Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
123
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. 1. Ober lodenn gentañ udb. An daou zen-se a zeraouas an dispac'h. DHS. kregiñ, stagañ. 2. Dre ast. Mont d'ober lodenn gentañ udb. Gouel an Hollsent a zeraou ar miz. ES. echuiñ. II. V.g. 1. Bezañ en e zeroù. Deraouet e oa ar reveulzi e Sant Petersbourg. Ar brezel a zeraouas abretoc'h eget ma kreder. 2. DERAOUIÑ GANT UDB. : bezañ an dra-se e benn kentañ. Parrezioù zo a zeraou o anv gant Lok-. III. (impl. dirak ur v. degaset pe get gant an ar. da) DERAOUIÑ OBER, DA OBER : bezañ e prantad kentañ an ober-se. Ar morzhol a zeraouas da lopañ war an annev. Neuze e teraouas espern arc'hant. HS. komañs.

Exemples historiques : 
28
Masquer la liste des exemples

deraou

1499
Référence : LVBCA p54 (commancier)

Amañ ez tezraou buhez an itron sanktez Katell[,] gwerc'hez ha merzherez[,] en Brezhoneg nevez-Imprimet, e Kuburien, evit Bernard de Leau, peheni a chom e Montrolez, war [ar] pont Bouret : en bloaz M.D.LXXVI. [1576]

1576
Référence : Cath p1

ne don ket bet deraouet evit an deiz

1732
Référence : GReg pg (je n'ai pas encore été) étrené

asa deraouomp

1732
Référence : GReg pg cà (commançons, çà-çà commançons)

deraouiñ

1732
Référence : GReg pg commencer, étrener (un marchand)

deraouet

1732
Référence : GReg pg commencer, étrener (un marchand)

deraouet

1732
Référence : GReg pg commencer

Warc'hoazh e teraouo an eizhved evit an Anaon.

1850
Référence : GON.II pg eizved (Demain commencera la huitaine, l'octave pour les morts)

deraouiñ

1850
Référence : GON.II pg déraoui, dérou, dérou-mâd

deraouet

1850
Référence : GON.II pg déraoui

peur e teraouit-hu an eost

1850
Référence : GON.II pg déraoui

dre eno eo e teraouin

1850
Référence : GON.II pg déraoui

ned on ket bet deraouet evit an deiz

1850
Référence : GON.II pg déraoui

Ar Pab a Rom ho kemero / Dre Aogustin ho kwir Aotrou ; / Setu aze an hent hepken / Deoc’h da zeraou ho pinijenn.

1877
Référence : EKG.I. p.106

Dianav eo manet ar c’hazh-doñv en Europ e-kerzh ar rann vrasañ eus an Henamzer. Eus an Ejipt eo genidik ha war-dro ar Iañ pe an IIvet kantved goude H. S. hepken e voe deraouet da zigas eus ar vro-se hiniennoù anezhañ d’ar C’hres ha d’an Itali.

1923
Référence : SKET p.63

Diouzh renk e roan anezho dre m’o deus en em warlerc’hiet, o teraouiñ dre an henañ hag o tibenniñ dre an nesañ deomp : Senodonnos, Senorix, Senokondos, Kavaros, Matidonnos, Epatix, Marotigernos, Tigernomagalos, Eparios (1).

1923
Référence : SKET p.85

deraouiñ (ober)

1923
Référence : SKET p.168, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Commencer (à faire)".

A-greiz m’edo soublet a-zioc’h an dour, e savas trumm an avel hag e teraouas an eienenn birviñ evel ar mor e kounnar.

1924
Référence : SKET.II p.35

Pedet e vez gant ar vrezelourien kent mont d’an emgann, gant ar varnerien kent diskuliañ o barnadenn, gant ar vicherourien kent deraouiñ o labour, gant an danevellourien, ar werzaouerien, an delennerien kent displegañ o ijin, gant ar vezeged dirak gwele ar glañvourien, gant ar veleien hag al lidlazhourien-sakr en nevedoù, gant an arerien o voulc’hañ irvi hag ar vederien o troc’hañ ed.

1924
Référence : SKET.II p.5 (+ p. 147 "Da reiz[h]a[ñ]" : P. 5, lin. 4, lemel ar virgulenn goude « (ar) vrezelourien »").

Eno e teraou bro ar Re-zu (1).

1924
Référence : SKET.II p.72

Keit ha ma voe re wan e zivesker evit e zougen, ne lakeas Velia dilhad ebet en e gerc’hen, ha, pa zeraouas kerzhout, ne roas dezhañ nemet ur c’hroc’hen louarnig re verr ha re strizh evit ma vije e gorfig peurc’holoet gantañ (1).

1924
Référence : SKET.II p.13

Pa veze al lusenn-noz o teraouiñ sevel e gwrimenn ar c’hoad hag er pradeier, p’en em zastume ar brini er gwez en ur goagal, neuze e kemere an doueez ar bugel en eil dorn, ar c’hroc’hen arzh en dorn all, hag e luske da zistreiñ d’ar gêr.

1924
Référence : SKET.II p.14

Hon tud a guitaas Gwengamp d'abardaez hag an abadenn gentañ a zeraouas adalek 6 eur.

1944
Référence : EURW.1 p32

Mat eo studiañ ar perag hag an abalamour eus an traoù ; klask e goueled ar goustiañs lezennoù kuzhet ar vuhezegezh ; furchal deraouidigezh ha finvezhioù an den ; keñveriañ engehentadur al loened ouzh hini an dud ; esaeañ divinout petra eo an Ene, mes ma'z eer re bell war hent an Dianav, mar c'hoantaer dizoleiñ ar pezh a rank chom kevrin, neuze emeur war-var dihentañ.

1944
Référence : EURW.1 p63

Deraouiñ a rae evel-henn : Gwenole, abostol eürus, / Enor ha gloar Breizh-Izel, h.a. -Niv. 13-8-98-.

1944
Référence : EURW.1 p66

Hep reiñ dimp amzer da zigeriñ hor begoù, ar « vleuien » ac’hanomp, ar pleustriñ war an embregañ a zeraouas diouzhtu.

1944
Référence : EURW.1 p.194

Hon tammig emsav a zeraoue e wrizioù kregiñ.

1944
Référence : EURW.1 p.201

Pa zeraou chantele Sant-Kaourintin da sevel diwar an douar, gant poan hag amzer, adalek ar bloavezhioù 1240, ez eus anezhañ a ranker lavarout, n'eo ket ar chanter gotek kentañ-holl e goueled Breizh marteze, met an hini kentañ war an ampl a-dra-sur.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 8

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux