Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Str. 1. Gwez bras eus ar genad Quercus, a arouezer meur a spesad gant o anv. 2. Ent strizh Gwez mentek, o anv spesad Quercus robur, stank-tre e Breizh ken er c'hoadoù ken war ar c'hleuzioù, kamm-digamm o skourroù tev, askoù tro-dro d'o delioù dibad, zo mez o frouezh hag a ya da gozh-tre. Ur c'hoad derv. Ar c'hoad derv a zalc'h tan pell. & Gwez-derv : derv. II. H.g. Prenn ar gwez-se, zo kalet ha talvoudegezh vras dezhañ. Treustoù, arrebeuri derv.

Exemples historiques : 
39
Masquer la liste des exemples

dervenn

1499
Référence : LVBCA p54 (chesne)

derv

1659
Référence : LDJM.1 pg chesne

dervenn

1659
Référence : LDJM.1 pg chesne

koad derv

1659
Référence : LDJM.1 pg chesne

koad derv

1659
Référence : LDJM.1 pg (bois de) chesne

koad derv

1659
Référence : LDJM.1 pg chesnaie

gwezenn-derv

1659
Référence : LDJM.1 pg (guezen) dero

rusk haleg, rusk derv, dirusk derv, kouez

1732
Référence : GReg pg (de l') écorce (de saule, de chêne)

derv

1732
Référence : GReg pg (du) chêne

derv

1732
Référence : GReg pg (du) chêne

derv

1732
Référence : GReg pg (du) chêne

koad derv

1732
Référence : GReg pg (du) chêne

koad derv

1732
Référence : GReg pg (du) chêne

a zerv

1732
Référence : GReg pg (fait de) chêne

graet a zerv

1732
Référence : GReg pg (fait de) chêne

ur vammenn derv

1732
Référence : GReg pg gland (Pepiniere, où semil de glands.)

derv

1850
Référence : GON.II pg derf, derv, déro, derven

n'eus mui kalz a zerv er vro-mañ

1850
Référence : GON.II pg derf, derv

derv

1850
Référence : GON.II pg derf, derv, déro

derv

1850
Référence : GON.II pg derf, derv

Muioc'h a vezv eget a zerv a zo er c'hoad-mañ.

1850
Référence : GON.II pg bézô (Il y a plus de bouleaux que de chênes dans ce bois-ci).

Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro / Ha kement zo enni : reier, brug ha derv, / Me zo gwelloc'h ganen gwelet an heol e Breizh, / Klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, / Bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, / Eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, / Ma ve ret din eno mougañ ar garantez / A zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.

1867
Référence : MGK p21

Eno, daoulinet e-kreiz ur vojenn derv, aet he delioù gant ar goañv, e kleve trouz an tennoù fuzuilh : a-wechoù, gant an avel yen ha yud a c’hwezhe dre ar gwez, e teue betek ennañ klemmoù ar re [a] oad o peurlazhañ, ha youc’herezh ar soudarded disakret…

1877
Référence : EKG.I. p.42

E-kreiz ar solier-se, war ur piltos koad derv, evit bezañ gwelet a-bell, e oa lakaet skeudenn, pe batrom Mirabeau.

1877
Référence : EKG.I. p.176

Skrimpañ a rejont buan war ar c’hleuz ; mes p’edont o tiskenn en tu all, soudanenn an Aotrou Breton a spegas ouc’h ur c’hef derv hag en dalc’has a-ispilh. Filip a rankas dont en-dro d’en dispegañ, hag, e-pad keit-se, ar soudard a c’hounezas kement warnezho, ma n’edo ket ouc’hpenn kant paz ken war o lerc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.303

Netra atav ! Eo, kaout a reas din klevet evel un dra bennak o klemm e-kreiz trouz an avel a c’hwezhe er gwez-derv a zo war gleuz liorzh al leur ; mes ne ris ket kalz a van evit kement-se.

