Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kelennadurezh politikel ma rank ar veli bezañ e dalc'h ar vroadourien (dre hanterouriezh dileuridi a vouezhiont evito prl.) ; beli werin. Diazezet eo an demokratelezh war frankiz ha kevatalder pep unan. An demokratelezh c'hresian. 2. Framm politikel ma c'hall ar werin, pep hini, ezteuler e vennozhioù. An demokratelezh sokialour.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Pa gomz ar gouarnamant eus demokratelezh... e tap ar Vretoned taolioù penn-bazh.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

N'eus ket ezhomm da vont pelloc'h evit an "demokratelezh veur" a vevomp enni. Ganti n'eo ket gwall vrav an traoù dija: tud fuzuilhet da vare ar Gumun hag er fozelloù e 1917, lod all lazhet en trevadennoù (aloubadeg Aljeria, Setif, Madagaskar, ar meuriad Bamileke e Kameroun...) hag an trevadennoù mod nevez (lazhadeg ar Rwanda, brezel al lennoù bras, bombezadegoù Iran, Serbia pe Afganistan).

2015
Daveenn : DISENT p37

Skramm demokratelezhioù ar C'hornôg a skoach fall a-walc'h penaos e vez sunet pinvidigezhioù an Douar, penaos e vez graet brezel dizehan d'ar re baour en Hanternoz koulz hag er C'hreisteiz, penaos e vez dalc'het groñs d'ar galloud gant ul lodenn vihan a dud binvidik.

2015
Daveenn : DISENT p37

E-ser framm "demokratelezh ar marc'had" e c'hoarvezont, da lâret eo da geñver un urzh ekonomikel, sokial ha bonreizhel pell a-walc'h diouzh mennozh an demokratelezh wir e-lec'h ma vefe meret ar galloud gant ar bobl hag e servij mad an holl, evel m'hon eus displeget kentoc'h.

2015
Daveenn : DISENT p133

Memestra eo gwelloc'h ar brizh demokratelezhioù-se evit an diktatouriezhioù abalamour e rankont derc'hel d'ober van da vezañ kevredigezhioù digor, treuzwelus ha digabestr e-lec'h ma c'hell ar geodedourien dibab dre o dilennidi evit an traoù a sell oute.

2015
Daveenn : DISENT p133

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial