1. [1732, 1850, 1985] Den a ro alioù.
[1732] Un alier mat eo.
[1850] Ho tad zo bet atav un alier evidon.
[1985] Lakaet em eus degas dirak va zelt ar paotr hag ar plac'h kablus, ar penn-kêr, hag unan bennak eus pep rummad tud evel alierien.
Ouzh e daol gantañ alier fall / ar furañ den a ve kollet.
&
Dre zismeg, alies
Den na ra nemet reiñ alioù.
Un oberer a dalv kant alier. An dud fall-se a gavas alierien Herri e tailh vat da zegemer o c'hefridi.
2. GWIR
Den a zalc'h ur garg uhel er Justis, er Melestradur.
Alier e lez-varn Roazhon.
HS. kuzulier.