1878
Référence : EKG.II p.40

« Beure-mat ez eas an Tad en e raok, gantañ e vataraz war e skoaz ; hag hen o kerzhout sart a-dreuz ar c’hoad ; hag oc’h ober e dremen etre kefioù ar pin hag an derv, ar faou hag an onn, ar bezv hag an efl. »

1923
Référence : SKET p.36

Pallennet e vez leurenn an douar, kerkoulz ha pep bodenn, a vleunioù gwenn, a vleunioù ruz, a vleunioù melen-aour, ma vez balzamet an aer gant ar c’hwezh-vat diouto, ouzh en em veskañ gant ar frond o sevel a-ziwar rusk ha deil ar gwez pin, derv, bezv ha tilh.

1923
Référence : SKET p.48

Ar baotred yaouank, sonn evel gwez-pin, start evel gwez-derv, a oa kalonek ha kadarn, doujus d’al lezenn, d’ar renerien, d’ar gozhidi.

1923
Référence : SKET p.68

Fav, tilh, derv, bras-divent o c’hefioù, bodennek o c’hernioù, a waskede tonenn c’hlas an douar.

1923
Référence : SKET p.120

Peurc’holoet eo ar vro en he diabarzh gant koadoù tev a vezv, a dilh, a zerv.

1924
Référence : SKET.II p.67

Pa zihunis, an aerouant bet diouganet gant Marzhin, penndevig ar varzhed, a oa paouezet da wigourat. Un den diwisket ha kabellet gant ur galabousenn leun a zelioù derv arc'hantet a rede a-hed ar riblennad bagonioù en ur youc'hal.

1929
Référence : SVBV p8

Kement a garan, amañ 'm eus desket er c'harout : ar feiz naturel, ar gredenn eeun, al labour ordinal, an dud izel, ar gwez derv, al lannoù, ar girzhier, ar stêrioù, ar vein-hir, ar chapelioù, hag an holl draoù benniget a vev en o skeud santel.

1944
Référence : EURW.1 p15

— « Setu aze daou vezvier ! » a lavare ar pintig. — « Da sistra emaint o vont », eme ar vran du, eus beg ur penngos derv. — « O ! n’emaint ket; o ! n’emaint ket, » a respont ar voualc’h. — « Da belec’h eta ? moualc’h beg melen. »

1944
Référence : ATST p.28

En e sal-debriñ, e oa renket a-hed ar voger c'hwec'h kador-vrec'h kizellet en doa gounezet er c'henstrivoù gwerzioù (Amañ ne vez ket roet arc'hant, mes kadorioù derv).

1944
Référence : EURW.1 p.127

— « Hag ez eus kalz anezhañ ? » — « Ret eo bet lakaat ur planken derv nevez dindan an armel, evit herzel ouzh ar pouez. [...] »

1944
Référence : ATST p.76

Mont a rejont da welout. Ne oa netra nemet al loar o skediñ war delioù gleb iliav ur wezenn derv.

1944
Référence : ATST p.129

Mont da gantreal : da lavaret eo mont n'eus forzh pelec'h, da ober flisterezed dour gant raoskl, da ober pifoù gant toc'had kerc'h, « ouan-ouaniou », da ober « totoc'hodou » gant plusk haleg, da ober karrigelloù gant brankoù derv forc'hellek, gweet an div forc'h e-giz div rod.

1944
Référence : EURW.1 p24-25

Me ' oar mat pelec'h eo kuzhet ; / Er c'hoad derv [eo] en em ruzet, / E kav lojeiz e-tal ar stêr.

1960
Référence : PETO p85

Note d'étude

Notadur "coat terv" an Tad Maner evit "koad derv" zo un testeni eus kaletadur an "d" dibenn dirak un "d" all.

Étymologie

Termen keltiek kar d'ar c'hembraeg "derw", deveret diouzh an indezeuropeg *deru pe *doru a adkaver e saozneg modern er ger "tree" (gwez) ivez.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux