh demokratelezhioù-se evit an diktatouriezhioù abalamour e rankont derc'hel d'ober van da vezañ kevredigezhioù digor, treuzwelus ha digabestr e-lec'h ma c'hell ar geodedourien dibab dre o dilennidi evit an traoù a sell oute.
Mots précédents
Mots suivants
demokratiezh