Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. A denn d'an demokratelezh. 2. Dezhañ doareoù an demokratelezh ; zo diouzh mad ar bobl, ar werin. Ul lezenn demokratel. 3. (db an dud, ar strolladoù tud, ar benvegoù kelaouiñ) A embann, a sav a-du gant an demokratelezh, a stourm eviti. Ur strollad politikel demokratel. 4. A laka an demokratelezh da dalvezout. Ur renadur demokratel. Ur republik demokratel.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Bevañ a reomp en ur vro demokratel ha ne c'hellomp ket tamall ar geodedourion da vezañ floderion gemedel pa reont gant ar gallusterioù a ginnig dezhe al lezenn.

2015
Daveenn : EHPEA p139

Dispac'h Stonewall, kerzhadeg an holen, diskrog-labour mengleuzierien Liverpool, dispac'h bugale Soweto, prosez Bobigny evit an diforc'hañ pe hini Patrick Henry a-enep ar boan a varv, stourm al Larzac pe hini Plougoñ hag ar c'hreizennoù nukleel all harzet, Lip, kastelodennoù hag emrenerezh Buenos Aires, merc'hed Palestina gwisket e du ha follezed plasenn Vae, dispac'hoù demokratel ar reter pe hini ar Jenofl e Portugal, diskrog-labour an holl labourerien e miz Mae 68, harz-labour meur goañvezh 1995...

2015
Daveenn : DISENT p11

Koll a rafent [an demokratelezhioù] ar pezh a ra d'an dud asantiñ didrouz pe sikour ar sistem en ur mod oberiant zoken : koll a rafent ar gredenn int sistemoù peurreizh abalamour int demokratel.

2015
Daveenn : DISENT p133

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial